An irienn eo a vez graet eus an neud a zo bet lakaet da dremen a-dreuz ar steuenn (pe steuñvenn) gant ar vulzun evit ober ur wiadenn. Anneuenn, pe anweenn a vez graet anezhi ivez.

Irienn a vez graet ivez eus an emglev kuzh etre un toullad tud, a vez graet iriennerien anezho, evit diskar ur galloud pe ober droug dezhañ.

Iriennoù brudet

kemmañ

Ken niverus eo an iriennoù anavezet en istor ma n'haller ket o envel holl. Setu amañ un nebeud iriennoù brudet memes tra:

En istor Breizh

kemmañ
  • Irienn ar roue Salaun a lazhas e eontr ar roue Erispoe,
  • Hini enebourien Pierre Landais a deuas a-benn d'e lazhañ,
  • Re ar roue gall Loeiz XI a glaske an tu da lakaat noblañsed Breizh da enebiñ ouzh an dug. Iriennoù hervez ar savpoent breizhat, troioù finesa hervez ar savpoent gall.
  • Hini Pontkalleg a venne distagañ Breizh diouzh Bro-C’hall e penn kentañ an XVIIIvet kantved. Un irienn hervez ar savpoent gall, un doare emsavadenn hervez ur savpoent all.

En istor Bro-C'hall

kemmañ

N'haller ket lakaat da iriennoù gwalldaolioù graet gant un den hepken, evel taol an den a glaskas lazhañ Chirac d'ur 14 a viz Gouhere.

En istor ar bed

kemmañ

Iriennoù pennhêred dibennet

kemmañ

Ur pennhêr dibennet zo ur pennhêr a goll e renk hag ar madoù en devoa da-gaout dre ma'z eus bet anvet ur pennhêr all.