• Diwar-benn Don Carlos Spagn (1545-1568) eo ar pennad-mañ. Arabat droukveskañ gant Carlos, Kont Molina (1788-1855).

Don Carlos Spagn, pe Carlos de Austria y Portugal e spagnoleg, ganet e 1545 e Valladolid, marvet e 1568 e Madrid, a oa ur priñs spagnol, mab d'ar roue Felipe II (1527-1598), ha priñs Asturiez .

Don Carlos Spagn
Don Carlos, gant Alonso Sánchez Coello, 1558

E vuhez

kemmañ

Mab nemetañ Felipe II hag e bried kentañ Maria Manuela Portugal e oa. E vamm a varvas miz goude genel anezhañ. Klañvidik ha nammet e oa a gorf. Lorc'hus, feuls ha drouk e oa, ha dre ma kreske ne seblante ket yac'h e spered. Krediñ a reer e oa dleet kement-se d'ar genwadelezh etre an Tiegezh Habsburg ha tiegezhioù roueel Spagn ha Portugal.

E 1560 e voe anavezet evel priñs pennhêr Kurunenn Kastilha, hag e 1563 evel pennhêr Kurunenn Aragon.

Marc'heg e oa en Urzh ar Maoutken Aour. Perzh a gemere er c'huzul-stad ma veze kaoz eus politikerezh diavaez, ha kenskrivañ a rae gant Marc'harid Parma, rejantez an Izelvroioù[1].

Mervel a reas er vac'h da 23 bloaz.

Dimezioù

kemmañ

Skoulmet e oa an emglev etre Spagn ha Bro-C'hall, ha Carlos a oa da zimeziñ e1559 da Elesbed Bro-C'hall (1545-1568), merc'h da Herri II (Bro-C'hall); e dad avat, o welout pegen distabil e oa e spered, ha dre ma oa intañv adarre goude marv e eil pried, a zimezas ganti en e lec'h e 1560.

Teir maouez all a voe kinniget d'ar priñs neuze: Mari Stuart; Marc'harid Valois, merc'h yaouankañ Herri II; hag Anna Aostria, ur geniterv dezhañ, merc'h da impalaer Aostria.

E 1565 e oa da zimeziñ Anna Aostria (1549-1580), merc'h d'an Impalaer santel Masimilian II an Impalaeriezh Santel; e dad avat a enebas, ha dre ma oa intañv adarre, a zimezas d'ar briñsez adarre, en 1570.

E varv

kemmañ

En 1562 e tapas Carlos ul lamm er skalieroù, ma voe gloazet e benn. Saveteet e voe e vuhez gant un trepanadur a voe graet gant ar medisin Andreas Vesalius[2]. Goude an abadenn-se e teuas Carlos da vout gouez ha da gaout barrioù trumm.

Kasoni a vage ouzh Dug Alba, a voe lakaet e penn armeoù Felipe en Izelvroioù, ur garg a oa bet prometed da Garlos. En 1564 e lakaas Felipe II e nized, an arc'hduged Rodolf hag Ernst Aostria, da zont da Spagn, evit aozañ ganto penaos e oa da ren e Stadoù, diwar-goust e vab Carlos eta, a gave d'ar roue ne oa ket gouest da ren. Droug a savas e Carlos neuze, hag e 1567 e reas emglev gant emsavidi an Izelvroioù, o doa kemeret an armoù a-enep e dad, hag e prometas kemer penn o arme. Felipe II a hañvalas krediñ en doa Carlos iriennet a-enep dezhañ.

Bac'het

kemmañ

E Genver 1568 e lakaas ar roue Felipe herzel ha bac'hañ anezhañ. Kondaonet e voe gant lezvarn an Iliz.

Mervel a reas c'hwec'h miz goude e varvas en e vac'h e 1568[3] ; lod a lavar e oa dre ma chome hep debriñ, re all dre ma voe kontammet war urzh ar roue, evel ma lavaras gwilherm an Tavedeg en e Apology, ur flemmskrid embannet e 1581 a-enep roue Spagn[4] Istorourien zo a gav bremañ e varvas Don Carlos dre ma ne zebre ket er vac'h, ma treutaas, ha ma'z eas e yec'hed da fall, abalamour ma tebre re ha ma yune a bep eil.[5].

El lennegezh

kemmañ
 
Don Carlos, gant Schiller.

Meur a oberenn zo bet skrivet diwar-benn istor Don Carlos Spagn :

Notennoù

kemmañ
  1. Parker p. 91
  2. Parker p. 88
  3. Parker pp. 90, 92
  4. Parker pp. 92–93, 201
  5. Parker p. 92