Giuseppe Verdi
Giuseppe Fortunino Francesco Verdi (9 pe 10 a viz Here 1813 e-kichen Busseto - 27 a viz Genver 1901) a oa ur sonaozour italian eus ar skol romantel. Brudet eo e c'hoariganoù: La Traviata, Nabucco, hag all.
Giuseppe Verdi
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Italia |
Anv e yezh-vamm an den | Giuseppe Verdi |
Anv-bihan | Giuseppe, Fortunio, Francesco |
Anv-familh | Verdi |
Deiziad ganedigezh | 10 Her 1813 |
Lec'h ganedigezh | Le Roncole |
Date of baptism | 11 Her 1813 |
Deiziad ar marv | 27 Gen 1901 |
Lec'h ar marv | Milano |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
Lec'h douaridigezh | Casa di Riposo per Musicisti |
Pried | Margherita Barezzi, Giuseppina Strepponi |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Yezh implijet dre skrid | italianeg |
Micher | sonaozour, penn laz-seniñ, skrivagner, politiker |
Tachenn labour | art music, sonerezh, C'hoarigan, conducting, Politikerezh |
Karg | member of the Chamber of Deputies of the Kingdom of Italy, senedour eus Rouantelezh Italia |
Bet studier da | Vincenzo Lavigna, Ferdinando Provesi |
Deroù ar prantad labour | 1830 |
Strollad politikel | Historical Right |
Relijion | Roman Catholic |
Benveg sonerezh | Piano |
List of works | list of compositions by Giuseppe Verdi |
Luskad | Romantic music |
Ezel eus | Royal Swedish Academy of Music |
Perc'henn war | Villa Verdi |
Tachenn | sonerezh klasel, C'hoarigan |
Lec'hienn ofisiel | http://www.verdi.san.beniculturali.it |
Deskrivet dre | Portrait of Giuseppe Verdi, Statue of Giuseppe Verdi |
Oberennoù zo en dastumad | Procuratoria di San Marco musical archive |
Rummad tost | Category:Compositions by Giuseppe Verdi |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Tost e oa e galon ouzh ar Risorgimento, al luskad unvaniezh Italia, ha diskouezhet e voe kement-se gantañ en e c'hoariganoù kentañ. A-feur ma teue a-benn da vezañ brudet ha pinvidik e oa kroget da labourat nebeutoc'h war ar sonerezh ha da glask bezañ perc'henner-douaroù en he rannvro ganedigezh. Distro e oa memestra e bed ar sonerezh, gant berzh gant an opera Aida (1871). Teir oberenn veur a vo c'hoazh e Requiem (1874), operaioù Otello (1887) ha Falstaff (1893).