Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn
Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Ur Gwallzarvoud eus gwazhied an Empenn (GGE) a c’hoarvez gant ur fourgas trumm eus gwazhiadur ul lodenn eus an empenn. Bez e c’hell bezañ ur wazhienn kas stanket pe darzhet. En daou zoare-se e vo trubuilhet mont en dro an empenn, ha neuze hini ar c’horf rak eñ eo a ro an urzhioù.
Iskevrennad eus | cerebrovascular disease, neurological symptom, general symptom |
---|---|
Lec'h | human brain |
Dibarder mezegel | neurologiezh, neurosurgery |
Medical examination | ROSIER scale, Orpington Prognostic Scale |
Louzoù | pentoxifylline |
Anatomical location | human brain |
Risk factor | butuniñ |
Anaouder WordLift | http://data.medicalrecords.com/medicalrecords/healthwise/stroke_3, http://data.medicalrecords.com/medicalrecords/healthwise/stroke |
ICPC 2 ID | K90 |
ID en Thesaurus NCI | C2938, C3390 |
Penaos e c'hoarvez ur GGE
kemmañEvit ober war-dro e gargoù disheñvel en deus ezhomm an empenn eus dioksigen hag energiezh. Hogen ne c’hell ket berniañ ar sustañsoù energiezh. Bez eo neuze kefridi ar gwad pourveziñ anezhañ e nutriantoù (evel ar glukoz) ha dioksigen. War-dro ur c’hard eus ar gwad a zeu eus ar galon a zo kaset d’an empenn. Ma c'hoarvez ur GGE iskemek e vo paouezet red ar gwad neuze ne c’hello ket mui pourvezañ sustañsoù (dioksigen, glukoz, na nutriantoù all) d’ar c’helligoù nervennel. Hag int ne c’hellont ket chom bev ma n’eo ket adkempennet red ar gwad en un nebeud munutennoù. Ma c'hoarvez ur GGE diwadek e vez moustret ar melpenn dre ar bloñsadur kiriek eus distruj ha nann-mont endro ar c’helligoù nervennel.
Stummoù disheñvel ar GGE
kemmañBez ez eus 3 stumm GGE bras: bez e c’hell ur wazhienn kas bezañ stanket gant ur bouloudenn wad, ur wazhienn e-barzh an empenn a c'hall bezañ torret pe c’hoazh ur wazhienn kas o erruout en empenn a c'hall bezañ torret.
Gwazhienn kas stanket (GGE iskemek)
kemmañAr stumm-se eo an hini boutinañ (80% eus ar GGE). Ur bouloudenn wad a c’hell sevel e-barzh ur wazhienn; da skouer gant gwazhiennoù treutaet dija gant lizoù druz. Neuze abalamour d'ar bouloudenn wad (anvet Trombus) ne c’hello ket mui tremen ar gwad enni, ar pezh a zegaso un distrujadenn eus ar c’helligoù nervennel (lodenn anvet infarktus empennek).
Pe bez e c’hell bezañ ur bouloudenn wad savet en ul lec’h all er c’horf ha zo en em distaget a-raok bezañ kaset gant nerzh red ar gwad, hag a zeu goude da stankañ ur wazhienn en empenn. Ar wazhienn stanket a vir ouzh ul lodenn eus an empenn da resev e gementad gwad ret.
Ur wazhienn kas tarzhet en empenn (GGE diwadeg perimelpennel)
kemmañOber a ra ur c'holl gwad en empenn. Mont a ra d'ober 15% eus ar GGE. Ur wech ma'z eo tarzhet ar wazhienn e tiver ar gwad en ul lodenn vras pe vihan en empenn. Ar pezh a zegas ur voustradenn eus an empenn hag a vo stroñset.
Ur wazhienn kas tarzhet o erruout en empenn (GGE Diwadeg en empenn)
kemmañAr seurt koll-gwad a ya d'ober ar 5% all eus ar GGE. Ar wech-mañ pa darzh ar wazhienn ez a kuit ar gwad e-barzh lec’hioù eus toagenn an empenn, da lavaret eo al lec’h etre an empenn hag ar c’hlopenn. Pa c’hoarvez e vez 60% anezho hag o deus ur freg anevrism (distummadur eus speurenn ar wazhienn-kas a c’hell terriñ).
Arouezioù ar GGE
kemmañArouezioù pouezus zo a-benn gallout anavezout ur GGE ha ma vez merzet kement-mañ, petra a c'heller ober.
An arouezioù pennañ
kemmañ- Seziz: Falladenn trumm ha kreñv eus ur c’hostez eus ar c’horf.
- Kempouez: Diaesamantoù da chom war-zav, santimant gwelet unan mezv.
- Gweled: Ar sell o teñvalaat, bez e c’hell ar c'hlañvour mont betek dont dall; bez e c’hell ivez kaout ur gweled doubl.
- Komz: Diaesamantoù da gomz, gant gerioù digomprenus a-wechoù. Ar c'hlañvour a c'hell dont mut zoken.
- Poan benn: Poan-benn trumm, kreñv ha divoaz gouzañvet gant ar c'hlañvour.
Petra ober pa vez eus an arouezioù-se
kemmañUr wech merzet unan pe meur a unan eus an aouezioù-se ez eo ret pellgomz diouzhtu d’ar SAMU, rak, d’ar mare-se, pep munutenn a zo pouezus. Ar buanañ e vo kemeret e karg ar c’hlañvour, an nebeutañ a labezadoù en empenn en devo, da lavaret eo ivez nebeutoc’h a heuliadurioù.
A-wechoù an arouezioù a c’hell bezañ gwelet pe santet e-pad ur pennad amzer berr nemetken, munutennoù pe eurvezhioù. Ret eo kemer anezho e kont memes tra, ha pellgomz diouzhtu d’ar SAMU. War-dro 30% eus ar GGE o deus arouezioù berr evel-se a-benn diarbenn, hag an aliesañ n'int ket kemeret e kont.
Devouder gant riskloù
kemmañBez ez eus meur a devouder a laka ar riskl GGE da greskiñ ; setu da heul ar reoù vrasañ anezho.
- An oad: Un wech tremenet 50 bloaz e toubl ar riskl pep renkad 10 bloaz.
- Ae reizh: Ar baotred o deus ur riskl un tammig brasoc’h da gaout ur G.G.E. eget ar merc’hed. Hogen ur GGE evit ur vaouez en deus muioc’h a riskl da vezañ lazhus.
- Ar glad genetek: An dud gant gwrizioù Afrikan-hag-Amerikan hag an Hispaneg o deus muioc’h a riskl da gaout ur GGE abalamour d’o regas gwad.
- GIB (Gwallzarvoud Iskemek Berrbad): An dud o deus dija bet ur GIB o deus muioc’h a riskl da gaout un eil hini.
- Ar butun: Gant ar butun e teu da vezañ kaletoc’h ar gwazhiennoù-kas ha tevoc’h ar gwad neuze gwad ar vutunerien a gaouled aesoc’h. Hogen ur bloaz goude bezañ paouezet butuniñ ar riskl kaout ur GGE a zikresk eus 50%; ha 5 bloaz war-lerc’h eo heñvel hag unan n’en deus morse butunet.
- Ar boeson: soñjal a reer e vezer gwarezet diouzh ar c’hleñvedoù kalon hag ar GGE gant ur bevezadur boeson reoliek ; hogen ur bevezadur boeson re vras a liesa a riskloù.
- An hêrelezh: Bez ez eus ur riskl bihan evit ar familh tost da gaout unan d’o zro.
- Teuc’hiñ: Evit ar GGE evel evit leun a gleñvedoù all an teuc’hiñ a lies a riskl. Bez ez eus ivez devouder liammet gant an teuc’hder hag a lies ar riskl-se.
- Ar gwask gwad: An dud o deus ur gwask gwad uhel a zo kizidik hag e c'hallont tapout ur G.G.E. diwadek. Arvarus eo kaout ur red gwad a-us da 140/90.
- Ar c'holesterol: Re a golesterol fall a ro riskloù da gaout ar c’hleñved-se.
- Kleñved ar sukr : Pa ‘vez diabet gant ar c’hlañvour, e vez brasaet ar c’hizikadur da gaout ur G.G.E..
Louzaouiñ ha diarbenn
kemmañE-penn kentañ ar GGE e vez roet ul louzoù a-benn ma teuzfe ar bouloudenn wad ha ma vefe tu d’ar gwad tremen en-dro. Al louzaouenn-se zo anvet "Actilyse" e Bro-C'hall, ha ne c’hell bezañ roet nemet en ospitalioù. An amzer a-benn reiñ al louzaouenn-se a zo berr-tre, erbedet eo reiñ anezhañ e korf an 3 eurvezh goude an arouezioù kentañ. An "Actilyse" a zo efedus-kenañ, ha 40% eus an dud o deus kemeret anezhañ a oa pareet 3 miz war-lerc’h. Ar buanañ vo distanket ar wazhienn, ar gwellañ e vo an daspunadur.
Goude ur GGE ez eo ret diwall a-benn ne c’hoarvezfe ket un eil pe un dagadenn kalon (infarktus eus ar miokard).
Ar riskl da ober un eil GGE a zo eus 5-10% dre vloavezh. Ar riskl da gaout un dagadenn kalon a zo eus 2% dre bloavezh 5 bloaz goude bezañ graet ur GGE; 25% eus ar glañvourien o deus graet unan all, 10% anezho o deus bet un infarktus eus ar miokard. Ha reoù all ‘zo marvet eus gwallzarvoudoù e gwazhied all.
Ar riskloù-se a c’hell digreskiñ eus 80% gant ma vo heuliet pezh a lavar ar mezeg:
- Paouez a-grenn gant ar butun
- Derc'hel e red gwad dindan 14/9 cm Hg (140/90 mm Hg)
- Kaout ur c'holesterol fall (cholesterol LDL) dindan 0,7 g/l
- Bezañ louzaouet a-enep ar pouloud (nemet goude an diwadadenn eus en empenn)
- Bezañ louzaouet a-enep an diabet
Goude ur GGE
kemmañUr wech m’eo teuzet ar bouloudenn ez eo ret klask broudañ ar c'horf ar muiañ a c'haller a-benn adpakañ holl e varregezhioù: bale, implij pep lodenn eus ar c’horf, komz, gwelet,… Forzh peseurt derez adpakadenn e vefe tizhet, ret eo deskiñ d’ar c'hlañvour implijout e varregezhioù diouzh an doare gwellañ, hag ober e doare na vefe ket nec’het gant e heuliadurioù. Mont a-enep e vefe diaesadurioù hag a c'hrevuso an heuliadurioù.
A-wechoù eo talvoudus e teufe ar mezeg, an addiorroer; ar c'hineziterapeut, an ergoterapeutour, an ortofonour ha reoù all. Ar memes pal zo ganto : reiñ e du d'ar c’hlañvour da vezañ emren.
Liammoù diavaez
kemmañ- Tu zo d'ober ur c'hQuizz a-benn gwelet e gizidigezh ouzh ar GGE war lec’hienn: “SOS – attaque cérébrale”
- Al lec’hienn-mañ zo meret gant ur gevredigezh evit kenderc’hel d’ober enklaskoù diwar-benn ar GGE ha kelaouiñ an dud diwar-benn ar c’hleñved-se.