Lun
7
a viz Here
2024

Demat,
Kont Lise Diwan eo ar gont-mañ. Krouet eo bet gant Implijer:Y-M D hag Implijer:Lomigbad.
Krouet eo bet evit ur raktres a zo kinniget deoc'h amañ da heul.
Trugarez



Raktres Lise Diwan

kemmañ

Kenrener eus al Lise Diwan on (ma c'hont a zo Implijer:Lomigbad).
Degouezhet el Lise Diwan o deus an eilvedidi da sevel un teuliad e brezhoneg evit an ADED (Arnodenn Dibenn an Eil Derez). Kinniget em eus da skipailh al Lise e vefe savet ur pennad diwar-benn un dra hag a entan anezho ha kement-mañ a c'hellfe bezañ graet war Wiki. Ar pennadoù-se a vefe e stumm pennadoù wiki (ha n'eo ket e doare un teuliad) evit ma klotfe gant raktres an holloueziadur. Skoazellet a vefe al liseidi gant wikipedourien al Lise (implijerien anezho, Y-M-D en o zouez) ; war evezh-bras e vefemp evit ma ne vefe ket treuzimplijet ganto.
Graet e vefe war-dro ar pennadoù-se evel ar re all met goulenn a rafen diganeoc'h ouzhpennañ ur gerig evit displegañ ar c'hemmoù a rafec'h ; kement-mañ a servijo din evit priziañ anezho.
87 implijer ouzhpenn a vefe e-pad ur mare war anv Implijer:Lise Diwan ar pezh a rafe 87 pennad bras ha klok (normalamant), a rofe lorc'h enno, a c'hellfe lakaat entan enno da genderc'hel gant ar raktres ha da implijout muioc'h an danvez a zo enni... Gortoz a ran ali implijerien Wiki. --Lise Diwan 15 Kzu 2009 da 20:52 (UTC)

  • Gallout a rit reiñ ho ali en davarn : [1]