Lise Diwan
Salud, Lise Diwan, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Lise Diwan. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
Evit sikour
kemmañAmañ da-heul e kavoc'h pajennoù dedennus a c'hellfe sikour ac'hanoc'h.
- An daolenn a-us a zo talvoudus evit ar re a zo o kregiñ gant Wikipedia (Reolennoù,displegadennoù, sikour...)
- Wikipedia:Degemer mat, an degemer er Wikipedia
- Wikipedia:Fazioù stankañ, ar fazioù a vez graet alies er Wikipedia e brezhoneg.
- Skoazell:Kammedoù kentañ, evit deskiñ implij Wikipedia
- Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, evit deskiñ penaos kemmañ ur bajenn
- Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu, evit ar reolennoù neptuegezh
- Wikipedia:Gwirioù aozer (Copyright), evit lenn ar reolennoù embann er Wikipedia
- M'ho peus goulennoù savit anezho en davarn pe kit war-eeun e darempred gant implijerien (Y-M D da skouer)
Savet eo bet ar skoazell-se gant Y-M D
Titouroù all
kemmañ- An elfenn da heul a zo da lakaat e penn uhelañ ar pennad a grouoc'h.
{{Raktres Lise Diwan}}
- Setu an disoc'h :
Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Difaziet ar pennad. Ar cheñchamanoù a c'hallit gwelout e pajenn istor ar pennad. A galon. --Ex-Smith 9 Meu 2010 da 12:26 (UTC)
Marteze e vefe furoc'h chom hep embann pennadoù evel-se. Gwelloc'h gortoz e vefent gwellaet. --Ex-Smith 9 Meu 2010 da 12:48 (UTC)
- Na rez ket biloù kenderc'hel a ra fenoz ha moarvat e vo klokoc'h ha propoc'h dre m'o do komprenet gwelloc'h. A galon --Y-M D (kaozeal) 9 Meu 2010 da 16:59 (UTC)
Binoù-kozh ha poltred
kemmañDiverkit ar skeudenn ma weler splann logo Ouest-France. --Ex-Smith 10 Meu 2010 da 17:05 (UTC)
Un nebeud traoù reizhet er brezhoneg : sellit ouzh [1]. "Kenstrivadeg" eo ar ger evit "concours", diwar ar verb "strivañ" ha n'eo ket diwar "skrivañ". A galon, --Llydawr 12 Meu 2010 da 22:08 (UTC)
Aesoc'h e vo ober gant ar patrom : {{Infobox Film}}. A galon. --Yun (kaozeal) 13 Meu 2010 da 20:49 (UTC)
Gerig digant ur merour
kemmañUn dra vat eo evel-just kaout youl vat ha c’hoant da reiñ lusk d’ur raktres ken talvoudus hag hemañ dre genlabourat hag ur mennozh mat ivez klask labourat a-stroll evit sevel pennadoù a-feson. Ret o diwall avat rak lakaat ar raktres en arvar: diouzh un tu dre implijout skeudennoù gwirioù aozer gante, difennet groñs hervez lezenn hag ivez hervez reolennoù diazez ar pep wikipedia,. Hemañ en o zouez; hag ivez dre diwall da sevel pennadoù ar gwellañ mar c’heller, rak p’en em gav un implijer/ez bennak dirak meur a bennad fazioù yezh stank pe stankoc’h enne e krog da goll fiziañs er raktres an e bezh. Erbediñ a ran ac’hanoc’h , neuze, evel merour ha bureviad m’az on, paouez da eilañ skeudennoù gante gwirioù-azer war ar raktres evit gallout o enbarzhañ e pennad pe bennad ha klask reizhañ ar fazioù yezh a-raok embann ar pennadoù war ar raktres. Un dra vat e vefe ivez mont da deurel ur sel ouzh ar reolennoù diazez, rak reolennoù ez eus ma rank an holl pelagañ oute. A galon, Neal (Kaozeal) 14 Meu 2010 da 12:08 (UTC)
- A-du ganit. Me ha Implijer:Lomigbad eo a vez o kas ar raktres ha lavaret on eus kement-mañ dezho meur a wech, hag adlavaret e vo dezho. Evit ar yezh ivez eo bet displeget dezho, met pa raer ur fazi ne verzet ket dre ret. Evit diskoulmañ ar c'hudennoù-se e vo graet ganeomp ul labour reizhañ an traoù goude-se. Ha dre ma 'z eo ul labour notennet evito e vo kemeret e kont an traoù-se ivez. --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 12:19 (UTC)
- Evel merour e c'houlennan ivez ma vo paouezet diouzhtu. N'ouzon ket piv a vo kalonek a-walc'h evit reizhañ. N'eo ket fazioù bihan a gaver. Testennoù' zo a zo koulz lavaret dibosupl da gompren. Anat eo ne sell ket an dud ouzh ar bajenn ma kaver ar fazioù stankañ ha penaos reizhañ anezho. Ma kendalc'h evel-se e vo digalonekaet meur a genlabourer. --Ex-Smith 14 Meu 2010 da 12:33 (UTC)
- Ma c'hellan da frealziñ en ur lavaret dit e vo klozet gant ar raktres fennoz. Eus an tu all ne savan ket a-du ganit war ur poent, ne welfen ket perak e vefe digalonekaet kenlabourerien gant ar raktres-se, n'o deus nemet chom hep ober war-dro. Evel ma 'm eus displeget meur a-wech dija e vo graet ganeomp al labour reizhañ ha framm, hag aesoc'h e vo evidomp dre ma c'hellimp goulenn ganto. Ar pezh a chal ac'hanon a zo ar skeudennoù hag al live yezh tra ken, ar peurrest a seblant din bezañ aes d'ober. Kerkent a warc'hoazh e krogin gant ober un tamm kempenn evit gwellaat ar c'hinnig. --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 13:24 (UTC)
- Ha reizhet e vez ar pennadoù a-raok o embann neuze? gant piv 'ta? Fazioù splann a gaver a linenn da linenn. Digalenekaet e vez an dud o lenn anezhe rak pa vez re a fazioù e teu ur pennad re diaes da lenn (n'eus ket nemet klask hen ober gant ur yezh all estreget ar brezhoneg...) ha re stank ar fazioù hag e meur a bennad evit gallout o reizhañ holl. Gwir eo e faziomp an holl, bet pa vez ken stank all ar fazioù e vez lakaet diaes meur a hini pa lennont ar pennadoù ha divrud e kas war ar raktres-holl. Dre ma vo lakaet diwezh d'ar raktresig-se fennoz, kement hag ober diouzhtu, kea, a-raok degas meur a bennad all enne fazioù a-leizh. A galon, Neal (Kaozeal) 14 Meu 2010 da 16:06 (UTC)
- Me ne zivizan netra, Lomigbad eo a zo e penn, me 'zo kentoc'h e karg eus ar mont en-dro. N'eo ket bet reizhet o labour en a-raok, unan eus ar palioù a oa ivez o defe da verañ o labour en un doare emren, marteze n'o deus ket komprenet mat, alas. Evel ma 'm eus lavaret meur a-wech e raio Lomigbad war-dro ar reizhañ ha me war-dro ar frammañ, neuze n'eus abeg ebet evit bezañ chalet. Me n'on ket evit krediñ e vo kaset divrud d'ar raktres gant ar pennadoù-se, n'eo ket sot an dud, ha merket eo splann ez eo ar raktres o vont en-dro ha dre-se n'eo ket echu al labour. Dipitus e kavfen terriñ al lusk a zo gant al liseidi. Ouzhpenn-se e vo talvoudus forzh pegement al labour-mañ evit Wikipedia pa 'vo ket kempennet. --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 16:16 (UTC)
- Brav eo ar raktres ha normal eo e savfe kudennoù pa eo ar wech kentañ e vez kaset da benn. Pa vo echu gantañ e vo aezetoc'h renabliñ ar c'hudennoù zo bet. D'am soñj zo un dra a vo mat displegañ sklaer d'al liseidi a gemer perzh ennañ : n'o deus ket da ziverkañ pennadoù diouzh ar wikipedia evit plantañ o re (s.o. Roger Federer, Krank, Gouren...). Marteze vo mat, a-raok na grogfent ganti, renabliñ ar pennadoù emaint e soñj da sevel ha gwiriañ n'eus ket anezhe c'hoazh.--Gouerouz 14 Meu 2010 da 16:26 (UTC)
- Laouen o lenn da gemennadenn. Displeget e vo sklaer tout-se dezho, ha kerkent warc'hoazh. Merzet 'm eus ivez e oant bet techet da ziverkañ ar pezh a oa a-raok, displeget 'm boa dezho padal, ar riskl eo atav, met pa 'rin war-dro frammañ an traoù ec'h adlakain ar pezh tennet ma 'z eo talvoudus. Ganin ez eus ur roll eus ar pennadoù o deus soñj sevel, met lod a cheñch ali hep lavaret tra ebet (kavet 'vez ar pennadoù graet ganto amañ : Rummad:Raktres Lise Diwan. Aotreet eo bet ganeomp e rafent war-dro ur pennad keit ha ma ne oa ket kalz tra ebarzh. Evit talvoudekaat ar raktres ar muiañ posupl e vo klasket displegañ dezho ar fazioù pennañ bet graet ganto hag ar reolennoù n'o deus ket doujet outo (copyright...). A galon --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 16:36 (UTC)
- Splann eo a rankimp gwellaat ar mont-en-dro (ma vefe c'hoazh) ha splann ivez e vo ur sapre labour reizhañ ha frammañ kement. Kemenn a rin d'al liseidi chom a-sav gant o fennad keit ha ma ne vo ket renket pep tra ; Kaset e vo al labour-se war-raok adalek warc'hoazh ha echuet pa grogo vakañsoù an HollSent. Deus ma zu (kelenner) on bet laouen-flamm o welet krennarded reiñ kement a nerzh hag a dalvoudegezh d'o skridoù en ur c'houzout e vefe tud all, dianavezet ganto, o sellet outo. Liseidi a live yezh disheñvel a zo bet perzh, reoù aes dezho ha reoù all gant muioc'h a ziasterioù ; n'on ket spontet gant ar fazioù a reont met mantret a vefen ma ne dennfent ket gounit diouzh an evezhiadennoù a vefe graet dezho. Trugarez d'an holl evezhiadennoù ho peus graet ouzhomp hag outo, pouez o deus. A galon.--Lomigbad 14 Meu 2010 da 20:07 (UTC)
- Un dra vat eo kaout youl vat evel-just, met n'eo ket trawalc'h. Talvezout a c'hell ar wikipedia evit benveg-deskiñ a dra sur, met n'eo ket ul lec'h evit deskiñ brezhoneg avat, ha rankout a reer klask reizhañ ar pennadoù a-raok o embann rak n'eo ket anezhañ ur raktres diabazrh evit al liseido o-unan met ur raktres evit an neb a fell dezhañ klask titour e brezhoneg. Ur gwir arvar eo sevel meur a bennad enne fazioù a-leizh rak divrud e degas war ar raktres: c'hoarvezet eo dija, ha deuet eo e darempred ganin tud evit klemm. Ur raktres brav a dra sur, met ne vije ket falloc'h lakaat ar re a fell dezhe kenlabourat warnañ (n'eus forzh piv e vefent) teurel ur sellig war ar pennaennoù hag ar reolennoù mont-en-dro diazez da gentañ. Neal (Kaozeal) 15 Meu 2010 da 07:38 (UTC)
- Un taol-esae eo hag a zo bet brav evit tuoù zo, da wellaat groñs evit tuoù all. Pep tra a vo adwelet, reizhet ha tennet diouzh an ezhomm. Netra ken na vo embannet ganeomp a-raok ma vefe lakaet hoc'h evezhiadennoù da dalvezout.--Lomigbad 15 Meu 2010 da 08:24 (UTC)
- M'ez eus anezhañ un taol-esae hepmuiken e vefe gwell chom hep embann anezhañ neuze, kea? N'eo ket ar wuikipedia ul lec'h evit pleustriñ war ar yezh. Neal (Kaozeal) 15 Meu 2010 da 09:45 (UTC)

Difaziañ
kemmañLenn em eus uheloc'h n'on ket spontet gant ar fazioù a reont met mantret a vefen ma ne dennfent ket gounit diouzh an evezhiadennoù a vefe graet dezho. D'am soñj n'haller ket lavarout gwelloc'h.
N'en deus ket gortozet Yann Difazier donedigezh hini pe hini evit ober e labour abaoe bloavezhioù met ne ra nemet pezh a c'hall. Hag a zalc'ho d'ober ma ne deu den d'ober fae war e labour. Bianchi-Bihan 15 Meu 2010 da 09:53 (UTC)
- A-du ganeoc'h.--Lomigbad 16 Meu 2010 da 09:15 (UTC)
Fondasion?
kemmañSalud. A-raok implijout ger-mañ-ger eo mat sellet ouzh ar geriadurioù, ha meur a hini. Ar gerioù fondasion, mouvamant... a zeu war-eeun eus ar galleg ha kavet e vezont sur 'walc'h e geriadur Frañsez Favereau. Gerioù all a zo e brezhoneg evit lavar ar memes tra, ha kavet e vezont e geriadurioù all. Marteze e vije gwell implijout gerioù all. Un ali eo nemetken. A galon.--Gwendal 15 Meu 2010 da 18:36 (UTC)
- A-du penn-da-benn. Neal (Kaozeal) 16 Meu 2010 da 07:52 (UTC)
Demat, c'hoant an befe awalc'h da zifaziañ ar pennad-mañ ha lakaat krochedoù evit krouiñ liammoù gant pennadoù all evel Matt Groening, met n'ouzon ket ha tu zo cheñch ur pennad a zo e framm ho raktres Lise Diwan. Ha tu zo? A galon. --Arko 25 Mez 2010 da 17:46 (UTC)
- Gellout a rez reizhañ traoù a kemmañ ar pennad digudenn. Ar pezh a c'houlennfemp ganit (ma c'helles) a zo lakaat un evezhiadenn bennak diwar benn ar pennad hag al labour bet graet, er bajenn kaozeal. A galon --Y-M D (kaozeal) 26 Mez 2010 da 21:28 (UTC)