Frañsez Favereau

Frañsez Favereau, pe Francis Favereau hervez e anv ofisiel, ganet d'an 21 a viz Mezheven 1948 en Plelin-Tregavoù (Aodoù-an-Arvor), a zo ur geriadurour, yezhoniour ha skrivagner brezhonek ha gallek.

Pa voe skolveuriet war ar saozneg en 1971 ez eas da lise publik Karaez da gelenn. Goude ez eas da Wengamp da gelenn brezhoneg, eus 1982 da 1989. Kelenner war ar yezh hag al lennegezh vrezhonek, rener an unvez klask "Brezhoneg - Keltieg" en Skol-Veur Breizh-Uhel Roazhon 2 abaoe 2002.

Stourm politikelAozañ

En e yaouankiz e voe ezel eus ar strollad politikel Emsav Stadel Breizh, betek 1969. D'an 8 a viz Kerzu 1968 e voe prezegenner da-geñver un devezh-studi e galleg aozet gant Kelc'h Debauvais e Roazhon, a-gevret gant prezegennerien all evel Youenn Olier[1].

Goude se e kemeras perzh er strollad politikel EBV.

Kenlabouret en deus gant ar gelaouenn Imbourc'h, renet gant Youenn Olier :

  • Niv. 14, C'hwevrer 1971 : Ar gleizelourien ha ni
  • Niv. 20, Eost 1971 : Roll ha lec’h an devezhioù-studi
  • Niv. 21, Gwengolo 1971 : Adsav (troet diwar ur skrid gant Emyr Llewelyn)
  • Niv. 62, C’hwevrer 1975 : Lizhiri e sigur ar skritur.

Anvet e voe da gelenner saozneg, ha kaset da Garaez. Eno e kenlabouras gant UDB. Ezel eus Unvaniezh Demokratel Breizh eo bet, ha kenlabouret en deus gant ar gelaouenn Pobl Vreizh[2]

OberennoùAozañ

GeriadurioùAozañ

Romantoù brezhonekAozañ

StudiadennoùAozañ

  • Anthologie de la littérature de la langue bretonne au XXème siècle - tome 1, 2 et 3, 2002, 2003 ha 2005, emb. Skol Vreizh
  • Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved - levrenn 1, 2 ha 3, 2002, 2003 ha 2008, emb. Skol Vreizh
  • Breton literature and writers since 1945, 1992 emb. Skol Vreizh
  • Lennegezh ar brezhoneg abaoe 1945, 1991 emb. Skol Vreizh
  • Littérature et écrivains bretonnants, 1991 emb. Skol Vreizh
  • Littérature et écrivains bretonnants depuis 1945

YezhoniezhAozañ

  • Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ - Grammaire du breton contemporain, 1997 emb. Skol Vreizh

SokiologiezhAozañ

  • Breizh a-vremañ : hor sevenadur, hor yezh, hor breizhadelezh. Skol Vreizh, 2005
  • Bretagne contemporaine : Langue, Culture, Identité , Skol Vreizh, 1993, ademb. 2005

Dornlevrioù deskiñAozañ

  • Etre dec'h hag arc'hoazh 1987 emb. Skol Vreizh

TroidigezhioùAozañ

NotennoùAozañ

  1. Danevellou obererezh, Emsav niv. 25, Genver 1969, p. 12
  2. T. Kernalegenn ha R. Pasquier, L’Union démocratique bretonne: Un parti autonomiste dans un État unitaire, p. 191.