Stefan Moal
Stefan Moal, ganet d'an 21 a viz Genver 1964 e Gwenrann, zo ur c'helenner Skol-Veur breizhat bet kazetenner war an Taol Lagad war FR3 e deroù ar bloavezhioù 1990. Kentelioù war ar mediaoù a ro e Skol-Veur Roazhon 2, ha war an dielfennadur lennegel ouzhpenn. Labourat a ra e Roazhon dreist-holl met stag eo ouzh Douarnenez, al lec'h m'emañ o chom.
Stefan Moal
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg |
Micher | kazetenner |
Troet en deus e brezhoneg ul levr gallek skrivet gant ur soner roazhonat, kelenner er Skol veur.
Ezel eus an Institut Supérieur des Langues de la République Française eo, hag eus ar Conseil National des Universités ivez.
Romant
kemmañ- Pemp dorn d'ar maout, Al Liamm, niv. 357, 2006, romant polis savet asambles gant Yann Gerven, Goulc'han Kervella, Stefan Moal ha Filip Oillo.
Troidigezhioù
kemmañ- Gérard Alle, Babel hag a-dost, Baleine, 2002
- Yann Meur, Soner, Al Lanv, 2009