Gwenrann
Gwenrann | ||
---|---|---|
![]() Gwenrann gwelet eus ar paludoù-holen. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Gèraundd | |
Anv gallek (ofisiel) | Guérande | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Gwenrann (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44069 | |
Kod post | 44350 | |
Maer Amzer gefridi | Stéphanie Phan-Thanh 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Kab Atlantel | |
Bro velestradurel | hini ebet | |
Lec'hienn web | www.ville-guerande.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 16 107 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 198 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 61 m | |
Gorread | 81,44 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwenrann, pe Gwerrann, zo ur gumun eus Breizh el Liger-Atlantel.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
- Erwan Vallerie ː Uuenran, 857; in plebe Keriac, 861; Uuerrann, 865; Uueran, 876; Uuenrann, Uuenran, XIt; Guarranda, Guerrandiae, 1070; Guarranda, 1095; Guerran, Guerrandia, 1112; Garranda, 1129; Guerrann, 1160; Guerrandia, 1194; Garrandia, Guenrandia, 1252; Guerrande, 1263; Guerrandia, Guenrandia, 1330; Guenrant, 1330; Guerrande, 1343; Guerrand, 1355; Gueriande, 1414; Garande, 1450; Garande, 1451; Guerandia, Guerrandia, 1453; Anguerrande,1479[2]
GerdarzhAozañ
Gwenrann a zo ur stumm a orin lennek, diwar an henvrezhoneg Uuenrann, ennañ uuen, hag a dalvez « gwenn », « glan », « sakr », ha rann, hag a dalvez « tachenn ». E-kichen ar stumm Gwenrann e kaver ivez, koulz er yezh komzet hag er yezh skrivet, ar stumm hengounel Gwerrann. En hevelep doare hag en anvioù-lec'h all, evel Perroz (e Perroz-Hamon, Perroz-Gireg pe Sant-Ke-Perroz) ez eo aet ar strollad / -nr- / da / -rr- /. En henvrezhoneg e kaved dija ar stumm emdroet Uueran (Kartuler Redon, IXvet kantved). Ha tostoc'h deomp ez eo testeniekaet, da skouer, Guéran e-barzh geriadur Cillart de Kerampoul, Gwerann dindan pluenn Yeun ar Gow, ha Uereñn e brezhoneg ar vro.
Moarvat e ra berzh ar stumm Gwenrann en abeg ma seblant ober dave d’ar paludoù holen.
ArdamezioùAozañ
En argant e fempzeg brizhenn erminig laket 5, 4 3, 2, 1.[3]
Ardamezioù kadarnet dre reizhadur ar roue Charlez X, d'an 11 a viz Du 1829.
IstorAozañ
Feur-emglev 1365Aozañ
Feur-emglev 1381Aozañ
Roll ar sinerien
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe kumun Gwenrann e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Gwenrann. Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Gwenrann da benn Bann Gwenrann [4]. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg [5].
XIXvet kantvedAozañ
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 276 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,4 % eus he foblañs e 1911 [7].
Eil brezel-bedAozañ
- D'an 3 a viz Genver 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Gwenrann; pevar nijour a voe lazhet, ar c'hwec'h nijour all eus e baread a voe tapet gant an Alamaned [8].
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [9].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'an 18 a viz Here 2010 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
DeskadurezhAozañ
MelestradurezhAozañ
Prantad | Anv | Strollad | Karg |
---|---|---|---|
Meurzh 2001 | Jean-Pierre Dhonneur | ||
Da vezañ klokaet. |
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- François Guillemot de Villebois (1681 Gwenrann - 1760 Tartu, Estonia), besamiral rusian.
- Anne François Augustin de La Bourdonnaye (1747 Gwenrann - 1793 Dacs), beskont ha jeneral.
- Louis de Sol de Grisolles (1761 Gwenrann – 1836 Bourdel), ofisour er verdeadurezh c’hall ha diwezhatoc’h penn chouan.
- Louis François Foucher de Careil (1762 Gwenrann – 1835 Garches), jeneral rannlu e-pad brezelioù Napoleon, letanant ar roue. E anv a c’heller gwelet dindan ar Volz-Enor e Pariz.
- Gustave Clétiez (Gwerrann 1830 - 1896), ograouer, livour ha priour.
- Henri Quilgars, (Gwerrann 1877 – Penc'herieg 1937), arkeologour hag istorour. Skrivet en doa meur a bennad ha meur a levr diwar-benn glad hag istor Bro Gwenrann.
- Gustave Tiffoche (Sant-Nazer 1930 - Gwenrann 2011), priour, kizellour ha livour
- Pascal Bertho, ganet e 1964 e Gwenrann, senarioour ha treser bannoù treset.
- Denys Quistrebert, ganet e 1971 e Gwenrann, aozer bannoù treset.
- Gérard Lanvin, aktour, emañ o chom e Gwenrann.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
GevelliñAozañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Mirdi ar verc'hodenn.
- Ti ar baluderien.
- Terre de sel, mirdi, sal-diskouezadeg ha stal kevelouri ar baluderien.
- Monumant ar re varv.
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
FestoùAozañ
LennegezhAozañ
- Festival al Levr e Breizh: bep bloaz e miz Du adalek 2003
SonerezhAozañ
- Les Celtiques de Guérande (Festoù keltiek Gwenrann): aozet bep bloaz gant ar c'helc'h keltiek « Bro-Gwenrann », e miz Eost, adalek 1990
- La Voix des Orgues (Mouezh an Ograoù): sonadegoù en iliz-chabistr Sant-Albin, d’ar Gwener da noz peurliesañ, e miz Gouere hag e miz Eost, adalek 1955
- Festival Terres Blanches (Festival Douaroù Gwenn): 2005-2012
Festoù allAozañ
- La Fête Médiévale de Guérande (Fest krennamzerel Gwenrann): bep bloaz e miz Mae e-pad daou zevezh
- Fête des Métais (Fest ar Verourien): bep bloaz e miz Gouere, da vare Gouel Mari-Vadalen, adalek 1980, e-kichen ar gêriadennig "Ar Vadalen"
Pennad karAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. 1996
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Gwenrann
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn ar gumun
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 267, Kemper, Nouvelles Éditions bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014