Kersaout

kumun Aodoù-an-Arvor

Kersaout (Corseul e galleg) zo ur barrez kozh eus Bro-Sant-Maloù hag ur gumun eus departamant gall Aodoù-an-Arvor e Breizh.

Kersaout
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Anv gallaouek Corsoeut
Anv gallek (ofisiel) Corseul
Bro istorel Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Dinan
Kanton Plangoed
Kod kumun 22048
Kod post 22130
Maer
Amzer gefridi
Alain Jan
2020-2026
Etrekumuniezh Dinan Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Dinan
Lec'hienn Web (fr)www.corseul.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 223 ann. (2020)[1]
Stankter 53 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 28′ 57″ Norzh
2° 10′ 08″ Kornôg
/ 48.4825, -2.16888888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 120 m
bihanañ 13 m — brasañ 126 m
Gorread 41,74 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kersaout

Douaroniezh

kemmañ

E kanton Plangoed emañ.

  • Erwan Vallerie ː Corsult, IXvet; Corsolt, 1123; Corsot, 1124, 1163, 1184; Corsolt, 1184; Corsot, 1187; Corsout, 1259; Corsult, 1522; Corsoult, 1522; Corseul, 1630; Courseu, 1636[2]

Ardamezioù

kemmañ
  • Fanum Martis (« templ Meurzh ») e oa anv latin Kersaout gwechall. Kêr-benn ar Guriosolited e oa. Krouet e oa bet war-dro -10. War-dro an IIIe kantved pe IVe kantved, evel meur a gêr a oa penn-kêr ur bobl c'halian, e troas anv Fanum Martis en hini ar bobl c'halian orin.
  • D'ar 6 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Ju 188 D-2 kodet F6+GL eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e Kersaout gant pemp nijour en he bourzh; un nijour a varvas, douaret e voe e Huisnes-sur-Mer, departamant Manche (Bro-C'hall), tri nijour all a voe gloazet, kaset e voent d'ur c'hamp prizonidi-vrezel, ne voe ket adkavet an hini diwezhañ[8].
  • Mervel a reas seitek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Daou soudard a varvas.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
Templ Meurzh, en Haut-Bécherel,
park furchadegoù Monterfil,
park Champ-Mulon.
  • Monumant ar re varv e-tal ar maerdi, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[9].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudenn[10].

Demografiezh

kemmañ
Demografiezh
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2013
1830 1925 1955 2022 1987 1977 1900 2109
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  de Bégasson

Aotrounez la Forestrie

En argant he gefeleg en gul
  Le Bégassoux

Aotrounez Boisrolland

En glazur e zri fenn c'hefeleg en aour
  Loisel, Loaisel, Louaisel,

Aotrounez Bois-Jouan, Villedeneuf

En argant e deir moualc'henn en sabel

[11]

Brezhoneg

kemmañ
  • E-kerzh ar bloavezhioù 1930 e votas kuzul-kêr Kersaout ur gouestl evit kelenn ar brezhoneg er skolioù, diwar atiz al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES).

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Loïc Langouet, « La voie romaine Corseul-Avranches et son insertion dans le paysage », e-barzh Les dossiers du Centre Régional Archéologique d'Alet, vol. 22, 1994, p. 47-70

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. 3,0 ha3,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  5. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. (fr)Pertes Luftwaffe
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Memorial Genweb
  11. (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014