201 202 203 204 205 206 207 208 209 210
211 212 213 214 215 216 217 218 219 220
221 222 223 224 225 226 227 228 229 230
231 232 233 234 235 236 237 238 239 240
241 242 243 244 245 246 247 248 249 250
251 252 253 254 255 256 257 258 259 260
261 262 263 264 265 266 267 268 269 270
271 272 273 274 275 276 277 278 279 280
281 282 283 284 285 286 287 288 289 290
291 292 293 294 295 296 297 298 299 300

D'ar 1 Genver 201 e krog an IIIde kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 300.

Darvoudoù

kemmañ
  • Sembrouthes, roue Aksoum (Etiopia). E Decca-Mahare, lec'hiad ur santual bras, ez eus dediet ur maen koun e gresianeg e-tro an Eil pe an IIIe kantved gant Sembrouthes, ur priñs gantañ un anv gresianekaet, anezhañ Roue Rouaned an Aksoumed (kentañ meneg eus an titl impalaer)
  • Diazezet pevar eskopti e proviñs Mauretania Tingitana
  • Dizoloet ez eus un enskrivadur yuzev war ur maen bez, bloaziet eus an IIIe kantved e Abdera (Adra), e su Granada (Spagn).
  • Stroñset eo an Impalaeriezh roman gant enkadenn an IIIe kantved. Merket eo ar mare a vez graet anarkiezh vilourel anezhañ gant aloubadegoù ar Varbared, ar brezelioù diabarzh, an emsavadegoù feuls, ha disrannoù proviñsoù (Gwelet ivez Tetrarkiezh)
  • Diskar zo gant ar boblañs en Impalaeriezh roman. Rediañ a ra ar Stad hag ar berc'henned da stagañ ar gouerien ouzh o douar (stumm an trevadenniñ). E penn-kentañ e oa an drevadennerien perc'henned vihan (possessores). Soulgarget gant an tailhoù e tistaolont o gwir perc'hennañ. A-wechoù ez eont da greñvaat strolladoù ar Varbared pe ar bagadoù a vez o kantren e Galia. Peurliesañ avat e chomont war o zamm douar hag e c'houlennont gwarez (patrocinium) ur perc'henn bras. Dilezel a reont o ferc'henniezh a chom en o c'herz betek o marv, hep gellout kuitaat o zachenn.
  • 212 : Deroet eo ar geodedelezh d'an holl dud frank e Roma dre vonreizh Antoninus Constitutio Antoniniana.
  • 212-216 : Kibelldioù Caracalla
  • 258 : Lazhadeg kristenien war urzh an Impalaer Valerian.
  • Paotr Tollund, kelan bet miret en taouarc'h e Danmark. Sparlet eo bet an den. Da varn diouzh e vizied fin ne oa ket ul labourer anezhañ, un den uhel eta (dibenn IIIe kantved).
  • Meneget an Eruli (Heruled), mailhed war ar runoù, e Danmark (Jylland) e Mor Egea, dre Rusia hag ar Mor Du.

Tud dibar

kemmañ

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

kemmañ
  • Dizoloet ez eus bet e Hjortspring (Danmark) ul lestr brezel gant armoù tro-dro dezhañ : en holl 150 skoed koad, 138 beg goafioù hag 20 roched emwareziñ. Pep tra a oa e koad gant ur roeñv sturiañ en adreñv war stribourzh. Frammet e oa bet ar vag hep tach ebet gant ibiloù koad, hep gwern na kein, na ouel ebet.
  • Testeniekaet an enskrivadurioù runek kentañ (lizherenneg futhark). Amprestet e vije bet ar skritur-se gant Germaned eus kreiz an Danav digant lizherennegoù deveret eus ar skritur etruskek implijet gant pobloù zo er su d'an Alpoù. Evit ar pep brasañ ez eo epigrafek ar skritur runek. Kizellet e veze al lizherennoù er mein evit stummañ enskrivadurioù. Ne vo ket pell Germaned ar c'hevandir da zilezel an doare-skrivañ-mañ a gendalc'ho da vevañ e Skandinavia dre levezon Danmark koulskoude.
  • Unan eus merkoù an tremen eus an Henamzer d'ar Grennamzer eo implij ar barrikennoù hag ar brageier gant ar sevenadur roman .
  • E Siria ez eus stummet un doare lunedoù kentañ evit ur briñsez verrwel.