Jezuz Nazaret

(Adkaset eus Jezuz-Krist)

Jezuz-Krist, pe Jezuz a Nazaret diwar anv ar gêr ma veve, a zo un den istorel. Gwir Zen ha gwir Zoue ez eo evit ar Gristenion. Evel doue ez eo eil person An Dreinded, anvet ivez Doue ar Mab ganto ivez. Ar bersoned all a zo Doue an Tad ha Doue ar Spered Santel. Graet e vez ivez "An Aotrou" hag "Hon Salver" eus Jezuz-Krist gant ar Gristenion.

Jezuz-Krist
human biblical figure, den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHerodian Kingdom of Judea Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denישו Kemmañ
Anv-bihanYeshua Kemmañ
Anv-familhtalvoud ebet Kemmañ
Titl noblañsKing of Poland Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 BCE Kemmañ
Birthdaytalvoud dianav Kemmañ
Lec'h ganedigezhBethlehem Kemmañ
Deiziad ar marv7 Ebr 30 CE, 3 Ebr 33 CE Kemmañ
Lec'h ar marvMenez Kalvar Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvcrucifixion Kemmañ
TadJozef, Doue an Tad, talvoud ebet Kemmañ
MammMari Kemmañ
Breur pe c'hoartalvoud dianav, Jakez Kemmañ
Priedtalvoud dianav Kemmañ
Kompagnun(ez)talvoud dianav, talvoud ebet Kemmañ
Bugeltalvoud ebet Kemmañ
KarAdam, Abraham, David, Desposyni Kemmañ
FamilhTiegezh santel, Davidic line Kemmañ
Incarnation ofGod the Son, Logos Kemmañ
Yezh vammGalilean dialect Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetGalilean dialect, Biblical Hebrew, Koine Greek, arameeg Kemmañ
Kondaonet evitsedition, blasphemy Kemmañ
PenaltyKastiz ar marv Kemmañ
Tachenn labourcarpentry, Christian ministry Kemmañ
Implijertalvoud dianav Kemmañ
Kargprofed Kemmañ
Bet war ar studi etalvoud dianav, talvoud ebet Kemmañ
Annez ofisielneñv Kemmañ
Lec'h annezNazaret, Kafarnaom, Galilea Kemmañ
Lec'h labourGalilea, Jeruzalem Kemmañ
Lifestyleasceticism, turning the other cheek, Golden Rule, Via, Veritas, Vita, Son of God Kemmañ
Strollad etnekYuzevien Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
GouelNedeleg, Pask, Feasts of the Lord Jesus Christ Kemmañ
Azeulet gantkristeniezh Kemmañ
Liv an daoulagadtalvoud dianav, gell Kemmañ
Liv ar blevtalvoud dianav, blev du Kemmañ
Rumm-gwadAB Kemmañ
Kleñvedwound, wound, wound, Resurrection of Jesus Kemmañ
Komzoù diwezhañאבא, סלח להם, כי לא ידעו מה הם עשים, אמן אמר אני לך כי היום תהיה עמדי בגן עדן Kemmañ
Had as last mealbara, gwin, gwinegr Kemmañ
Oberenn heverkmiracles of Jesus, prayers of Jesus, parabolenn Kemmañ
Luskadapocalypticism Kemmañ
Ezel eusTrinded kristen Kemmañ
Bet erlec'hiet gantSimon of Cyrene Kemmañ
Tachennparable Kemmañ
Levezonet gantYann ar Badezour Kemmañ
Diskouez a raChrist Kemmañ
Studiet gantChristology Kemmañ
Hashtagchrist Kemmañ
Dezverket dresinless Kemmañ
Istorhistoricity of Jesus Kemmañ
Dedennet gantkingship of God, charity, karantez, Feiz Kemmañ
Manifestation ofdying-and-rising deity Kemmañ
Source of incomecharity Kemmañ
Narrative roletudenn-bennañ Kemmañ
Manner of inhumane treatmentSkourjezañ Kemmañ
Item disputed bydizoueegezh Kemmañ
Enebet ouzhAntichrist Kemmañ
O tougen ar groaz, El Greco, bloavezhioù 1580
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Christianity

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

Jezuz Nazaret a oa ur Yuzev eus Galilea, ganet moarvat etre 7 kent J.-K. ha 5 kent J.-K.[1], a zeuas da vezañ tost da Yann-Vadezour a-raok loc'hañ, gant un nebeud diskibled, un esped berr prezegerezh a badas etre bloaz ha daou vloaz hanter[2], e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o stoliañ an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet, kondaonet ha kroazstaget war-dro 30 e Jeruzalem e-pad gouel yuzev Pask, dindan ar prefed Pontius Pilatus[3].

Embann a ra e ziskibled ez eo dasorc'het goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar Mesiaz pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar gristeniezh da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab Doue, ar Mesiaz kaset d'an dud evit o daspren. En islam e vez graet Îsâ eus Jezuz ha unan eus ar brofeded veur eo.

Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an Ilizoù kristen, ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù juluan — abaoe ar VI kantved — ha gregorian. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat. Deuet e ar Sul da vezañ an devezh diskuizh sizhuniek da lidañ deiz e zasorc'hidigezh, ha degemeret en tu all d'ar sevenadurezhioù kristen[4]. Ar pouez en deus bet zo bras-kenañ e-keñver ar berr amzer ma oa bet o prezegiñ hag an nebeud a roudoù istorel a chom diwar e benn.

Mammennoù istor Jezuz

kemmañ

Anavezet eo ul lodenn eus buhez Jezuz gant ar Pevar Aviel dreist-holl, a gont dre beder gwech e vuhez diwar zorn pevar skrivagner. Anavezet eo ivez un tammig dre ur skivagner yuzev, ha keodedour roman, Flavius Josephus, a gomz diwar e benn e rannbennadoù zo eus e oberenn. Diskred o deus tud 'zo war ar mammennoù-se rak n'int ket dielloù skiantel er ster ma roomp d'an anv-se hiziv an deiz. Donaet ez eus bet kenañ studi buhez istorel Jezuz abaoe kantvedoù ha kantvedoù gant nouspet enklaskerien diwar ar mammennoù-se. Dreist-holl abaoe daou gantved ez eo bet diorreet ar studi-se, ha tostaet ouzh mammennoù all war an holl dachennoù (tudoniezh, yuzeviezh, arkeologiezh hag all hag all)

Jezuz evit ar gristenien

kemmañ

Evit ar Gristenien n'eo ket bet faltaziet gwirvoud istorel Jezuz-Krist hag ar pezh zo kontet er Bibl. Sur int eta ez eus bet un den o vevañ en Israel dindan an anv Jezuz an Nazaredad, hag a zo diazezer ar relijion gristen.

Hervez ar relijion gristen ez eo Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, dibabet :

  • gwir Doue ha gwir den, doue en em c'hraet den ;
  • "Salver" an dud hag "Aotroù" war un dro ;
  • Deuet e oa da zisplegañ an Testamant Kozh ha da sevel ul lezenn nevez en e lec'h, lezenn ar Garantez, rak "Karantez eo Doue" (1 Yn 4,8);
  • eil ferson an Dreinded ez eo, al "Logos", "Verb Doue";
  • mab da Vari ha Jozef e dad mager, hag ar vicher kalvez en deus graet gantañ betek e dregont vloaz ;
  • tri bloaz he deus padet "e vuhez foran" o kelenn e esbestel hag an dud hag oc'h ober sinoù ha burzhudoù ;
  • bevet en deus betek e 33 bloaz p'eo bet harzet d'ar Yaou Gambr-lid, bourreviet, barnet d'ar marv, kroazstaget ha marvet ouzh ar groaz-se da Wener ar Groaz e nebeut amzer (un nebeud eurvezhioù) ;
  • dasorc'het eo d'ar Sul (an trede deiz) evel m'en doa lavaret ;
  • en em ziskouezet eo d'e Ebestel e-pad 40 devezh goude e zasorc'h evit o c'helenn c'hoazh ;
  • savet eo d'an Neñvoù dirak e An Ebestel d'ar Yaou-Bask ;
  • emañ azezet en tu dehou da Zoue an Tad ;
  • ac'hano e teuio da varn ar re vev hag ar re vev, ha ne vo fin ebet d'E rouantelezh.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Michel Quesnel, « Jésus et le témoignage des Évangiles », in Aux origines du christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p. 201.
  2. Pierre Geoltrain, « Les Origines du christianisme : comment en écrire l'histoire », in Aux origines du christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p XVII, et Michel Quesnel, « Jésus et le Témoignage des évangiles », in Aux origines du christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p 205.
  3. Pierre Geoltrain, « Les origines du Christianisme : comment en écrire l'histoire », in Aux origines du christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p. XVII.
  4. Evit ar yuzevien ez eo an "eizhvet devezh", oc'h ober anv eus an trodroc'h hag ivez an devezh war-lerc'h ar Sabat. Lakaet e oa an devezh diskuizh-se e 321 gant Kustentin. Ne oa ket koulskoude un devezh diskuizh kristen hepken peogwir e oa ivez « devezh an heol, lidet evit an zeulerezh dezhañ e-unan » (e Brezhoneg "Sul" hag e saozneg Sunday, da skouer), s.o. Pierre Chuvin, « Le triomphe du calendrier chrétien », in Aux origines du Christianisme, éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p 541.