Bethlehem (Palestina)

Betlehem (arabeg : بيت لحم bayt lahm "ti ar c'hig" ; hebraeg : בית לחם bet lechem "ti ar bara") zo ur gêr e Palestina, e Sisjordania, lec'hiet 10 km er su da Jeruzalem, enni 25 000 annezad (er bloavezh 2000). Er gêr-se e kaver kristenien ha muzulmaned. Abaoe 1996, goude emglevioù Oslo, eo bet lakaet kêr dindan aotrouniezh ar velestradurezh palestinian. Met ar gêr a c'houzañvas kalz e-pad an eil Intifada pa z'eo bet taget meur a wech gant Tsahal.

Bethlehem gwelet diwar Iliz ar C'hinivelezh

Brudet eo peogwir ez eo lec'h ganedigezh David ha Jezuz. E-kreiz ar gêr e weler bazilikenn ar C'hinivelezh.

Gevelliñ kemmañ

Notennoù kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.