Jordania
Jordania[1], ent-ofisiel Rouantelezh hachemit Jordania, zo ur vro eus ar Reter-Nesañ lec'hiet er reter da Sisjordania hag Israel, en norzh da Arabia Saoudat, er c'hornôg da Irak hag er su da Siria.
Ur rouantelezh vonreizhel eo, hag un ezel eus ABU, eus ar C'hevre Arab hag eus Aozadur ar C'hevelerezh Islamek.
Jordania | |
المملكة الأردنّيّة الهاشميّة Al Mamlakah al Ourdouniyah al Hashimiyah Rouantelezh hachemit Jordania | |
Banniel | Skoed-ardamez |
Ger-stur broadel | الله، الوطن، الملك Allāh, al-Wațan, al-Malik An Doue, ar Vro, ar Roue |
Kan broadel | السلام الملكي الأردني As-Salām al-Malakī al-Ourdonī Peoc'h da roue Jordania |
Lec'hiadur | |
31° 00' N - 36° 00' R | |
Aozadur ar Stad | |
Kêr-benn ha kêr vrasañ |
عمّان Ammān 31° 57' N - 35° 56' R |
Yezh ofisiel | Arabeg Saozneg (gouezet gant ar renkadoù krenn hag uhel) |
Dizalc'hiezh | 25 a viz Mae 1946 |
Pan echuas al leuriadur bet roet d'ar Rouantelezh-Unanet gant Kevre ar Broadoù d'an 23 a viz Gwengolo 1922 | |
Gouarnamant | Monarkiezh vonreizhel |
Roue | Abdallah II (7 a viz C'hwevrer 1999) |
Pennmaodiern | Bisher Al-Khasawneh (12 a viz Gwengolo 2020) |
Lezennerezh | Parlamant |
Kambr uhel : | Sened |
Kambr izel : | Kambr an Dilennidi |
Douaroniezh | |
Gorread | 89 342 km² (112vet er bed) |
Douar : | 88 802 km² |
Dour : | 540 km² |
Uhelder keitat | 723 m |
Izelañ : | – 408 m (Mor Marv) |
Uhelañ : | 1 854 m (Jebel Oum ad-Dami) |
Bevennoù | 1 635 km |
Stadoù amezek | Iraq (181 km) Israel (238 km) Arabia Saoudat (744 km) Siria (375 km) Sisjordania (97 km) |
Aodoù | 26 km |
Hin | Dezerzhioù krin Glaveier er chornôg (Du-Ebrel) |
Poblañs | |
Niver | 7 930 491 (Gouhere 2014, prizadur) |
Renk er bed | 98vet |
Stankter | 88,77 annezad/km² |
Armerzh | |
KDK (US$ 2013) | 40,02 milmilion (105vet) |
FDD (2014) | 0,745 Krenn (77vet) |
Moneiz | Dinar jordanian (JOD) 1 JOD = 1 000 fil |
Andonioù The World Factbook • The Hashemite Kingdom of Jordan UNDP - Human Development Reports |
Da heul ar Brezel-bed kentañ ha freuzidigezh an Impalaeriezh Otoman, Kevredigezh ar Broadoù a leuras ar Rouantelezh-Unanet (R.-U.) da c'houarn an tamm brasañ eus ar Reter-Nesañ. E 1921 e tivizas al leuriad krouiñ ur rannvro damemren, anvet Emirelezh Treuzjordania, disrannet diouzh Palestina. E 1946 e c'hoarvezas dizalc'hegezh Treuzjordania, a droas da Rouantelezh Hachemit Jordania, renet gant ar roue Abdallah Iañ Jordania betek 1951 ha Talal Iañ eus 1951 betek e zilez e 1952.
Ar roue Hussein Iañ, a renas war-lerc'h e dad, a zeuas a-benn da gas e vro war-raok en desped d'ar gevezerezh a voe etre SUA, URSS hag an R.-U., lod Stadoù arab, Israel hag un darn vras eus poblañs Palestina.
E 1967 e rankas Jordania lezel Glann Gornôgel ar stêr Jordan gant Israel a-c'houde ar Brezel C'hwec'h Devezh. E 1988 e tilezas Hussein Iañ arc'hadur Jordania er Glann Gornôgel, da vat ha da viken. Ur feur-emglev peoc'h a sinas gant Israel e 1994.
E vab Abdallah II, a voe roue e 1999 da heul marv e dad, a gendalc'has gant an adaozoù politikel hag armerzhel, met a-c'houde an Nevezamzer Arab
a c'hoarvezas er Reter-Nesañ adalek ar bloavezh 2010 e kendalc'h Jordaniz da c'houlenn muioc'h a frankizouriezh politikel, adaozadoù er gouarnamant ha gwellaennoù armerzhel.
Abaoe miz Genver 2014 emañ Jordania e Kuzul Surentez ABU, gant ur sez dibad, evit ar predad 2014-2015.[2],[3]
Istor
kemmañE Jordania e voe ul lod eus ar c'hêriadennoù koshañ bet savet gant mab-den, ha darn eus sevenadurioù meur ar bed o deus lezet eno testenioù a c'heller gwelet hiziv an deiz c'hoazh.
Peogwir e oa tiriadoù Palestina ha Jordania ur c'hroashent er Reter-Nesañ e voent ul liamm etre Afrika, Azia hag Europa. Neuze, abaoe ganedigezh ar sevenadur a anavomp e c'hoarias Jordania ur perzh pouezus en eskemmoù etre an norzh hag ar su, ar reter hag ar c'hornôg, evel ma ra en deiz a hiziv c'hoazh.
En abeg d'e lec'hiadur kreiz e voe meur a berc'henn da diriad Jordania e-pad an Henamzer, pa voe lodennoù anezhañ en Iraq kozh dre impalaerezhioù Sumer, Akkad, Babilon, Asiria ha Mezopotamia.
O tont eus ar c'hornôg ez astennas Henegipt ar Faraoned he c'halloud hag he sevenadur betek bro ar stêr Jordan, tra ma 'z erruas an Nabateaned, ur boblad kenwerzhourien gantreat a-orin eus su Ledenez Arabia, da staliañ kreiz o impalaeriezh e su Jordan a-vremañ. En diwezh e voe lonket Jordania e sevenadurioù Henc'hres, an Impalaeriezh roman ha Persia.
Abaoe kreiz ar VIIvet kantved ez eo chomet Jordania e daouarn lies tierniezhoù arab hag islamek.
Hen Jordania
kemmañEn Henoadvezh ar maen e oa poblet Jordania dija, gant hemolc'herien-gutuilherien a heulie tropelladoù loened en o c'hlask war andonioù ha peurlec'hioù.
Glepoc'h a-galz e oa an hin d'ar mare-se, ha kompezennoù digor e oa ar pezh a zo dezerzhioù hiziv.
E-kichen kêr Al-Azraq e biz ar vro ez eus bet kavet annezioù eus Henoadvezh ar maen, ha binvioù evel bouc'hili, kontilli ha kraverezoù.
E Nevezoadvezh ar maen e voe staliet kêriadennoùigoù, a-drugarez da zonedigezh ar gounezerezh (edoù, piz, fer) ha d'an doñvadur (givri). Kreskiñ betek degadoù a viliadoù a reas ar boblañs neuze.
Adalek ar bloavezhioù 6500–5500 kt JK e kemmas hin dezerzh ar reter, pa zeuas tommoc'h ha sec'hoc'h. Ret e voe d'an dud kuitaat an dachenn-se, ha betek hiziv e pad an diforc'h etre dezerzh ar reter ha douaroù-gounit ar c'hornôg.
E dibenn ar predad (war-dro 5500–4500 kt JK) e krogas an dud da fardañ podoù pri. Hep mar e voe degaset an teknikoù-se gant sevenadurioù biz ar Reter-Nesañ, e Mezopotamia.
Er C'halkoliteg (4500–3200 kt JK) e voe teuzet kouevr evit ar wech kentañ da fardañ bouc'hili, pennoù saezhoù ha krogoù, ar pezh na lakaas harz ebet da arver ar binvioù sileks.
Tamm-ha-tamm e wanaas perzh an hemolc'h hag ar c'hutuilherezh e buhez an dud, tra ma tiorroe al labour-douar gant donedigezh ar gwinizh, an heiz, an datez, an olivez hag an doñvadur (deñved). Damheñvel ouzh buhez Bedouined hon amzer e oa buhez an dud en dezerzh dija.
E deroù Oadvezh an arem (3200–1950 kt JK) e oa kêriadennoù strewet dre an tiriad, koulz e traoñienn ar stêr Jordan ha war an uhelennoù. Un darn vat anezho e oa gronnet gant mogerioù-difenn a-benn o gwareziñ diouzh ar pobladoù kantreat a oa o vevañ er rannvro c'hoazh. Kanolioù-dour a voe kleuziet, ha stignadoù gwareziñ diouzh ar c'hrenoù-douar hag al liñvadennoù a voe savet.
Araokadennoù meur a c'hoarvezhas e sevenadurioù kêrel Henegipt ha Mezopotamia d'ar mare-se, ma voe ijinet ar skrivañ kent 3000 kt JK ; tremen mil bloavezh war-lerc'h ez erruas e Jordania, Palestina ha Siria, met testeniekaet eo ar c'henwerzh etre Jordania, Henegipt ha Mezopotamia. Kerioù kreñvaet a voe savet war an uhelioù kent bezañ dilezet evit kêriadennoù digor war ar maez. Krenoù-douar a c'hallfe bezañ an abeg da gement-se, hervez an henoniourien.
Ur c'hemm en hin ar Reter-Nesañ a c'hoarvezas ivez, gant gwrezverkoù uheloc'h ha sec'hor.
E kreiz Oadvezh an arem (1950–1550 kt JK) e fiñvas an dud a-dreuz ar Reter-Nesañ. Diorroet e voe ar c'henwerzh, blizikaet ha skignet ar sevenadur hag ar galvezoniezh. Gwellaet e voe ar binvioù hag an armoù a-drugarez d'an arem, a zo kouevr mesket gant staen. Kumuniezhoù distag a oa e norzh hag e kreiz ar vro, tra ma veve hendadoù ar Vedouined, ar Chasoued, er su. War-dro kreiz ar mare (bloavezhioù 1700 kt JK) e voe ar vro dindan veli ur vrientinelezh vilour, an Hiksosed, a zegasas kezeg, kirri-brezel hag un doare nevez da sevel mogerioù-difenn.
Gant ar faraon Thoutmose III e voe staliet Impalaeriezh Kanaan (Jordania, Palestina ha Siria) goude ur seziz a badas seizh mizvezh e kêr Megiddo e norzh Palestina (en Israel hiziv). E doare Egipt e voe meret ar vro adal neuze, peoc'h a voe, astennet e voe ar c'henwerzh betek ar broioù morkreizel.
E dibenn Oadvezh an arem e voe distrujet kalz rouantelezhioù er Reter-Nesañ ha tro-dro d'ar Mor Kreizdouar, hep mar gant moraerien deuet eus broioù Mor Egea hag Anatolia. Trec'het e voent en diwezh gant ar faraoned Merneptah ha Ramses III, met unan eus ar pobladoù-se; ar Filistined, a chomas war aodoù su Palestina etre Gaza hag Achdod, ma tegasas labour an houarn.
En Oadvezh an houarn (1200–332 kt JK) e voe teir rouantelezh nevez e Jordania : Ammon en norzh (Amman e oa o c'hêr-benn), Moab war glann reter ar Mor Marv, hag Edom er su ; d'ar mare-se hag el lec'hioù-se e c'hoarvezas an darvoudoù a gaver en Testamant Kozh. D'ar mare-se ivez e stalias an Arameaned o c'hêr-benn e Damask, kement-se holl en abeg da bouez armerzhel an hent a gase eus Arabia hag a zezouge aour, temzoù ha metaloù prizius.
Ken pinvidik e oa ar rouantelezhioù-se ma voent preizhet meur a wech gant o amezeien ; dizalc'h e chomjont evelkent, petra bennak ma rankjont paeañ truaj da Asiria. Goude diskar Asiria e 612 kt JK e savas Impalaeriezh Babilon, ha kement a drubuilhoù a voe degaset gant Naboukadnesar II er Reter-Nesañ ma tivroas pobladoù a-bezh, en o zouez tud Edom a gavas repu e su Jordania, ma wanaas ar c'hêrioù ha ma tistroas ar galloud gant ar pobladoù kantreat.
A-c'houde trec'h Impalaeriezh Persia war Vabilon e tistroas urzh ha buz er rannvro. Gant Persia e voe gouarnet Jordania betek ma voe diskaret Impalaeriezh Persia gant Aleksandr Veur e 332 kt JK. Dindan veli Henc'hres en em gavas Jordania neuze.
Ar marevezh hellenadek
kemmañKêrioù nevez a voe krouet gant ar C'hresianed, evel Gadara (Oum Qais hiziv) a-us Lenn Tiberias, hag adanvet e voe kêrioù all evel Amman, a oa Rabbath-Ammon kent bezañ anvet Philadelphia, ha Garchou a droas da Antioch kent bezañ Gerasa (Jerach hiziv).
An henc'hresianeg a voe lakaet da yezh ofisiel, petra bennak ma kendalc'has an dud voutin da gomz arameeg.
Da heul marv Aleksandr Veur e voe brezel e-pad trement ugent bloavezh etre e jeneraled evit ren war ar Reter-Nesañ. Ptolemaios 1añ Sôter hag e dierniezh a renas war Egipt, ha war Jordania eus 301 betek 198 kt JK ; ar Seleukided a renas eno eus 198 betek 63 k.JK.
Ar marevezh roman
kemmañE 63 kt JK e voe aloubet Jordania, Palestina ha Siria gant ar jeneral roman Gnaeus Pompeius Magnus. Dindan veli ar Romaned neuze e chomas Jordania pevar c'hantved-pad.
E norzh Jordania e voe kevredet ar c'hêrioù gresian Gerasa (Jerach), Gadara (Oum Qais), Pella, Rafana, Capitolias (Beit Ras) ha Philadelphia (Amman) gant Scythopolis (Beth-Chean, en Israel), Hippos (en Israel), Canatha (Qanawat, e Siria) ha Damask da sevel an Dekapolis. Gant an istorour roman Plinius an Henañ e voe savet al listenn-se ; alies ez ouzhpenner Arbila (Irbid), ha kêrioù all betek un niver a driwec'h pe naontek. Dre ar c'henwerzh hag ar sevenadur e veze liammet ar c'hêrioù-se.
Gerasa e oa kêr bouezusañ an dekapolis, pa ouer e teuas an impalaer Hadrian d'he gweladenniñ er bloavezh 130.
E su ar vro e chomas dizalc'h ar rouantelezh nabatean betek ar bloavezh 106, pa zeuas lu an impalaer roman Trajan d'he lakaat dindan beli Roma.
Da heul ar soudarded e teuas ar saverien hentoù, hag e 111 e voe echuet ar Via Nova Traiana, "Hent Nevez Trajan", a gase eus porzh Aqaba e Jordania betek kêr Vosra e Siria.
Tennderioù a savas etre Jordaniz, a gomze henc'hresianeg, hag an alouberien roman, a lakaas al latin da yezh ofisiel hag a c'hourc'hemennas ma vije heuliet relijion Roma. Daoust da gement-se e renas ar Pax Romana, ar Peoc'h Roman, e Jordania a-hed ar marevezh roman.
Ar marevezh bizantion
kemmañKen abred hag ar Iañ kantved e voe kristenien e Jordania, e Pella pergen, a voe ur repu evit ar re a zec'he a-zirak heskin Roma.
E 324 e voe savet Kergustentin, kêr-benn Impalaeriezh roman ar Reter, gant Kustentin Iañ ; e 333 ez androas an impalaer ouzh ar gristeniezh.
Kalz kêraozañ a voe e Jordania a-hed ar marevezh bizantion, kenderc'hal d'ober berzh a reas ar c'hêrioù pennañ, kreskiñ a reas ar boblañs. Tamm-ha-tamm e voe degemeret ar gristeniezh a-hed ar IVe kantved, ha krog e voed da sevel ilizoù ha chapelioù dre Jordania a-bezh — alies e voe preizhet ha dismantret azeuldioù roman da sevel ilizoù.
A-hed ren an impalaer Justinian I e voe kristenaet Jordania, pa voe savet kalz pennilizoù dre ar vro.
Er c'hwec'hvet ha seizhvet kantvedoù ez eas Jordania war ziboblañ : un darreuziad bosenn a c'hoarvezas e 542, a lazhas an darn vuiañ eus ar boblañs, hag e 614 e voe aloubet ar vro gant ar Sasanided. Goude bezañ renet war Bersia hag Iraq abaoe deroù an trede kantved kent JK e chomas ar Sasanided e Jordania, Palestina ha Siria e-pad pemzek vloaz kent bezañ trec'het gant an impalaer bizantion Heraklius e 629.
Ar marevezh islamek
kemmañTra ma oa Bizantiz oc'h ober war-dro ar Sasanided e kendalc'he Bedouined da breizhañ an norzh a vare da vare, evel m'o devoa graet a-hed kantadoù a vloavezhioù. Un nevezenti a voe ganto er VIIvet kantved koulskoude : unanet e voent gant feiz an Islâm.
Goude bezañ klevet galv Allah er bloavezh 622 e klaskas ar profed Mouc'hammad (571-632) andreiñ tud e gêr c'henidik, Mekka ; pa voe argaset ganto ez eas betek kêr Vedina gant e ziskibled – Hijra a reer eus ar veaj-se, a zo bet lakaet da zeroù an deiziadur muzulmat. Eizh bloavezh diwezhatoc'h e tistroas da Vekka, ma reas berzh ; adalek 630 neuze en em strewas ar relijion nevez dre ar Reter-Nesañ hag Afrika an Norzh.
Dek bloavezh hepken a voe trawalc'h d'an Arabed evit diskar beli Impalaeriezh roman ar Reter war Jordania, Palestina ha Siria : e 636 e kemerjont uhelennoù Treuzjordania hag e kerzhjont war-du Damask.
E 661 e voe lakaet Damask da gêr-benn ar Galifiezh Oummayyah ; bleunius e voe Jordania a-hed marevezh an Oummayyahed, a-drugarez d'e nester da Zamask ha d'ar birc'hirined a skoe war-du lec'hioù nevet an islam en Arabia.
A-feur m'en em strewe an islam e voe erlerc'hiet an arabeg ouzh ar gresianeg ; a-hed an VIIIvet kantved e chomas kreñv ar gristeniezh e Jordania.
Tud an dezerzh e oa an Oumayyahed ; dre ma kave dezho e oa didalvez ar savadurioù kreñvaat a oa bet staliet gant ar Romaned evit gwareziñ an hentoù kenwerzh en o lezjont da vont dirapar. En eskemm avat e lezjont savadurioù all a zo testenioù eus o c'harantez evit an hemolc'h hag an dudi : tiez-karaouanoù, tiez-kouronkañ, kemplezhioù-hemolc'hiñ ha kestell, an holl anezho e dezerzh reter Jordania.
E 747 e voe ur c'hren-douar meur er vro, a zistrujas kalz savadurioù hag a harpas, hep mar, an Abbasided da zont a-benn eus an Oumayyahed e 750. E Baghdad e rejont o c'hêr-benn, lakaet e voe Jordania da doull kutez pell diouzh kreiz an impalaeriezh. Dilezet e voe ar c'hastilli, ha goude bezañ gouzañvet diwar an aloubadennoù e c'houzañvas Jordania muioc'h c'hoazh diwar an digenvez.
E 969 e voe Jordania dindan beli Fatimided Egipt, a stourmas e-pad daou gantved evit e virout e-tal meur a gavailhad deuet eus Siria.
Adalek deroù an XIIvet kantved avat e tistroas Jordania e kreiz ar c'hoari, a-drugarez d'ar c'hroaziadegoù.
Eus Aleksios I Komnenos, impalaer Kergustentin, e teuas luskad Brezelioù ar Groaz, pa c'houlennas skoazell e 1095 digant e vreudeur er c'hornôg en abeg ma oa e gêr-benn gristen en arvar da vezañ taget gant muzulmiz deuet eus Turkia. A-c'houde ar galv-se e tivizas ar pab Urban II harpañ Kergustentin ha, war an dro, aloubiñ Jerusalem.
E 1096 enta e krogas ar Groaziadeg Kentañ ; trec'het e voe Jerusalem gant ar gristenien, a stalias ur rouantelezh eno dindan ren ar gall Baudouin I (1065-1118), a voe roue eus 1098 betek 1100. Kentañ tra a reas Baudouin I e voe lakaat sevel un aridennad kreñvlec'hioù a-hed an hent da Jerusalem. D'ar 4 a viz Gouhere 1187 avat e voe trec'het ar groazidi en emgann Hattin gant ar C'hurd Salah ad-Din al-Ayyoubi, a oa o paouez bodañ Siria hag Egipt dindan e veli ; da heul emgann Hattin e tieubas Jerusalem, ha Jordania ha kaout an dizober eus yev an estrenien.
Gant Salah ad-Din e voe diazezet tierniezh an Ayyoubided, a renas war an darn vrasañ eus ar Reter-Nesañ etre 1171 ha 1341, gant he c'hêr-benn e Kaero.
E 1258 e voe aloubet ar Reter-Nesañ gant Mongoled ; daou vloaz war-lerc'h e voent trec'het gant ar Vamlouked deuet eus Azia ar C'hreiz hag ar C'haokaz. Goude-se e kemerjont Kaero hag e renjont war egipt, Jordania ha Siria.
Berzh a reas Jordania dindan ren an Ayyoubided hag ar Vamlouked, p'en em gave e kreiz an tiriad. Kreñvaet e voe hentoù ar c'henwerzh, sukr a voe kenderc'het ha puraet e traoñienn ar stêr Jordan.
E 1401 avat e voe gwastet ar rannvro a-bezh abalamour d'ur c'hleñved-red, d'un eil aloubadeg vongol ha d'ur gouarnamant gwan.
E 1516 e voe trec'het ar Vamlouked gant an Durked ; entoueziet en Impalaeriezh Otoman e voe Jordania, ma chomas e-pad pevar c'hantved.
An Impalaeriezh Otoman
kemmañSac'het e chomas Jordania a-hed ren an Otomaned, eus 1516 betek 1918, pa ne oa spletus ar vro evit ar renerien nemet en abeg d'he lec'h war hent ar birc'hirinded da Vekka. Ur steudad kreñvlec'hioù a voe savet a-benn diwall ar birc'hirined diouzh ar pobladoù kantreat ha pourchas boued ha dour dezho.
Gwan e oa e oa ar melestradur otoman avat, ha direol e chomas ar Vedouined. Kêrioù ha kêriadennoù a voe dilezet tamm-ha-tamm, war ziskar ez eas ar gounezerezh, hag ar Vedouined a chomas mistri war an dezerzh, ma kendalc'hjont da vevañ en o doare hengounel.
Digreskiñ a reas ar boblañs betek dibenn an XIXvet kantved}, pa c'hoarvezas lies enbroadegoù : Sirianed ha Palestinianed a zeuas da Jordania da achapout ouzh an tailhoù hag ouzh tabutoù, tra ma teuas muzulmiz kirkasian ha Tchetchened a zec'he a-zirak heskin ar Rusianed.
Gwallekaet e voe danenframmoù Jordania gant an Otomaned, pa ne savent traoù nemet gant ur sell relijiel : moskeennoù, skolioù, ospitalioù, kibellec'hioù, puñsoù hag emzivatioù.
Gant an Otomaned e voe savet al Linenn Hedjaz (خط حديد الحجاز en arabeg, Hicaz Demiryolu e turkeg), un hent-houarn 1 320 km dezhañ a voe digoret e 1908 etre Damask ha Mekka evit treuzkas ar birc'hirined – biskoazh avat ne voe echuet an troc'had etre Medina ha Mekka. E 1920 e voe rannet an Hent-houarn Hedjaz e div gompagnunezh, ar Chemin de Fer de Hedjaz Syrie reoliet gant Bro-c'hall, hag an Hedjaz Jordan Railway reoliet gant ar Rouantelezh-Unanet.
Emsavadeg Veur an Arabed
kemmañA-c'houde Dispac'h an Durked Yaouank e 1908 ha kent tarzhadenn ar Brezel-bed kentañ e oa bet kemmet emzalc'h renerien an Impalaeriezh otoman : dilezet o devoa o folitikerezh liesek hag hollislamour, ha troet e oant war-du ar vroadelouriezh turk ha lik. Pa oant bet liesvroadek ha gouzañvus e krogjont da wallziforc'hañ etre o sujidi Turk hag ar re all ; an Arabed pergen a voe heskinet war an tachennoù politikel, sevenadurel ha yezhel. Strolladoù broadelour a savas en Arabia, en Iraq hag e Siria, hag en em vodañ a rejont dindan banniel hachemit an emired Abdallah ha Faisal, mibien da Husain Ibn Ali, anezhañ cherif hag emir Mekka, roue Hedjaz ha tad-you Hussein Iañ Jordania.
Pa zivizas an Impalaeriezh otoman mont tre er Brezel-bed kentañ diouzh tu an Impalaeriezhioù Kreiz (Alamagn, Aostria-Hungaria ha Bulgaria) hag a-enep ar Stadoù kevredet e torras statud ofisiel an arabeg, e verzas ma vije kelennet arabeg er skolioù hag e vac'has broadelourien arab e Damask hag e Beirout. Ouzhpenn, gourdrouzet e voe an Arabed gant al Linenn Hedjaz dre ma teuas aesoc'h treuzkas soudarded turk betek kreiz ar bed arabek.
Kompren a reas Hussein ben Ali e oa aze un digarez da zisammañ an tiriadoù arab diouzh yev an Otomaned ; p'en devoe fiziañs e pennadurezhioù ar rouantelezh-Unanet, o devoe embannet harpañ unaniezh an tiriadoù-se, e roas lañs da Emsavadeg Veur an Arabed a-enep an Otomaned, gant harp Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet. Adpiaouet e voe Damask gant an Arabed e 1918, hag e dibenn ar Brezel-bed e voe Arabia, Jordania ha Siria ar su dindan o reolerezh.
Unvaniñ an Arabed ha sevel ur Stad emren en em astennje eus Alep e Siria betek Aden e Yemen, doujañ da uhelvennadoù an islam, gwareziñ ha doujañ d'ar bihanniveroù kelenel ha relijiel e oa palioù Hussein ben Ali pa loc'has an emsavadeg.
Siwazh, pa voe bet sinet an arsav-brezel e Compiègne d'an 11 a viz Du 1918 e vankas ar Gevredidi d'o ger, pa voe gwell dezho treiñ dismantroù an Impalaeriezh Otoman d'ur vozaikennad leuriadurioù ha broioù gwarezet. Petra bennak ma nac'has ar galloudoù trevadennour unvaniñ ar broioù arab en ur Stad hepken e teuas ar familh Hachemit a-benn da staliañ ar galloud arab war Arabia, Iraq ha Treuzjordania.
Promesaoù ha deurioù
kemmañEtre ar 14 a viz Gouhere 1915 hag an 30 a viz Genver 1916 e oa bet eskemmet lizheroù etre Hussein ben Ali ha Sir Henry McMahon, a oa uhelgomiser ar Rouantelezh-Unanet en Egipt, a-benn termeniñ bevennoù ar Stad arab da zont[4]. A-du e save an R.-U. gant raktres Hussein ben Ali, gant ma vije degaset kemmadennoù e diabarzh an tiriad a oa bet kinniget gant ar cherif – kement-se evit gwareziñ deurioù Bro-C'hall e rannvroioù e Siria. Respont a reas Hussein ben Ali ne oa ket e-sell da wallgas an emglev etre Bro-C'hall hag an R.-U., hogen a-c'houde ar Brezel-bed e rankje Bro-C'hall daskor Liban, rak ne vije anv ebet a lezel Stad pe Stad piaouañ tachenn pe dachenn e diabarzh bevennoù ar Stad arab.
Un emglev a voe tizhet, hogen goulenn groñs a reas ar rouantelezh ma vije lezet teir zachenn e-maez eus ar Stad arab da zont : div rann velestradurel e Turkia (Iskenderun ha Mersin), div rann velestradurel otoman e Siria (Basra ha Baghdad), ha "rannoù eus Siria er c'hornôg da gêrioù Damask, Homs, Hama hag Alep". Tabut a savas diwar an trede zachenn-se, pa lavaras ar Rouantelezh-Unanet diwezhatoc'h e rankje Palestina bezañ lezet a-gostez ivez, peogwir emañ war an trede tachenn. A-du ganto e savas ar sionourien, a lakae Palestina da diriad yuzev ; Liban avat, n'eo ket Palestina, a oa en trede tachenn diouzh savboent an Arabed.
E-kerzh ar c'henskriverezh-se, ha daoust dezho kenderc'hel da harpañ mennozh ar cherif, e voe sinet un emglev kuzh d'ar 16 a viz Mae 1916 etre ar Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall ha Rusia[5]. Hervez an emglev-se e vije rannet un darn vras eus ar Reter-Nesañ e takadoù levezonet gant deurioù Stadoù trevadenner ar C'hornôg : Bro-C'hall e Siria-Veur hag e norzh Iraq, an R.-U. en ur vandenn en em astenne eus ar Mor Kreizdouar betek Pleg-mor Persia evit gwareziñ he c'henwerzh gant India ; etrebroadel e vije melestradur Palestina.
Dislavaret e oa ar promesa a oa bet graet da Hussein ben Ali neuze. Ouzhpenn-se, d'an 2 a viz Du 1917 e skrivas maodiern ar Rouantelezh-Unanet evit an Aferioù Estren, Arthur James Balfour, ul lizher berr en anv e c'houarnamant da Lord Rothschild ma tisklêrias harpañ krouidigezh ur Stad yuzev e Palestina[6]. Heuliadoù al lizher-se a levezonas ar politikerezh er Reter-Nesañ a-hed an XXvet kantved, ha pelloc'h c'hoazh.
Eus Treuzjordania da Jordania
kemmañPetra bennak ma voe degaset kemmoù bras en emglev Sykes-Picot e stalias ur framm evit ar reizhiad leuriadurioù a voe lakaet e pleustr goude diwezh ar Brezel-bed kentañ.
E dibenn 1918 e krouas an emir hachemit Faisal ben Hussein ur gouarnamant dizalc'h e Damask ; bloaz diwezhatoc'h, da-geñver Kuzuliadeg Pariz evit ar Peoc'h e 1919, e c'houlennas an dizalc'h evit ar bed arab ; nac'het e voe gant ar Stadoù trevadenner. D'an 8 a viz Meurzh 1920 e voe dilennet Faisal roue Rouantelezh Arab Siria gant Kendalc'h Meur Siria ; Bro-c'hall hag an R.-U. a nac'has anavout ar c'hentañ Stad arab arnevez.
E-keit-se e oa bet kinniget kurunenn Iraq d'an emir Abdallah ben Hussein, breur Faisal, gant pennadurezhioù ar vro ; nac'hañ a reas ar Rouantelezh-Unanet plegañ da youl pobl Iraq.
Nebeut goude, Kevredigezh ar Broadoù a roas leuriadur d'an R.-U. en Iraq, Palestina ha Treuzjordania ; Bro-c'hall a voe leuriet e Liban ha Siria, ha dre nerzh e kemeras Damask d'an 24 a viz Gouhere 1920 digant Faisal ben Hussein.
E miz Du 1920 e klaskas Abdallah ben Hussein, e penn ul lu eus an Hedjaz, adlakaat e vreur Faisal war gador rouantelezh Arab Siria. Abalamour ma oa staliet-mat ar C'hallaoued eno e rankas an emir distreiñ war e giz hag aozañ ur gouarnamant en Amman.
Rannet e tri distrig e oa bet Treuzjordania gant an R.-U. ; ken start e oa youl an emir Abdallah ben Hussein da unaniñ an tiriadoù arab ma plegas an R.-U. ha ma voe lakaet an emir da ren war Dreuzjordan. D'an 11 a viz Ebrel 1921 e voe staliet kentañ gouarnamant-kreiz Jordania neuze.
D'an 15 a viz Mae 1925 e voe sinet ur feur-emglev ma voe anavet Emirelezh Treuzjordania evel Stad gant ar Rouantelez-Unanet. Fuloret e vet ar Sionourien, rak disrannet e oa Treuzjordania diouzh Palestina, ar pezh a vihanae gorread ur Stad yuzev da zont. E miz Mae 1925 e voe astennet an emirelezh betek ar Mor Ruz.
Kreñvaet e voe Treuzjordania etre an daou Vrezel-bed : krouidigezh al Legion Arab, da lavaret eo Lu Jordania, a oa renet gant ofiserien breizhveurat gopret gant an emirelezh ; embannadur ur Vonreizh hag aozadur ur Parlamant e miz Ebrel 1928 ; dilennadegoù e 21 ezel e miz C'hwevrer 1929.
Etre 1928 ha 1946 e voe sinet ur steudad feurioù-emglev etre Treuzjordania hag ar Rouantelezh-Unanet a lakaas an emirelezh tostoc'h-tostañ d'an dizalc'h ; gant an R.-U. e chome reoliadur an aferioù estren, an arme, ar c'hellid hag ar pellgehenterezh tra ma reolie an emir ar melestradur ha rikoù an arme.
D'an 22 a viz Meurzh 1946 e sinas an emir ur feur-emglev diwezhañ gant an R.-U. a lakae ar Stad treuzjordanian da vezañ dizalc'h. Daou vizvezh diwezhatoc'h, d'ar 25 a viz Mae 1946 e voe lakaet Abdallah ben Hussein da roue gant ar parlamant ha kemmet anv ar Stad ( Emirelezh Treuzjordania
) e Rouantelezh Jordania
.
Jordania hag Israel
kemmañA-choude an Eil Brezel-bed ha darvoud mantrus ar Shoah e pouezas ar Sionourien war ar Roantelezh-Unanet evit ma vije krouet ur Stad Yuzev e Palestina ; e miz C'hwevrer 1947 e tisklêrias ar R-U e lakaje termen d'he leuriadur e Palestina d'ar 14 a viz Mae 1948. E miz Du 1947 e vouezhias Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) a-du gant rannadur Palestina e div Stad : unan arab hag unan yuzev ; Jeruzalem - a zo Al-Quds, ur gêr santel en islam – a vije dindan kulatoriezh ABU.
Sabatuet e voe an Arabed, pa yae tremen an hanter eus ar vro – hag hec'h aodoù prizius – gant ar Yuzevien, a oa perc'henn war 6% hepken eus an tiriad. Brezel a vije, hep mar.
D'an deiziad merket ez echuas al leuriadur, ha kerkent ez embannas Stad Israel he dizalc'hiezh, d'ar 14 a viz Mae 1948 ivez neuze. Soviediz e voe ar re gantañ ouzh hec'h anavezout, heuliet dizale gant Stadunaniz. Egipt, Iraq, Jordania, Liban ha Syria a gasas soudarded da zifenn Arabed Palestina.
D'ar 15 a viz Mae 1948 e krogas ar Brezel isralat-hag-arab kentañ, a badas betek an 20 a viz Mezheven 1949 etre 25 000 Arab ha 80 000 Israelat ; mirout a reas Israeliz an tiriadoù a oa bet grataet dezho, tremen 500 000 Palestinian a dec'has diouzh o bro. Dont a reas an Arabed a-benn da virout an darn vrasañ eus glann gornôgel ar stêr Jordan, hag arab e chomas Kêr Gozh Jeruzalem daoust da Israeliz.
E miz Kerzu 1948 e c'houlennas Arabed glann gornôgel ar stêr Jordan ma vije staget o ziriad ouzh Jordania, ar pezh a voe graet dre zilennadeg Parlamant Jordania d'an 11 a viz Ebrel 1950.
Rouaned Jordania
kemmañD'ar Gwener 20 a viz Gouhere 1951 ez eas er roue Abdallah Iañ Jordania da bediñ e moskeenn Al-Aqsa Jeruzalem, ma voe muntret. En e gichen e oa e vab-bihan ar priñs Hussein, a voe saveteet e vuhez a-drugarez d'ur vedalenn war e vruched a zistroas an tenn.
Da heul marv roue kentañ Jordania e pignas e vab henañ Talal war ar gador d'ar 6 a viz Gwengolo 1951. Ur vonreizh nevez a voe savet, a lakaas ar gouarnamant a-stroll hag ar vaodierned a-hiniennoù da vezañ atebek dirak ar Parlamant ; peogwir e oa fall e yec'hed avat e rankas Talal I Jordania dilezel d'an 11 a viz Eost 1952, hag hervez ar vonreizh nevez e rankas gouarnamant Jordania ren ar vro da c'hortoz ma voe kozh a-walc'h mab henañ Talal da vont da roue, da lavaret eo 18 vloaz hervez an deiziadur muzulmat. D'an 2 a viz Mae 1953 neuze e voe ar priñs Hussein roue d'e dro dindan an anv Hussein Iañ Jordania.
Berzh a reas Jordania dindan ren Hussein Iañ, a ouezas kreñvaat armerzh ar rouantelezh, aozañ ur rouedad hentoù arnevez ha staliañ ur reizhiad kelenn nevez – e 1962 e voe krouet Jordan University en Amman, ma voe stummet studierien a felle dezho sevel o bro. Gwelloc'h e oa kresk armerzh Jordania eget hini an darn vuiañ eus ar Stadoù war ziorren all.
E deroù 1963 e tivizas Israel distreiñ ul lodenn eus dourioù ar stêr Jordan a-benn gwazhiañ Dezerzh Negev ; respont an Arabed e voe krennañ war magadur Lenn Tiberias dre zistreiñ stêrioù e Liban ha Siria. E ken degouezh ma vije un argad milourel a-berzh Israel e voe krouet ul lu arab gant Egipt, Jordania, Liban ha Siria. Krogadoù a voe etre Israeliz hag Arabed betek 1967, pa drec'has Israel da vat dre hec'h aerlu ha bombezennoù napalm : a-c'houde an harz-tennañ bet gourc'hemennet gant ABU d'an 11 a viz Mezheven 1967 e voe Israeliz mistri war un tamm bras eus an tiriadoù arab, en o zouez ledenez Sinai en Egipt, Uhelioù Golan e Siria, glann gornôgel ar stêr Jordan, Bandenn Gaza ha karterioù arab Jeruzalzm.
Tremen 300 000 Palestinianed a gavas repu e Jordania. Gwastet e voe armerzh ar rouantelezh, pa oa 70% eus he douaroù-gounez er c'hlann gornôgel ma veze kenderc'het tost da 65% eus he frouezh hag he legumaj ; drastet he greanterezh ivez, pa oa an hanter eus al labouradegoù eno ivez ; gwallgaset an touristerezh er vro en abeg da goll Jeruzalem ha meur a lec'hienn relijiel all — en holl, war-dro 38% eus Kenderc'had Diabarzh Kriz (KDK) Jordania a yeas da get.
Pa nac'has Israel daskor an tiriadoù arab daoust da c'hourc'hemenn 242 A.B.U. an 22 a viz Du 1967[7] e klaskas Hussein Iañ Jordania kement hent diplomatek a oa, en ur stourm koulz ouzh strivoù Israeliz da astenn o beli war ar Reter-Nesañ koulz ouzh gwalldaolioù pellvanourien vroadelour Palestina a oa war-nes diframmañ ar rouantelezh eus an diabarzh. War an dachenn politikel ivez e klaskas ar roue diskoulmañ ar gudenn, pa ginnigas e 1972 treiñ Jordania d'ur rouantelezh kevreadel dre staliañ ur Parlamant war pep glann ar stêr Jordan ; re vras e oa an enebiezh etre Palestinanianed pep glann avat evit ma teuje ar raktres da bennvat.
A-c'houde Brezel miz Here 1973, ma c'hwitas Egipt ha Siria adc'hounit an tiriadoù a oa bet kemeret gant Israel e 1967, e voe sinet emglevioù Camp David etre Egipt hag Israel ; distaolet e voent gant Hussein Iañ Jordania, war zigarez ma tistabilaent ar Reter-Nesañ. Er peoc'h damdost a renas da c'houde e teuas Jordania a-benn da adkavout he hent war-du ur Stad arnevez, daoust da badusted kudenn ar Glann C'hornôgel.
D'an 30 a viz Gouhere 1988 e tilezas Hussein Iañ ar Glann Gornôgel dre zivodañ ar Parlamant ma oa 30 dilennad dezhi ; antronoz ez embannas torradur pep liamm lezennel, melestradurel hag arc'hantel etre Jordania hag ar Glann Gornôgel, a chomas dindan beli Israel[8]. Ar glann zehou hepken a voe er Parlamant, hag adsavet e voe an demokratelezh er rouantelezh.
D'ar 7 a viz C'hwevrer 1999 e varvas ar roue Hussein Iañ Jordania ; e vab henañ Abdallah ben al-Hussein a bignas war an tron, ha dindan an anv Abdallah II Jordania emañ o kenderc'hel labour rouaned Jordania betek bremañ.
Douaroniezh
kemmañJordania a zo ur vro en Azia, er Reter-Nesañ, lec'hiet er reter da diriadoù palestinian Sisjordania ha da Israel, en norzh da Arabia Saoudat, er c'hornôg da Iraq hag er su da Siria. Emañ penn su ar vro war riblenn Norzh ar Mor Marv hag ur prenestr bihan war Pleg-mor Aqaba, ur vrec'h-vor d'ar Mor Ruz a zo dezhi ken ne ya gant Jordania nemet 26 km a aodoù.
Dezerzhioù bras zo en darn vrasañ eus ar vro, war-bouez e traoñienn norzh-su ar stêr Jordan, homañ o tiskenn eus menezioù Liban betek ar Mor Marv.
Kêrioù pennañ ar vro eo Amman (1 179 000 annezad enni e 2011), Irbid ha Az-Zarka, holl lec'hiet e gwalarn ar vro.
Porzh Aqaba, staliet war ar Mor ruz, zo ul lec'h strategek ha pouezus evit armerzh Jordania.
Bevennoù
kemmañDa 1 635 km e sav sammad harzoù Jordania. Ne heuilh ket bevennoù etrebroadel Jordania plegoù an douar, war-bouez un nebeud troc'hadoù kostez Israel ha Siria. Dre veur a feur-emglev e voent termenet, ha n'eus bet tabut ebet diwar o fenn, panavet a-zivout an harzoù gant Israel.
Daoust d'ar pobladoù kantreat bevañ war meur a Stad e c'hellont kenderc'hel da vevañ hervez o doareoù ; un nebeud troc'hadoù avat o disparti diouzh o douaroù peuriñ hengounel.
E 1965 e voe sinet ur feur-emglev etre Jordania hag Arabia Saoudat ma voe eskemmet tachennoù a-benn hiraat ar vevenn a-hed Pleg-mor Aqaba, ar pezh a ros tro da Jordania da astenn porzh-mor Aqaba, ha da wareziñ gwirioù ar pobladoù kantreat war an dour ha war o peurlec'hioù.
Glennadurezh
kemmañUr bladenn etre 700 m ha 1 200 m sav dezhi eo an darn ec'honañ eus Jordania. Traoñiennoù zo a bep tu da gribennoù, ha bez' ez eus un nebeud tachennoù meneziek.
E kornôg ar vro emañ an douar war zinaou war-du traoñienn ar stêr Jordan, a zo sanket etre div izelenn : Mor Galilea (-212,07 m) en norzh (hag ar Mor Marv (-408 m) er su. en abeg d'an disrann etre plakenn Afrika ha plakenn Arabia ez eo ken don an draoñienn-se.
Dezerzhioù krin traezhek zo en darn vrasañ eus glann reter ar stêr Jordan, pa 'z int lodennoù eus Dezerzh Siria hag eus Dezerzh Arabia.
E su ar vro ez eus kompezennoù holenek ha takadoù krag ha greunvaen ma kaver an draoñienn Wadi Rum[9] ("Traoñienn uhel" ; "Traoñienn al Loar" a reer anezhi ivez), 1 750 m he sav ; en he c'hichen emañ menezioù uhelañ Jordania, Jebel Oum ad-Dami (1 840 m) ha Jebel Rum (1 734 m).
Er c'hornôg e sav an dezerzh betek 900 m war-du traoñienn ar stêr Jordan, gant menezioù ken uhel ha 1 200 m. Serzh eo glann reter ar stêr, gant kaniennoù strizh ma ne vez dour nemet e predadoù berr ha glavennek ar goañv.
Berr eo ar stêr (251 km), ha war-naou : 3 000 m a-us live ar mor emañ hec'h andon, ha 400 m dindan live ar mor emañ he genoù. Div adstêr zo dezhi, ar stêr Yarmouk, a dalvez da vevenn gant Israel er gwalarn, hag ar stêr Zarka a red war ar glann reter.
E penn ar stêr Jordan emañ ar Mor Marv, a zo 408 m dindan live ar mor ha gronnet gant uhelennoù etre 800 ha 1 200 m a uhelder dezho. War-dro 430 m eo donder al lennad dour sall-se, neuze emañ he strad da war-dro -840 m.
Hinadouriezh
kemmañDiskemmek eo hin Jordania, pa vez glaveier eus miz Du betek miz Ebrel ha sec'hor bras a-hed an nemorant eus ar bloavezh. Erc'h a vez er goañv war an uhelennoù, a-us 1 000 m. Fresk ha gleb e vez ar goañvezhioù, tomm-gor ha sec'h an hañvezhioù. E doare hin ar Mor Kreizdouar eo an hin neuze, gant aerwaskoù digemm en hañv ha kemm-digemm er goañv, ar pezh a c'hall degas un nebeud dour da zezerzhioù ar reter a vare da vare.
War reter Jordania e vez nebeutoc'h eget 120 mm a zour bep bloaz. War uhelennoù glann gleiz ar stêr Jordan e c'hall ar c'hementad sevel betek 300 mm er su ha 500 mm en norzh. E penn uhelañ an draoñienn e vez war-dro 300 mm a zour, pa ne vez nemet 120 mm tro-dro d'ar Mor Marv.
War-dro 13°C eo ar gwreverk keitat etre miz Du ha miz Ebrel, miz Genver o vezañ ar mizvezh yenañ ; betek 32 °C e sav e-pad ar peurrest eus ar bloavezh, miz Eost o vezañ ar mizvezh tommañ gant gwrezverkoù o pignat betek 36 °C alies.
Pa zigresk an aerwask hag ar wrez goude an hañv e vez desachet aer domm ha sec'h eus dezerzhioù ar su hag ar mervent, a dro da avelioù kreñv – c'hamsin a reer eus hevelep avelioù er Rter-nesañ, a-douez anvioù lec'hel all ; betek korventennoù e c'hallont kreñvaat, hag alies e vezont ambrouget gant koumoulennadoù traezh ha poultrenn. A-raok ma savfent e tigresk an aerwask, e teu an oabl da vezañ brumennek hag e teu sec'hoc'h an aergelc'h. Buan e kresk an tommder, eus 5 betek 9 °C ; e-pad un devezh e c'hwezh ar C'hamsin neuze, ar pezh a c'hall disec'hañ an eostoù.
Un avel all eo ar Chamai, a zeu eus an norzh pe ar gwalarn etre miz Mezheven ha miz Gwengolo. Tomm ha sec'h eo an avel-se, a c'hall c'hwezhañ kreñv nav devezh-pad ha distreiñ adarre, met disteraat ha freskaat a ra diouzh noz.
Arver an douar
kemmañE 2011 ne oa nemet 1 750 km² (1,97%) eus tiriad Jordania a oa douaroù-gounit, 844 km² hepken o vezañ labouret hañv-goañv.
War-dro 540 km² (0,6%) eus ar gorread zo goloet a zour, met 788,6 km² a oa gwazhiet e 2004 ; da 0,94 km3 e save ar c'hementad a zour nevezadus e 2011.
An holl zour-se a vez implijet : 65% gant ar gounezerezh, 31% gant an annezioù ha 4 % gant ar greanterezh ; war-dro 166 m3 dre zen a vez arveret bep bloaz (war-dro 512 m3 dre zen e Bro-C'hall).
Fosfatoù, potas ha tireoul skilt a gaver e kondon Jordania.
Danvez | Kenderc'hadur | Renk er bed |
---|---|---|
Fosfat | 7 000 kt | 5vet (2013)[10] |
Potas | 1 200 kt | 7vet (2010)[11] |
Tireoul skilt | 34 000 MBarilh | 7vet (2013)[12] |
Poblañs
kemmañDa 7 930 491 annezad e save poblañs Jordania e miz Gouhere 2014[13].
Setu amañ sifroù all diwar-benn poblañs Jordania.
Ploblañs Jordania | |
Oad keitat | Hollad 21,8 bloaz • Merc'hed 22,1 vloaz • Paotred 21,5 bloaz |
Krugell an oadoù | 0-14 35,8% (merc'hed 1 385 604, paotred 1 457 174 – P > M) 15-24 20,4% (merc'hed 788 950, paotred 826 482 – P > M) 25-54 35,7% (merc'hed 1 412 888, paotred 1 421 634 – P > M) 55-64 4,2% (merc'hed 169 965, paotred 160 224 – M > P) 65 + 5,1% (merc'hed 162 055, paotred 145 515 – M > P) |
Oad ar mammoù d'o bugel kentañ |
24,7 bloaz |
Dasparzh ar reizhoù |
Ganedigezh 1,06 gourel / benel 0-14 1,05 15-24 1,05 25-54 1,01 55-64 1,02 65 + 0,95 Hollad 1,03 |
Feur mervel ar vugale |
15,73 / 1 000 bugel bev • Renk er bed : 104re |
Hoali ar vugale nevez-c'hanet |
74,1 bloavezh • Renk er bed : 117vet |
Feur-kreskiñ | 3,86% • Renk er bed : 4re |
Feur-genel | 25,23 ganedigezh / 1 000 annezad • Renk er bed : 53de |
Feur-mervel | 3,8 marv / 1 000 annezad • Renk er bed : 212vet |
Deskadurezh[14] | Hollad 95,9% • Merc'hed : 93,9% • Paotred : 97,7% |
Kenelioù | Arabed 98% • Kirkasianed 1% • Armenianed 1% |
Relijionoù | Muzulmiz 97,2% (Sunnaaded dreist-holl) Kristenien 2,2% (Iliz Ortodoks Gresian pergen) Boudaaded 0,4% Hindoued 0,1% Yuzevien < 1% Hengounel < 1% Nann-ezel < 1% Arall < 1% |
Armerzh
kemmañE-touez ar re vihanañ er Reter-Nesañ eo armerzh Jordania, pa rank bezañ harpet gant broioù all abalamour d'an diouer a zour, tireoul ha danvezioù naturel all.
Uhel e chom feurioù an dilabour hag ar baourentez, kreñv eo ar monc'hwezh ha bras divigad ar ventel dalañ.
Kemmoù a bouez zo bet en armerzh ar rouantelezh abaoe tronidigezh ar roue Abdallah II d'ar (7 a viz C'hwevrer 1999), da skouer : digoret eo bet ar c'henwerzh, prevesaet ez eus bet kompagnunezhoù stadel ha dilamet eo bet lod yalc'hadoù evit an treloskoù ; da heul kement-se ez eo aet ar c'hresk armerzhel war yac'haat a-drugarez da bosterien estren ha da c'hourc'hwelioù nevez.
Gwanaet avat eo bet kresk KDK Jordania en abeg da c'horrekadur armerzh ar bed ha da strafuilh ar Reter-Nesañ ; an ezporzhiañ, an tisaverezh hag an touristelezh o deus gouzañvet ar muiañ.
Div skañvaenn armerzhel hag un astenn d'ar c'hellidsteuñv a voe lakaet e pleustr e 2011 ha 2012 gant ar gouarnamant a-benn gwellaat buhez ar renkadoù etre hag ar re baour.
Gwallgaset eo bet kellidsteuñv Jordania da heul ur steudad tagadennoù war eoulsanioù en Egipt, pa rankas prenañ gazeoul keroc'h digant Arabia Saoudat a-benn kenderc'hañ tredan ; emañ ar rouantelezh e sell da dreiñ war-du ar gremm derc'hanel, ar skilt bitumek hag ar gremmoù adnevezadus evit diarbenn ouzh an diouer a c'hremm.
Peogwir ez eus nebeut a zarempredoù etre Jordania hag ar marc'hadoù kevalaour estren ez eo bet gwan a-walc'h skog an enkadenn gellidel etrebroadel ; e 2012 avat ez eus bet sinet un emglev a 2,1 milion a US$ war meur a vloavezh etre ar rouantelezh hag ar Font Moneizel Etrebroadel evit kempouezañ kellidsteuñv a Stad. Abaoe 2013 e rank Jordania goulenn sikour digant Stadoù estren evit klask stankañ an toull arc'hantel a zo bet kleuziet c'hoazh abalamour da skoazell ar rouantelezh d'ur 600 000 repuad sirian bennak o deus treuzet hec'h harzoù.
Gounezerezh
kemmañBihan eo perzh ar gounezerezh en armerzh Jordania (3,1% eus KDK ar vro e 2013).
Suravaloù, tomatez, kokombrez, olivez, sivi, frouezh askornek a vez gounezet e Jordania ; magerezh zo ivez, a genderc'h deñved, evned-porzh ha boudeoù-laezh.
Greanterezh
kemmañDa 29,9% eus KDK ar vro e save perzh ar greanterezh en armerzh ar rouantelezh er bloavezh 2013.
Mengleuzioù potas ha fosfatoù zo e Jordania, ar pezh a gas da genderc'hañ temzoù strujus ha danvezennoù kimiek ; simant a vez kenderc'het ivez, ha tireoul a vez puraet.
Ijinerezh-pleuskañ zo ivez : louzeier, dilhad ha greanterezh skañv ; an touristelezh zo pouezus ivez, en abeg da lec'hioù hen ar vro.
Sifroù keñver-ha-keñver
kemmañMeizet gwelloc'h e vez sifroù armerzhel ur vro p'en o c'heñverier ouzh re ur vro a anavezer ; peogwir n'eus ket hevelep sifroù evit Breizh e vo diskouezet re Bro-C'hall e-tal re Jordania.
E dollaroù stadunanat (US$) emañ ar gwerzhioù.
Enporzhiañ hag ezporzhiañ
kemmañSetu amañ taolennoù enporzhiadurioù hag ezporzhiadurioù pennañ Jordania e 2012[15].
E milionoù a zollaroù US emañ ar gwerzhioù.
- Dasparzh an enporzhiañ e 2012 e oa : Arabia Saoudat 23,6%, Sina 9,4%, SUA 6,7%, Italia 4,7%, Turkia 4,6% ha broioù all 51%.
- Dasparzh an ezporzhiañ e 2012 e oa : SUA 16,6%, Iraq 15,1%, Arabia Saoudat 11%, India 10,5%, Indonezia 4,2% ha broioù all 42,6%.
|
|
Gweladenniñ Jordania
kemmañA-drugarez d'hec'h Istor e c'haller gweladenniñ e Jordania un niver bras a lec'hioù hen ha liesdoare, darn anezho o vezañ rummet er Glad bedel.
Wadi Roum • Glad bedel | |
Wadi Roum, e Su Jordania, zo un dezerzh ma 'z eus meneziadoù krag. Eno e oa kamp Lawrence Arabia e-pad Emsavadeg Veur an Arabed (1917-1918), hag eno ivez e voe troet ar film Lawrence of Arabia e 1962. | |
Wadi Roum
|
Petroglifoù e Wadi Roum
|
Norzh ha Su | |
Lenn Tiberias hag Uhelioù Golan, gwelet eus Garada en Oum Qais
|
Aqaba, gwelet eus Eilat en Israel
|
Petra (Oadvezh an Houarn) • Glad bedel | |
Bezioù e Petra
|
Al Khazneh, « An Teñzor »
|
Jerach (marevezh hellenadek) | |
Ar forom vigelc'hiek
| |
Amman (marevezh roman) | |
Ar c'helc'hva roman, gwelet eus ar Wikadell
|
Kreiz ar c'helc'hva roman
|
Kestell (marevezh islamek) | |
Qasr Amra
|
Kibelldi Qasr al-Hallabat
|
Daveoù
kemmañ- Maodiernezh jordanat ar C'helaouiñ, Jordan, Arabesque, Amman, Jordania, 1978, ISBN 978-0-09-133470-3 (en)
- The Hashemite Kingdom of Jordan (en)
- The World Factbook (en)
Levrlennadur
kemmañ- King Abdullah of Jordan, My Memoirs Completed - Al Takmilah, Longman, London, 1978, ASIN B001PBRY5W (en)
Notennoù
kemmañ- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1430 ha Geriadur Ménard, 2012, p. 1458 – Bro-Jordan a gaver en Al Liamm niv. 44, 1954, p. 36 er pennad Notennoù Douaroniezh gant Frañsez Kervella
- ↑ The Hashemite Kingdom of Jordan (en)
- ↑ The World Factbook (en)
- ↑
Kenskriverezh Hussein-McMahon
a reer eus an eskemm-se ; gwelit Jordan-Syria Boundary, p. 8. (en). - ↑ An
Emglev Sykes-Picot
eo anv an emglev nann-ofisiel-se ; gwelit France diplomatie (fr). - ↑
Disklêiadur Balfour
a reer eus al lizher-se ; gwelit The Avalon Project (en). - ↑ A.B.U. (en) (fr)
- ↑ Prezegenn Hussein Iañ Jordania, d'an 31/07/88 (en)
- ↑ Un tamm eus ar Glad bedel eo Wadi Rum.
- ↑ USGS (en)
- ↑ USGS (en)
- ↑ World Energy Resources 2013 (en)
- ↑ Prizadur ; gwelit The World Factbook (en)
- ↑ Tud koshoc'h eget 15 vloaz a oar lenn ha skrivañ.
- ↑ Observatory of Economic Complexity (en) (fr)
Pajennoù kar
kemmañ
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù