Azia ar C'hreiz a zo un isrannved lec'hiet en Azia. En un doare strizh, ha hervez implij ar Broadoù Unanet eo ar riezoù a zo etre Mor Kaspia er c'hornaoueg, Republik Pobl Sina er reter, Rusia en norzh, hag Afghanistan er su, da lavaret eo: Kazakstan, Kyrgyzstan, Ouzbekistan, Tadjikistan, Turkmenistan. En un doare ledanoc'h (evel ma vez termenet gant UNESCO da skouer), e lakaer e-barzh Afghanistan, Kornaoueg Republik Pobl Sina (Turkestan, Tibet ha pelloc'h), Mongolia, lodennoù su Sibiria, ha tammoù eus norzh Iran, Pakistan, India (Jammu ha Kachmir).

Gwelet ivez

kemmañ
 
Azia ar C'hreiz

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.