Emirelezh Treuzjordania
Emirelezh Treuzjordania (arabeg : إمارة شرق الأردن – Imārat Charq al-Ourdoun, "Emirelezh Reter ar stêr Jordan") a reer eus ur Stad a voe krouet e 1921 da heul Emsavadeg Veur an Arabed (1916-1918), ha gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet.
A-c'houde Kuzuliadeg Kaero, a voe dalc'het e miz Meurzh 1921, e voe fiziet Treuzjordania e tiernac'h an Hachemited : Abdallah, anezhañ trede mab cherif Mekka Hussein ben Ali, a voe anvet da emir Treuzjordania dindan evezh ur c'hannad eus ar Rouantelezh-Unanet.
Emirelezh Treuzjordania | |
إمارة شرق الأردن Imārat Charq al-Ourdoun | |
Melestradur | |
Rouantelezh-Unanet | Rouantelezh Hedjaz |
Arouezioù | |
Banniel 1928-1939 | Banniel goude 1939 |
An tiriad meret dre leuriad an R-U evit Palestina | |
Gouarnamant | |
Gouarnamant | Monarkiezh |
Emir | Abdallah I |
Ren | 1921-1946 |
Kêr-benn | عمّان Ammān 31° 57' N - 35° 56' R |
Yezh ofisiel | Arabeg |
Amzeroniezh | |
• Kuzuliadeg Kaero | Miz Meurzh 1921 |
• Kurunadur | 11 a viz Ebrel 1921 |
• Dizalc'hiezh velestradurel | 25 a viz Ebrel 1923 |
• Feur-emglev R-U/Emirelezh |
20 a viz C'hwevrer 1946 |
• Rouantelezh | 22 a viz Meurzh 1946 |
• Dizalc'hiezh werc'hek | 25 a viz Mae 1946 |
Hiziv e | Jordania Arabia Saoudat |
Istor
kemmañDa vare an Impalaeriezh otoman e oa an darn vrasañ eus Treuzjordania e vilayet (proviñs) Siria ; a-viskoazh e oa pobl Treuzjordania an Norzh desachet gant Siria, pa oa hini ar Su tost da Arabia, ma oa rouantelezh hachemit an Hedjaz. E-kerzh ar Brezel-bed kentañ e c'hoavezas Emsavadeg Veur an Arabed a-enep an Impalaeriezh otoman, hag e Treuzjordania pergen e voe emgannoù. Gant harp an ofiser kembreat Lawrence Arabia e c'hallas cherif Mekka kas an emsavadeg da bennvat, ar pezh a vuanaas diskar an Impalaeriezh otoman.
Pa voe echu gant ar Brezel-bed kentañ, ha da heul an emglevioù kuzh Sykes-Picot (1916), e voe dasparzhet trevadennoù an Alamaned hag an tiriadoù otoman d'ar Gevredidi gant Kevredigezh ar Broadoù[1].
- Bro-C'hall a voe mestrez war Liban ha Siria.
- Ar Rouantelezh-Unanet a voe mestrez war Mezopotamia ha Palestina.
D'ar 7 a viz Meurzh 1920 e Damask e voe krouet Rouantelezh Arab Siria (hachemit) gant Kuzul Vroadel Siria ; Treuzjordania an Norzh a oa un darn vras eus ar rouantelezh nevez, tra ma oa Su ar vro en Hedjaz.
Diskaret e voe rouantelezh kentañ Siria gant ar C'hallaoued goude o zrec'h en Emgann Maisaloun, nepell diouzh Damask, d'an 23 a viz Ebrel 1920 : ne voe Stad ebet ken e Norzh Treuzjordania betek ma teuas cherif Mekka dre ar Su gant ul luadig a 300 den da gemer Ma'an, ur gêr e Su an tiriad (sellit ouzh ar gartenn), d'an 20 a viz Du 1920 ; e miz Meurzh 1921 e voe an darn vrasañ eus Treuzjordania dindan beli ar cherif Abdallah.
Er miz-se end-eeun e voe dalc'het Kuzuliadeg Kaero, ma voe divizet envel breur ar cherif, Faisal ben Hussin, da roue Iraq hag ar cherif e-unan da emir Treuzjordania ; div Stad a voe krouet neuze, ha Treuzjordania ne vije ket endalc'het gant ar Stad yuzev a oa war-nes bezañ krouet ivez war glann gornôgel ar stêr Jordan.
D'an 11 a viz Ebrel 1921 e stalias an emir Abdallah ben Hussein e c'houarnamant en Emirelezh Treuzjordania, dindan evezh ar Rouantelezh-Unanet.
D'ar 15 a viz Mae 1923 ez anzavas an R-U e oa Emirelezh Treuzjordania ur Stad renet gant an emir Abdallah ben Hussein ; fuloret e voe ar sionourien abalamour ma oa disrannet Treuzjordania diouzh Palestina, ar pezh a grenne war ar Stad yuzev a vennent sevel er Reter Nesañ[2].
D'an 23 a viz Mae 1923 e voe distaget an Emirelezh diouzh ar Rouantelezh-Unanet, ha d'ar 25 a viz Mae diouzh Palestina.
E 1925 e voe lakaet proviñsoù Ma'an hag Aqaba, a oa e rouantelezh Hedjaz betek neuze, en Emirelezh gant an emir Abdallah, ar pezh a grouas un digor strategek war ar Mor Ruz dre borzh Aqaba.
E 1928 e voe sinet ur feur-emglev etre an R-U hag an Emirelezh : dizalc'h e oa ar Stad arab, met ar Rouantelezh-Unanet a vire soudarded war an tiriad evit skoazellañ an Emirelezh da stourm ouzh aloubadegoù pobladoù eus Norzh Arabia Saoudat a-vremañ er Su d'an tiriad ; an R-U ivez a rae war-dro an aferioù estren ha war-dro ul lodenn eus kellidsteuñv ar Stad. Ken abred ha miz Ebrel 1928 e voe embannnet ur vonreizh hag ur Parlamant a 21 ezel a voe dilennet e miz C'hwevrer 1929.
D'an 22 a viz Meurzh 1946 e voe sinet ur feur-emglev gant ar Rouantelezh-Unanet hag Emirelezh Treuzjordania, a roas he dizalc'hiezh da Dreuzjordania ; daou viz diwezhatoc'h, d'ar 25 a viz Mae 1946, e voe lakaet an emir Abdallah ben Hussein da roue gant Parlamant an Emirelezh, a gemmas hec'h anv e Rouantelezh Hachemit Jordania.
Notennoù
kemmañ- ↑ Emglevioù Sykes-Picot (fr)
- ↑ The Making of Transjordan (en)
Pajennoù kar
kemmañ
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet : Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud dibar : Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel.3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Okeania. 5. En Okeania evit un darn.
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù