Digeriñ al lañser pennañ

Republik Kazakstan pe, ent-berr Kazakstan (kazakeg : Қазақстан, Qazaqstan, [qɑzɑqˈstɑn] ; rusianeg : Казахстан, [kɐzəxˈstɐn]), a zo ur vro vras-ec'hon eus Azia ar C'hreiz, un darnig vihan a zo en Europa avat, er c'hornaoueg d'ar stêr Oural. Dre he gorread eo an navet brasañ bro eus ar bed, met didud a-walc'h eo, gant 6 den dre km², abalamour d'ar stepennoù dezherzhek. Un tammig en tu-hont da 15 milion a dud a oa o chom enni e 2005. Bevennoù he deus gant Kevread Rusia, Republik Pobl Sina, Kyrgyzstan, Ouzbekistan ha Turkmenistan. Hediñ a ra ivez Mor Kaspia. Kazakstan a oa ur republik eus an ez-Unaniezh Soviedel. Bremañ eo ezel eus Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.

Қазақстан Республикасы
(Qazaqstan Respūblīkasy)
Республика Казахстан
(Respublika Kazakhstan)

Flag of Kazakhstan.svg
Emblem of Kazakhstan latin.svg
Banniel Kazakstan Skoed Kazakstan
LocationKazakhstan.png
Yezhoù ofisiel Kazac'heg, Rusianeg
Kêr-benn Nursultan
Prezidant Kassym-Jomart Tokayev
Kentañ Ministr Askar Mamin
Gorread 2 717 300 km²
Poblañs
 - Hollad (2001)
  Stankder

15 143 704
6/km²
Dizalc'hiezh
diouzh
Banniel URSS Unaniezh Soviedel
16 a viz Kerzu 1991
Moneiz Tenge
Kod kenrouedad .kz

IstorAozañ

PolitikerezhAozañ

Ur Republik ur Prezidant en e benn eo Kazakstan. Nursultan Nazarbayev a oa bet addilennet evit 7 bloavezh e 1999 goude dilennadegoù Prezidant ha ne oant ket bet kavet reizh gant an Aozadur evit ar Surentez hag ar C'henlabour en Europa. Abaoe eo bet addilennet bep tro.

  • E miz C'hwevrer 2014 en devoa Nursultan Nazarbayev kinniget ma vije kemmet anv ar Stad : Kazakh Eli "Tir ar Gazaked" e vije an anv nevez[1].

RannvroioùAozañ

DouaroniezhAozañ

 
Kartenn Kazakstan

2,7 milion km² a zo d'ur vro, ken bras ha kornôg Europa.

Nursultan eo ar gêr-benn abaoe miz Mezheven 1998, e-lec'h Almaty.

ArmerzhAozañ

PoblañsAozañ

Liammoù diavaezAozañ

NotennoùAozañ

  1. Time Magazine, 24/02/2014, p. 7.