Republik Kiprenez

Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Republik Kiprenez (Κυπριακή Δημοκρατία e gresianeg ha Kıbrıs Cumhuriyeti e turkeg) eo ar stad dezhi ar riegezh, hervez ar gwir etrebroadel, war Kiprenez (gresianeg Κύπρος ; turkeg Kıbrıs) hag a zo un enezenn e reter ar Mor Kreizdouar, 75 km er-maez da aod su Turkia. 850 000 a dud bennak a zo o chom enni, Gresianed evit ar braz anezho (78 %), ar re all a zo Turked, en o zouez 100 000 degaset betek enno gant gouarnamant Turkia.

Flag of Europe.svg
Unaniezh Europa
Κυπριακή Δημοκρατία
Kypriakí Dimokratía
Kıbrıs Cumhuriyeti
Banniel Kiprenez Coat of arms of Cyprus (2006).svg
Banniel Ardamezioù

Kan broadel Ύμνος εις την Ελευθερίαν
( "Kan evit ar Frankiz")
Sturienn (Hini ebet)
Yezh ofisiel gresianeg, turkeg
Kêr-benn Levkosía (Nikozia)
Gorread
• En holl
• % dour

9 251 km²
0,001%
Poblañs
• Hollad
•Stankter

1 281 506 (2021)
139 ann./km²
Prezidant' Nicos Anastasiades
Gouel broadel 1añ a viz Here
Moneiz Euro
Kod pellgomz 357
Kod Internet .cy
  • ██ Kiprenez en UE (etre Turkia ha Siria)
  • Ur Stad dizalc'h eo abaoe 1960. Met abaoe 1974 emañ lodenn viz an enez e dalc'h arme Turkia. Rannet eo eta an enez e div lodenn gant ul linenn (al linenn c'hlas) hag a dremen ivez dre ar gêr-benn. Er rann-se ez eus bet savet gant gouarnamant Ankara ur Republik Turk Kiprenez an Norzh ha n'eo anzavet gant bro all ebet estreget Turkia. An darn vrasañ eus annezidi ar rann-se a zo Turked, a-orin eus an enez pe bet degaset eus an douar bras gant gouarnamant Ankara.
    N'eus nemet Republik Kiprenez a zo degemeret gant ar gumuniezh etrebroadel ha kement-se evit an enez a-bezh. En Unaniezh Europa emañ ivez abaoe ar c'hentañ a viz Mae 2004. An darn vrasañ eus an dud eus al lodenn kontrollet gant ar gouarnamant a zo gresianegerien anezho.

    E kreisteiz an enez ez eus daou vonn dalc'het gant arme ar Rouantelezh-Unanet (Akrotiri ha Dhekelia). Lezennoù Kiprenez ne dalvezont ket en div lodenn-se.