Malaysia zo ur vonarkiezh vonreizhel kevreadel e Gevred Azia. Trizek stad ha tri ziriad kevreadel a ya d'hec'h ober. Div rannvro vras zo, dispartiet gant Mor Sina ar Su : Ledenez Malaysia ( anvet Malezia ivez), stag ouzh ar c'hevandir ha Malaysia Borneo en enez Vorneo) ; "Malaysia ar C'hornaoueg" ha "Malaysia ar Reter" a vez graet anezho ivez.

Malaysia مليسيا

Sturienn vroadel
Bersekutu bertambah mutu
"An unvaniezh eo an nerzh"
Kan broadel
Negaraku ("Ma bro")

3°08'00" N – 101°41'00" R
Dizalc'hiezh
• Diouzh ar RU
(Malaya hepken)
• Kevredad

31 Eost 1957

16 Gwengolo 1963
Kêr-benn Kuala Lumpur

Yezh ofisiel
• Skritur ofisiel
• Yezh anavet
Bahasa Melayu
Latin
Saozneg
Gouarnamant
Monarkiezh vonreizhel gevreadel
Roue Ibrahim Ismail
Pennmaodiern Anwar Ibrahim
Douaroniezh
Gorread
• Hollad
• Dour

330 803 km² (68vet)
0,36%
Poblañs 31 981 392 (Gouere 2017)[1]
Stankter 97 ann./km²
Armerzh
KDP (PGP)
• Hollek
• Keitat
2017
$926,1 milmilion (27 vet)
$28 900 (70 vet)
FDD (2016)[2] 0,789  uhel (59 vet)

Moneiz Ringgit (RM) (MYR

Gwerzhid-eur
Eur hañv
UTC + 8
UTC + 8

Kod pellgomz +60
Kod Internet .my
Internet
(ms) (en) www.malaysia.gov.my

Douaroniezh

kemmañ
 
Menez Kinabalu

Un aridennad menezioù a-stur gant aod ar Gornaoueg zo el ledenez, ar penn uhelañ o vezañ Menez Korbu (2 180 m). Muioc'h er Reter ez eus un torosad ennañ Menez Tahan (2 187 m). Izeloc'h eo an torosennadur war-du ar Su.
Inizi zo a-da kavarout eo hed an aodoù , en emled a-hed 5 000 km. Kompezennoù ledan ha strujus zo war ribl aodoù ar Gornaoueg ; strisoc'h eo plenennoù ar Reter. Diouzh tu strizh-mor Malaka, e-tal Enez Sumatra, ez eus geunioù ha mangrovennoù, da lavarout eo paletuvez uhel war o gwrizioù.
Alies e vez dourgresk er stêrioù da vare ar glaveier.
Menezioù uhel zo e Stadoù Norzh Borneo : Menez Kinabalu (4 175 m) ha Menez Murud (2 423 m), ouzh o zreid kompezennoù strizh a-hed an aod hag ur blaenenn c'heuniek.

Tost d'ar c'heheder emañ Malaysia, setu e vez tomm ha glavek an amzer a-hed ar bloavezh. Gant avelioù karget a c'hlav o tont a bep eil e tiforc'her etre ar mareoù-bloaz.
Ur goadeg trovanel gleb a c'holo kreiz ar vro.

Adalek an IIIe betek an IIvet milved, e-kerzh Nevezoadvezh ar maen eta, ez erruas war aodoù Norzh Borneo poblañsoù mongolianek – da lavarout eo o daoulagad moan – a gomze hep mar ur yezh aostroneziat ; hendadoù ar pobladoù Dayak ez int ; an hevelep tud a gomze ur yezh monek-kmerek war ledenez Malaysia.
En eil kantved kent JK e tiorroas metalouriezh an houarn hag an arem, a pezh a ziskouez e veze darempredoù kenwerzhel etre Indonezia ar Reter hag Indez-Sina an Norzh.

E deroù an amzervezh kristen e voe savet keodedoù war aodoù ledenez Malaysia ha re Borneo evit kenwerzhañ gant Indez ha Sina. Adalek ar VIIvet kantved e voent dindan levezon Impalaeriezh Srividjaya staliet war Enez Sumatra ; indianekaet e oa an impalaeriezh, met gouzout a ouezas skignañ yezh ha sevenadur ledenez Malaysia.

War-dro ar bloaz 1400 e voe diazezet rouantelezh Malaka war al ledenez ; e 1414 e voe islamekaet hag e ledanaas he levezon war ar rannvro en he fezh.
E 1511 e voe dindan beli Portugal, hag e 1641 e voe dalc'het gant Hollandiz. Dilec'hiet e voe kreiz ar rouantelezh da Johor neuze, kent bout staliet en Enezeg Riau hag a zo unan eus proviñsoù Indonezia hiziv. E-keit-se e voe Stadoù malays Norzh ledenez Malaysia o tremen dindan pennaotrouniezh rouantelezh Siam.
Rouantelezh Brunei, hag a oa anavezet gant Sinaiz abaoe an IXvet kantved, a rene ivez war Borneo ha Malaysia ar Reter evel m'emañ hiziv ; islamekaet e voe er bloavezhioù 1520, ha dizalc'h e chomas betek an XIXvet kantved.

E 1786 e voe prenet enez Pulau Pinang gant ar Rouantelezh-Unanet ; e 1795 e c'houzalc'hjont Malaka hag e 1819 e prenjont Singapour, kement-se holl evit mestroniañ hent ar strizhoù-mor. Adal an tri ziriad-se, a anvjont Straits Settlements ("Trevadennoù ar Strizhoù-mor"), e ledanajont o levezon politikel hag armerzhel ; adalek 1874 betek 1914 e sinjont feurioù-emglev gwarezveli gant sultanelezhioù al ledenez, en o zouez ul lodenn vat eus ar re hag o devoa anzavet beli rouantelezh Siam.
E-keit-se, ul lodenn eus an tiriadoù hag a oa bet e dalc'h Brunei a voe piaouet gant kompagnunezhioù breizhveurat prevez.

Eus 1941 betek 1945 e voe gouzalc'het Malaysia gant Japaniz. Kerkent goude, e 1946, Breizhveuriz a savas Unaniezh Malaysia dre vodañ Malaka, Penang hag an 9 sultanelezh valays. Da Gevread Malaysia e troas an Unaniezh e 1948, ha d'an 31 a viz Eost 1957 e voe roet e zizalc'hiezh dezhañ gant ar Rouantelezh-Unanet, gant ma chomje e Kenglad ar Broadoù.

E 1959 e voe disklêriet ar stad a zifrae er C'hevread en abeg d'ur gerc'hvell kaset gant komunourien sinaat, ar pezh a badas betek 1960.
E 1963 e voe staliet Stad Malaysia, enni 11 Stad ar C'hevread kevret gant Stadoù Sabah ha Sarawak Borneo, ha Singapour ; e 1965 en em dennas Singapour diouzh Malaysia.

Enep krouidigezh Stad Malaysia e savas Indonezia avat, ha brezel a voe etre an div Stad betek 1966.

Abaoe he c'hrouidigezh e chom ur gudenn veur gant ar Stad, pa vez bresk bepred ar c'hempouez etre he fobladoù.
Eus 1983 da 2003, dindan gouarn ar pennmaodiern Tun Dr. Mahathir bin Mohamad e voe harpet ar gouarnamant gant un emglev etre ar strollad malay, an hini sinaat hag an hini indian ; adalek neuze ez a gwelloc'h an traoù, pa 'z eus bet divizet bodañ an nerzhioù-se evit diorroadur armerzhel Malaysia.
Etre 2009 ha 2018 e voe kendalc'het ar strivoù gant gouarnamant Mohamed Najib bin Abdul Razak, hag abaoe an 10 a viz Mae 2018 ez eo Tun Dr. Mahathir bin Mohamad pennmaodiern Malaysia adarre.

Stadoù ha tiriadoù Malaysia

kemmañ
 
Kuala Lumpur : Sultan Abdul Samad Building
 
Kota Kinabalu : azeuldi Pu Tho Si

E ledenez Malaysia

kemmañ

Unnek eus stadoù Malaysia, ha daou diriad, a zo lec'hiet el ledenez (kêrioù-penn etre krommelloù):

Stadoù
Tiriadoù kevreadel

E Borneo

kemmañ

Div eus ar stadoù, hag un tiriad kevreadel a zo en enez Borneo (kêrioù-penn etre krommelloù):

Stadoù
Tiriad kevreadel

Poblañs ha kevredigezh

kemmañ

Da 31 381 992 e save an niver a dud e Malaysia e 2017.
Bumiputera ("Mibien an douar") a reer eus 61,7% anezho e 2017, da lavarout eo Malaysianed ha henvroidi : ar pobladoù Orang Asli, Dayak hag Anak Negeri ; dasparzhet eo an 38,3% a chom etre Sinaiz (20,8%), nann-keodediz (10,4%), Indianed (6,2%) ha tud all (0.9%).

Yezhoù

kemmañ

Kontet ez eus bet 134 yezh vev e Malaysia, en o zouez 112 yezh henvroat ha 22 yezh deuet a bellvro. Meur a yezh henvroat zo e Malaysia ar Reter, ibaneg ha kadazaneg o vezañ ar re a vez komzet gant ar muiañ a dud.

Ar malayeg (bahasa Melayu) eo ar yezh ofisiel, hag anzavet eo ar saozneg ivez a-c'houde Istor Malaysia.
C'hwec'h yezh sinaek a vez komzet ivez : kantoneg, mandarineg, hokkieneg, hakkaeg, hainaneg ha fuzhoueg. Yezhoù estren all a glever ivez digant Malaysianed : tamileg, telugueg, malayalameg, pandjabeg ha taieg.

Relijionoù

kemmañ

An islam zo bet lakaet da relijion ofisiel e Malaysia, ma tisklêrias 61,3% eus ar boblañs bout muzulmat e 2010.
Ar voudaegezh eo an eil relijion (19,8%), heuliet gant ar gristeniezh (9,2%) hag an hindouegezh (6,3%) ; relijionoù sinaat (konfusianegezh ha daoegezh a ya d'ober 1,3% ha 0,4% zo relijionoù all. Dizoue eo 0,8% eus ar boblañs, hag 1% eus an dud ne respontjont netra diwar-benn o relijion e 2010.

Oadoù

kemmañ
Dasparzh an aodoù e Malaysia e 2017
Dregantad Merc'hed Paotred
0-14 vloaz 27,83% 4 238 991 4 493 084
15-24 bloaz 16,81% 2 598 958 2 677 834
25-54 bloaz 41,00% 6 358 762 6 507 499
55-64 bloaz 8,27% 1 277 558 1 316 331
> 65 bloaz 6,10% 1 005 125 907 850
Yaouank eo poblañs Malaysia, pa 'z eo 28,5 bloaz oad krenn an dud ; koshoc'hik eo ar merc'hed (28,8 vloaz) eget ar baotred (28,2 vloaz).
Da 1,37% e savas kresk ar boblañs e 2017.
En hevelep bloavezh e voe 19,1 ganedigezh dre 1000 den (85vet er bed).
Uheloc'h eo feur ar ganedigezhioù eget hini ar marvioù, pa voe 5,1 marv dre 1000 den e 2017 (192 vet er bed).

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ