Yezhoù sinaek

familh yezhoù

Ur skourr eus ar yezhoù sinek-tibetek eo ar yezhoù sinaek (汉语 pe 漢語 hànyǔ pe 中文 zhōngwén), komzet gant tro-dro da 1.3 bilion a dud en holl, da lâret eo ur bemved eus boblañs ar bed-holl.

Komzet e vez ar yezhoù sinaek e mod pe vod e Sina (Republik Poblek Sina, Hong Kong, Makao), Taiwan) hag ivez e Singapour, Indonezia, Tailand, Vietnam, Myanmar, Kambodia, Malaysia hag e lec'hioù zo eus Japan, Norzh Korea, Su Korea ha Filippinez. Meur a sinaegour all a vez kavet dre ar bed holl hag en Europa ivez.

Yezh ofisiel Republik Poblek Sina ha Taiwan hag ivez unan eus peder yezh ofisiel Singapor eo ar sinaeg (sinaeg unvan). Gant ar saozneg ez eo ar sinaeg (kantoneg dre gomz) unan eus div yezh ofisiel Hong Kong hag eivez e Makao gant ar portugaleg.

Unan eus c'hwec'h yezh ofisiel ar Broadoù Unanet eo ar sinaeg (sinaeg unvan).

Meur a berzh boutin ez eus etre an eil yezh sinaek hag eben, da skouer an holl a ra gant tonennoù hag an holl anezhe a zo yezhoù dezrannel.

Diouzh an tu all, avat, ez eo ken disheñvel ar yezhoù sinaek kentrerze hag ar yezhoù romanek, da lâret eo daoust d'an heñvelderioù n'eus ket tu peurliesañ d'an dud a gomz ur yezh pe ur rannyezh sinaek da gompren tud a ra gant unan all, nemet e vefe tost-tre an eil d'eben.


Dre vras e reer an diforc'h etre 14 yezh pe bloc'had yezh pennañ bennaket:

Diazet war rannyezhoù mandarinek an norzh ha dreist-holl hini Beijing eo ar yezh unvan ma reer pǔtōnghuà (普通话) outi e Republik Poblek Sina guóyǔ (國語) e Taiwan ha huáyǔ (華語 pe 华语) e Singapor ha Malazia.

Skrivet e vez ar yezhoù sinaek gant ur skritur logografel. Dre ma ne denn ket ar sistem-se d'an doare ma vez distaget ar gerioù, oc'h ober dave kentoc'h d'ar semantik ha morfemennoù ar yezh ez eus tu d'e implijout evit skrivañ meur a yezh sinaek disheñvel diouzh o distagadur met tost-tre diouzh o struktur.

Ar c'hantoneg eo ar yezh sinaek nemeti estreget ar mandarineg ganti ur yezh unvan implijet dre skrid ha meur a garakter ispisial ez eus evit ober gant ar yezh-se dre skrid.

A-hendall e oa bet diorroet un doare-skrivañ ispisial gant ar maouezed e hunan anvet nü shu evit skrivañ o yezh ha skrivet e vez an dounganeg, tost-tre d'ar mandarineg, gant al lizherenneg kirillek goude ma oa bet implijet al lizherenneg arabek.

Implijet e vez meur sistem romanizadur ivez evit skrivañ ar yezhoù sinaek gant lizherennoù al lizherenneg latin, en o zouez ar pinyin, hini ofisiel Republik Poblek Sina.

Gwelet ivez

kemmañ
  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.