Morfem
Hervez ar yezhour brudet Leonard Bloomfield ez eo ur morfem pe stummad an elfenn ster bihanañ, da lavarout eo dirannus, en ur yezh.
Da skouer : Er ger adober ez eus daou vorfem : "ad-" a zo anezhañ ur morfem stag, d.l.e. ne c'hell ket bezañ implijet er yezh hepmuiken hag ober a zo anezhañ ur morfem distag, d.l.e. ur ger ennañ e-unan.
Doareoù morfemoù
- Morfem distag
Ur morfem a c'hell ket bezañ implijet er yezh evel ur ger ennañ e-unan.
- Morfeme distag
Ur morfem na c'hell ket bezañ implijet er yezh hepmuiken, d.s. lostgerioù evel '-ad' e 'dornad'.
- Morfem yezhadurel (saoz. 'inflectional morpheme')
Gant ar re-mañ ne vez ket cheñchet ster ur ger met kentoc'h e berzh en ur frazennoù. Merket e vez gant ar morfemoù yezhadurel amzer ar verboù, jener ha niver un anv-gwan, h.a.
- Morfem krouiñ (saoz. 'derivational morpheme')
Seurt morfemennoù a dalvez da grouiñ gerioù en ur c'hlas yezhadurel disheñvel, d.s. 'ober' (verb) -> 'oberiant' (anv-kadarn -> 'oberiantiz' (anv-gwan)