Ar verb zo unan eus div elfenn ar frazenn, hag ar rummenn yezhadurel karget da verkañ an ober (d.s degas, lenn), pe un darvoud (d.s. kreskiñ, lugerniñ), pe ur stad (d.s. bezañ, bevañ).

  • Skouerioù: Yann a lenn. Krampouezh a zebromp.

Stummoù ar verb a c'hell chench kalz a yezh da yezh. Setu un nebeud faktorioù a c'hell bezañ diskwelet gant ur verb (pe get):

  • an amzer (saoz. tense);
  • an arvez (saoz. aspect);
  • an doare (saoz. mood) hag;
  • an tu (saoz. voice).

A-hendall e c'hell bezañ displeget evit klotaat gant:

Fiz ar verboù kemmañ

Pep verb a c'hell kaout un niver a arguzennoù o vont da unan betek tri. fiz (saoz.valence pe valency) ar verb e vez graet eus an niver-se.

Renket a c'hell bezañ ar verboù neuze hervez o fiz:

Gant ar verboù-mañ ne vez nemet ur rener hepmuiken, d.s.: redek a ra pe kouezhañ a ra;

Ouzhpenn ar rener, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn eeun, d.s.: emañ o tebriñ pesk; komz brezhoneg a ra.

Ouzhpenn ar rener hag ur renadenn eeun, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn dieeun, d.s.: reiñ a reas ul levr dit; "dezhi en doa kaset ar bleunioù

Kalz raloc'h eo verboù gante ur fiz kevatal da 0, da lâret eo hep rener. Kavet e verboù dipersonel seurt-se e portugaleg, d.s. chove hag ivez e brezhoneg glav a ra.

Verb-stagañ kemmañ

Ur verb-stagañ (pe kouplenn) a zo anezhañ ur ger a dalvez da liammañ ur rener gant un doareenn hag a zo kevatal gantañ, da skouer:

  • ma c'harr-tan eo hennezh - rener + verb-stagañ + raganv doareenn
  • ma gwreg eo ar vaouezh-se - rener + verb-stagañ + anv-kadarn doareenn

E meur a yezh ez eus ur rummad verboù ispisial evit ober war-dro ar perzhioù-se hag a vez verboù-stagañ oute.

E meur a yezh, evel en arabeg da skouer, ne vez implijet verb-stagañ ebet, dreist-holl en amzer vremañ. Implijet e vez strukturioù disheñvel evit ober an diferc'h etre frazennoù deskrivañ ha frazennoù stagañ rik.

Da skouer en arabeg:

  • الكتب كبير al-kitab kabiir ("al levr a zo bras'") - verb-stagañ ebet
  • الكتب الكبير al-kitaab al-kabir ("al levr bras") - verb-stagañ ebet + adimplij ar ger mell strizh

E yezhoù all evel ar sineg avat, e vez graet un diforc'h etre ar verboù a dalvez da zeskrivañ ar rener diouzh un tu (d.s. verb = 0 e sineg) hag ar verboù-stagañ rik (d.s. shí e sineg).

Da skouer e sineg:

  • 这本书不大 zheben shu bu da ("al lver-mañ n'eo ket bras") - hep verb-stagañ
  • 这本书是我的 zheben shu bu shi wode ("al levr-mañ n'eo ket ma hini") - gant ur verb-stagañ.

An anv-verb hag an anv-gwan-verb kemmañ

An darn vrasañ eus yezhoù ar bed o deus ur stumm ispisial anvet anv-verb hag a dalvez da zeskrivañ ar pezh a vez graet gant ar verb-se. Talvez a ra ar stumm-mañ ivez da envel ar verb, ds. « ar verb ober ».

Er yezhoù indezeuropek ez eo kevatal stummoù an anv-gwan-verb gant ar pezh a reer ivez partisipoù oute. Yezhoù evel ar saozneg hag ivez ar brezhoneg a ra un diforc'h alies ivez etre an anvioù-gwan-verb aktivel hag ar re pasivel, da skouer:

  • digor emañ an nor (aktivel)
  • digoret e voe an nor (pasivel)

Emglevioù ar verb kemmañ

Er yezhoù a ra gant lostgerioù evit displegañ ur verb, peurliesañ e klot stumm ar verb gant arguzenn bennañ ar verb-se, d.l.e gant gour, niver ha reizh ar rener).

Daoust ha m'emañ sklaerik a-walc'h seurt reolennoù a reer emglev ar verb oute e yezhoù zo evel e galleg da skouer, e yezhoù all evel ar brezhoneg ez int luziet a-walc'h rak displeget e vez ar verb pe get hervez e lec'h er frazenn.

Yezhoù evel an euskareg a ra gant un doare displegadur liespersonel, d.l.e e vez displeget ar verb hervez perzhioù yezhadurel ar rener met ivez re ar renadennoù.

Gwelet ivez: kemmañ