Amzer (yezhadur)
Hervez reolennoù yezhadur pep yezh e vez implijet amzerioù da verkañ ar prantad ma c'hoarvez un ober bennak.
Alies e vez merket an amzerioù-se e stummoù ar verboù. Kement-se a c'hoarvez e brezhoneg hag er yezhoù indezeuropek hag e meur a yezh all, hag abalamour da se e reer amzerioù-verb anezhe. A-wechoù avat e vez merket gant merkoù all distag diouzh ar verb, evel e sinaeg ha meur a yezh all komzet en Azia, pa dalvez an adverboù da verkañ an amzerioù yezhadurel hepmuiken
Setu amañ da skouer daou zoare da dreiñ ar bomm brezhonek « Mont a rin warc'hoazh » e saozneg :
- Amzer merket gant ar verb : I will go tomorrow (En dazont kevrennek emañ ar verb to go, "mont").
- Amzer nann-merket gant ar verb : I am going tomorrow (En amzer-vremañ e chom ar verb, an adverb tomorrow "warc'hoazh" a verk an dazont).
Yezhoù all evel ar rusianeg avat a ra kentoc'h gant arvezoù, pa c'hellont ober hep amzerioù nemet p'o devez ezhomm diouto pe pa vez ret dezho eztaoliñ.
Diaes e vez a-wechoù gouzout pet amzer yezhadurel a vez implijet gant ar yezh-mañ-'r-yezh, rak lod yezhoù a verk ivez en o verboù titouroù all hag a dennañ da wirionder ar frazennoù, h.a. Ne vez ket aezet atav ober an diforc'h ivez etre an amzerioù hag an arvezoù (Gw. pelloc'h).
E brezhoneg e vez graet an diforc'h etre stummoù arbennik ar verb bezañ/bout : ar boaz (vez), al lec'hiañ (emañ) hag ar stadoù all (zo/eo) ; ne c'heller ket displegañ pep unan eus ar stummoù-se e pep unan eus amzerioù ar verb avat. Hevelep stummoù arbennik n'eus ket anezho e verboù all ar yezh.
- vez : pa c'hoarvez un dra alies pe a wech da wech, e.g. « Yen e vez an amzer er goañv ».
- emañ : pa c'hoarvez un dra en ur prantad resis pe evit lec'hiañ un dra, e.g. « Emaoc'h o lenn ar pennad-mañ », « E Breizh emañ Naoned ».
- zo/eo : implijoù all, e.g. « C'hwi zo o lenn ar pennad-mañ », « Yen eo an amzer hiziv ».
Ne glot ket dre ret an doare ma vez implijet an amzer-mañ-'n-amzer etre an eil yezh hag eben. Da skouer :
- (br) Gwelet 'm boa anezhañ warlene (amzer peurdremenet)
- [[fr}} Je l'ai vu l'année dernière (amzer dremenet strizh)
- {en}} Did you ever go to Canada? (Stadoù-Unanet) / Have you ever been to Canada? (Breizh-Veur)
Amzerioù kevrennek
kemmañMeur a yezh, en o zouezh ar brezhoneg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù indez-europek all, a ra gant amzerioù kevrennek. Savet e vez an amzerioù-se dre implijout stummoù disheñvel ar verb pennañ gant ur verb-skoazell evel bezañ (d.s. aet on) pe en devout (d.s. debret em eus).
N'eo ket amzerioù kevrennek ar stummoù verb a implij an displegadur dre ober (d.s; debriñ a ran) hag a c'hell bezañ displeget en un doare kevrennek ivez (d.s. gant en devout : "debriñ am eus graet").
Implijet a c'hell bezañ meur a verb all evel verb sikour, da skouer :
- (en) will (amzer dazont), d.s. I will go ("mont a rin")
- (pt) ter (amzer dremenet), d.s. Tenho ido ("bet on bet")
Setu un nebeud skouerioù tennet diwar ar yezhoù indezeuropek gant ar verb mont.
Amzerioù | FAMILHOÙ ha YEZHOÙ | Evezhiadennoù | ||||
Keltiek brezhoneg mont |
Germanek Saozneg to go |
Romanek Italianeg andare |
Germanek Svedeg att gå |
Finnek_ougrek Finneg mennä | ||
Amzer vremañ eeun | ez an | I go | vado | jag går | menen | Implijet peurliesañ evit doare-disklêriañ an amzer a vremañ. |
Amzer vremañ (stumm war ober) |
emaon o von | I am going | sto andando | Jag går. | Olen menossa. | Emañ eo ar stumm verb skoazell nemetañ a c'hell dont dirak stumm ar verb pennañ e brezhoneg, d.s. emaon o vont pe o vont emaon ; reizh eo debriñ a ran met direizh eo *a ran debriñ. |
Amzer dremenet strizh kevrennek |
aet e oan | I went | Andai | jag gick | menin | Stank-tre eo seurt amzerioù kevrennek evit merkañ amzerioù tremenet e yezhoù ar bed, dreist-holl ar re indez-europek. Yezhoù evel ar brezhoneg a ra an diforc'h etre meur a zoare amzer dremenet : debriñ a ris (bez' e tebris) ; debriñ am eus graet (debret em eus) ; debriñ a raen (bez' e tebren) ; o tebriñ e oan (o tebriñ edon). |
Amzer dazont eeun | ez in | — | andrò | Jag ska gå | Menen | E lod yezhoù evel ar c'hembraeg e c'hell klotaat stummoù an amzer dazont strizh gant stummoù an amzer vremañ strizh. Ar saozneg a ra an diforc'h etre oberoù bet prederiet en a-raok hag ar re graet en dazont hep raktres kent ebet : I am going to do it ("Emaon o vont d'en ober" ; divizet em boa dija e rafen an dra-mañ en dazont) ; I will do it ("En ober a rin" ; ober a rin en dazont, met n'em boa ket soñjet en ober a-raok lavaret ar frazenn-mañ). |
Amzer dremenet (stumm war ober) |
edon o vont | I was going | andavo | olin menossa | — | Ne vez ket implijet ar stumm arbennik edo e pep lec'h ; ar stumm oa a vez implijet el lec'hioù all. |
Amzer dremenet strizh | ez is (bet on) | — | sono andato | jag har gått | olen mennyt | Echu eo an ober gant ar stumm verb-mañ, ha n'emañ ket o kenderc'hel en amzer vremañ. |
Amzer beurdremenet | aet e oan | I had gone | ero andato | eag hade gått | olin mennyt | O verkañ un ober a c'hoarvezas a-raok un ober all en amzer dremenet. |
Amzer dazont peurdremenet |
aet e vin bet | I will have gone | sarò andato | jag kommer att ha gått | — | Ral a-walc'h eo seurt amzerioù e brezhoneg. Stank-tre e vezont implijet e yezhoù all evel ar saozneg avat. |
Amzer, doare, tu hag arvez
kemmañNe vez ket aezet atav ober an difor'ch etre amzerioù, doareoù, tu hag arvez ur verb. Da skouer, ar stummoù war ober (emaon o vont ; edon o vont) a denn da arvez ar verb ha n'eo ket d'e amzer, hag e c'hellont bezañ displeget e meur a amzer (amzer vremañ : emaon o vont ; amzer dremenet : edon o vont). E saozneg avat ez eo dibosubl disrannañ arvez ar verb diouzh e amzer. Yezhoù evel ar sinaeg a ra hep amzer (tremenet - bremañ - dazont) ebet, pa 'z implijont kentoc'h arvezioù (echu - diechu).
Renkadur an amzerioù
kemmañBez' e c'heller renkañ an amzerioù evel-mañ dre vras :
- absolutivel : merkañ a ra an amzer e-keñver an mare m'emeur o komz (d.l.e. "bremañ"). Da skouer : Em c'hoazez emaon a denn d'an amzer a-vremañ.
- relativel : merkañ a ra an amzer e-keñver ur mare disheñvel diouzh an hini m'emeur o komz, d.s "En ur bourmen e kêr e welas ur c'hi bihan". Amañ e tenn amzer gwelet da hini pourmen met ne vez ket resisaet peseurt liamm amzer a zo etre an daou verb-se.
- absolutivel-relativel : merkañ a ra an amzer e-keñver un dra all liammet en un doare ameeun gant an amzer m'emeur o komz, d.s P'edo o pourmen e kêr e welas ur c'hi bihan. Amañ, amzer gwelet a denn da hini pourmen ha resis eo al liamm-amzer a zo etre an daou verb-se.
Ouzhpenn merkañ an diforc'h etre amzer dremenet / amzer vremañ / amzer da zont, meur a yezh a verk ivez (pe a c'hell merkañ) pegen tost pe bell emañ an oberoù-se diouzh an amzer vremañ pe duiouzh un amzer all :
- amzerioù hodiernek : an amzerioù hodiernek a denn da traoù a c'hoarvez e-kerzh an deiz m'emeur o komz (hiziv), d.s. an amzer hodiernek dremenet a denn da draoù bet graet abretoc'h hiziv (d.l.e. feteiz). An amzer dazont goude-hodiernek a denn da draoù a c'hoarvezo diwezhatoc'h, hep resisaat pegoulz, hag an amzer dremenet rak-hodiernek a denn da draoù a zo c'hoarvezet a-raok hiziv hep resisaat pegoulz.
- amzerioù hesternek : seurt amzerioù a denn d'an traoù c'hoarvezet en derc'hent (d.l.e. dec'h). Bez' ez eus amzerioù tremenet rak-hesternek hag a denn da draoù c'hoarvezet a-raok dec'h keit ha ma tenn an amzer dremenet hesternek da draoù c'hoarvezet en derc'hent hep resisaat pegoulz.
Lod yezhoù a ziforc'h etre amzer dremenet / amzer vremañ / amzer da zont diouzh un tu, hag amzerioù arbennik all hag a verk amzer nann-dremenet / amzer nann-vremañ / amzer nann-da zont.
Setu amañ un nebeud amzerioù.
- Amzerioù absolutivel
- Amzer dazont. Lod yezhoù o deus meur a amzer da zont d'o verboù, evit lavaret pegen pell en dazont emañ an traoù emeur o komz diwar o fenn. En o zouez emañ :
- Amzer dazont tostañ : en amzer dazont, nepell.
- Amzer vremañ hodiernek : hiziv.
- Amzer dazont goude-hodiernek : goude hiziv.
- Amzer dazont pellañ : en amzer dazont pell pe belloc'h.
- Amzer dazont darvoudel : tennañ a ra d'ar pezh a c'hoarvezo, kentoc'h evit ar pezh a vo graet gant unan bennaket, d.s. me gav din e vo kollet ar redadeg ganti.
- amzer nann-dazont : tennañ a ra d'an amzer dremenet pe d'an amzer vremañ, hep resisaat pe hini. Eneb an amzer dazont eo.
- amzer nann-dremenet : tennañ a ra d'an amzer vremañ pe d'an amzer dazont, hep resisaat pehini. Enep an amzer dremenet eo.
- Amzer « pas c'hoazh » : n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh (nag en amzer vremañ nag en amzer drement = nann-dazont), met sañset eo c'hoarvezout. Un amzer hag ur mod eo.
- Amzer dremenet : lod yezhoù a verk pegen pell en amzer dremenet e oa c'hoarvezet un dra bennak e-keñver an amzer vremañ.
- Amzer dremenet hesternek : dec'h pe dost, met pas kalz abretoc'h evit dec'h.
- Amzer dremenet hodiernek : abretoc'h hiziv hep resisaat pegoulz.
- Amzer dremenet tostañ : amzer dremeent tost-tre, d.l.e. ur vunutennig zo.
- Amzer dremenet tost : en deizioù pe er sizhunioù pe er mizioù tremenet.
- Amzer dremenet pellañ : a-raok an deizioù pe ar sizhunioù pe ar mizioù tremenet.
- Amzer dremenet nann-dost : eneb an amzer dremenet tost.
- Amzer dremenet nann-bell : eneb an amzer dremenet pellañ.
- Amzer dremenet rakhesternek : a-raok an amzer dremenet hesternek.
- Amzer dremenet rakhodiernek : a-raok an amzer dremenet hodiernek.
- Amzer drement strizh : amzer drement hep arvez na mod.
- Amzer vremañ
- Amzer « c'hoazh »' : a denn d'un ober hag a gendalc'h betek an amzer m'emeur o komz.
- Amzerioù absolutel-relativel
- Amzer dazont strizh : echu e vo un dra bennaket a-raok ma tegouezo ur mare resis en amzer dazont.
- Amzer da zont en dazont : en dazont e vo c'hoazh pa vo erru ur prantad resis en amzer dazont.
- Amzer dazont en amzer dremenet : tremenet e vo dija d'ur mare resis en amzer dazont.
- Amzer dazont peurdremenet : echu e vo d'ur mare resis, pa vo bet deuet an amzer dazont da vezañ an amzer dremenet, d.s. Aet e oa Mari da labourat. D'ar mare ma dlefe bet distro d'ar gêr e vije bet achuet an dud da laerezh he zi.
- Amzer peurdremenet : tremenent e oa dija en amzer drement.
- Amzerioù relativel
- Amzer dremenet relativel : en amzer dremenet hep resisaat pegoulz.
- Amzer nann-dazont relativel : en amzer dremenet pe en amzer vremañ hep resisaat pegoulz.
- Amzer vremañ relativel : en amzer vremañ hep resisaat pegoulz.
- Amzer nann-dremenet relativel : en amzer vremañ pe en amzer da zont hep resisaat pegoulz.
- Amzer dazont relativel : en amzer dazont hep resisaat pegoulz.