Amzerioù yezhadurel
AMZER-DREMENET
Strizh
Amstrizh
Amdremened
Peurdremened
Tremened kent
Tremened adkevrennek
Tremened tostañ
Tremened pellañ
Amzer-dec'h
AMZER-VREMAÑ
Amzer-hiziv
AMZER-DA-ZONT
Dazond kent
Amzer-warc'hoazh
AORISTEK
Reizhiad rik
Reizhiad keñveriek

Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-hiziv pe amzer hodiek (e saozneg: hodiernal tense, diwar al latin: hodie, "hiziv") evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober a c'hoarvez pe a vez kaset da benn en deiz-a-hiziv en un doare rik pe c'hoazh e-kerzh un deiz dave all en un doare keñveriek.

Bez' e c'hell an amzer-hiziv bezañ en amzer-dremenet evit komz eus darvoudoù c'hoarvezet hiziv dija pe c'hoazh en amzer-da-zont evit komz eus darvoudoù a c'hoarvezo c'hoazh pelloc'h hiziv.

Implijet e vez amzerioù-rakhiziv (saoz. post-hodiernal) evit komz eus darvoudoù a c'hoarvezo goude hiziv keit ha ma implijer amzerioù-goudehiziv (saoz. post-hodiernal) evit komz eus darvoudoù a c'hoarvezo goude hiziv.

Implijet e vez amzerioù evel-hen er yezhoù bantouek hag e yezhoù all kozmet en Afrika, da skouer e louoeg, merket gant rakger "n-"[1].

nyóro nyóo, ny- ‘yesterday’s past’ (hesternal) nyóca nyóc(a), nyóc- ‘the day before yesterday’ yandέ yand(έ), yand- ‘a few days ago’

Notennoù

kemmañ

Gwelit ivez

kemmañ