Amzer-dremenet (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dremenet evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud c'hoarvezet a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad rik pe c'hoazh a-raok ur mare all m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad keñveriek.
Yezhoù ar bed
kemmañAlies e tiforc'h yezhoù ar bed etre an arvez strizh hag an arvez ledan (amdremenet) en amzer-dremenet, da skouer:
- Arvez strizh
- e brezhoneg: debras (debret en deus / debriñ en deus graet)
- e saozneg: he has eaten
- e galizeg: comeu
- Arvez ledan
Yezhoù all avat ne verkont ket an amzer-dremenet en o yezhadur war-eeun, oc'h ober kentoc'h gant adverboù seul wezh mar bez ezhomm, da skouer
- E sinaeg:
- 我 买 书
- (wǒ mǎi shū)
- "me pren levr" = "prenañ a ris/ran/rin..."
- 我 昨 天 买 书
- (wǒ zuótiān mǎi shū)
- "me dec'h pren levr" = "dec'h e prenis..."
En tu kontrol ez eus meur a yezh komzet en Amerika, en o zouez an navac'hoeg, implijet gante ur reizhiad verbel luziet-tre gant merkoù amzeriañ spis pe spisoc'h a bep seurt..
Gant ar yezhoù bantouek e tiforc'her etre an amzer-dremenet pellañ hag an amzer-dremenet tostañ.
E brezhoneg
kemmañE brezhoneg ivez e tiforc'her etre an arvez strizh, merket gant an amzer-dremenet strizh hag an amzer-dremenet amstrizh diouzh un tu hag an arvez ledan diouzh an tu all, merket gant an amzer-amdremenet, da skouer:
- Arvez strizh
- Debriñ a reas / Bez' e tebris / Eñ a zebras
- Debret en deus / Debriñ en deus graet
- Arvez ledan
- Debriñ a rae / Bez' e tebre / En a zebre
Kemm a lakaer ivez e brezhoneg etre an arvez boas hag an arvez pad en amzer-dremenet, da skouer:
- Arvez boas
- Pa veze er gêr
- Riv am beze e-pad ar goañv
- O hadañ e veze
- Arvez pad
- Edo o hadañ / O hadañ e oa