Amzer-dremenet pellañ

Amzerioù yezhadurel
AMZER-DREMENET
Strizh
Amstrizh
Amdremened
Peurdremened
Tremened kent
Tremened adkevrennek
Tremened tostañ
Tremened pellañ
Amzer-dec'h
AMZER-VREMAÑ
Amzer-hiziv
AMZER-DA-ZONT
Dazond kent
Amzer-warc'hoazh
AORISTEK
Reizhiad rik
Reizhiad keñveriek

Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dremenet pellañ (saoz.: remote past) evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud c'hoarvezet kalzig amzer a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad rik pe c'hoazh kalz a-raok ur mare all m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad keñveriek.

Klotaat a ra mui-pe-vui gant ster an adverb "gwezhall" e brezhoneg.

Implijet e vez an amzer-dremenet pellañ gant ar yezhoù bantouek dresit-holl pa gonter istorioù, enebet ouzh an amzer-dremenet tostañ, da skouer e xhosaeg[1]:

  • Tremened pellañ, merket gant an enger "-a-":
Ndakhulela efama ("Kreskiñ a ris war un atant")
Ugqibile? ("Hag achu out?"
Ugqibe nini? ("Pegoulz ec'h achuas?")
Abafundi baphumile ("Aet eo kuit ar studierion")
Baphume ngokukhawuleza ("Mont a rejont kuit buan-ha-buan")

Mammennoù:

kemmañ
  1. Kirsch, B. et alii (2003) Xhosa, embann. Teach Yourself


Gwelit ivez:

kemmañ