Er yezhoniezh e vez implijet an termen aoristek pe dispis (e saozneg: aorist, diwar an henc'hresianeg: ἀόριστος, aóristos, "hep dremmwel, divevenn") evit komz un arvez yezhadurel, pe resisoc'h un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober (a ra dave dezhañ ar verb) kaset da benn en un doare distag diouzh un amzer resis, da lâret nag en amzer-dremenet, nag en amzer-vremañ, nag en amzer-da-zont, da lâret eo o verkañ an ober drezañ e-unan hepmuiken[1].

Implijet e veze hag e vez c'hoazh e yezhoù indezeuropek 'zo, en o zouez ar sañskriteg, ar bulgareg, an hentchekeg, hag ar henc'hresianeg hag ar gresianeg a-vremañ.

  • Da skouer:
ὁ χρόνος πάντα διαφθείρει
"An amzer a zistruj pep tra"

Notennoù: kemmañ

  1. Frank Beetham (2007). Learning Greek with Plato. Bristol Phoenix Press. 362 p. 


Mammennoù: kemmañ

  • Er pennad-mañ ez eus testennoù tennet eus 11vet embannadur an Encyclopædia Britannica, ur vammenn a zo en domani foran.

Liammoù diavaez: kemmañ