Reizhiad amzerioù rik
Er yezhoniezh e vez implijet an termen reizhiad amzerioù rik evit komz eus unan eus daou reizhiad amzerioù yezhadurel, enebet ouzh ar reizhiad amzerioù keñveriek.
Deiktel eo an amzerioù yezhadurel dre o natur, ha diazezet e c'hell bezañ diazezet an deiktelezh war ar maread reis m'emeur o komz (reizhiad rik) pe c'hoazh war ar maread resis m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da daveen amzeriañ (reizhiad keñveriek).
Ur reizhiad rik a vez implijet gant ar saozneg. Da skouer, pa lâr Yann da Vari: "Mont a rin d'an davarn" ha neuze n'ec'h a ket Yann d'an davarn, diwezhatoc'h e c'hellfe lâret Mari: "Lâret en doa e teufe". Da lâret eo, abalamour ma c'hoarvezas an ober (chom hep mont d'an davarn) en amzer-dremenet e rank ar verboù bezañ en amzer-drement kentoc'h evit lâret *"Lâret en doa Yann e teuio", gant ar fazenn reizh-se e-keeñver ar yezhadur ur ster disheñvel. E berr-gomzoù e oa sañset degouezhout Yann en amzer-da-zont rik.
E yezhoù all, avat, implijet gante ur reizhiad keñveriek, en hevelep e rankfe lâret Mari "Lâret en doa Yann e teuio", da lâret eo diwezhatoc'h evit an daveenn amzeriañ merket gant ar verb "lâret en doa Yann". Implijet e vez ur reizhiad keeñveriek gaant an tibeteg[1]
Notennoù
kemmañ- ↑ Zeisler, Bettina (2004) Relative Tense and Aspectual Values in Tibetan Languages, embaannet gant: Walter de Gruyter