Amzerioù-tremenet adkevrennek

Amzerioù yezhadurel
AMZER-DREMENET
Strizh
Amstrizh
Amdremened
Peurdremened
Tremened kent
Tremened adkevrennek
Tremened tostañ
Tremened pellañ
Amzer-dec'h
AMZER-VREMAÑ
Amzer-hiziv
AMZER-DA-ZONT
Dazond kent
Amzer-warc'hoazh
AORISTEK
Reizhiad rik
Reizhiad keñveriek

Er yezhadur hag er yezhoniezh e vez lavaret amzerioù-tremenet adkevrennek[1],[2] eus amzerioù yezhadurel en tremened a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud kaset da-benn alies pe aliesoc'h en amzer-dremenet

Un amzer gevrennek an hini eo, savet diwar implij ur verb-skoazell (e brezhoneg: "kaout" pe "bezañ") displeget d'o zro en un doare kevrennek gant sikour ar verb-skoazell "kaout", da skouer:

Kanet en deus bet
Bet on bet

Brezhoneg

kemmañ

N'heller sevel nemet an amzer-dremenet amstrizh hag an amzer-beurdremenet evel-hen e brezhoneg, da skouer[3]:

Kanet en deus bet ar son-se alies
Meur a wezh en devoa bet Yann freuzet an neizhiad gwesped-se

Gallout a ra implijout ar stumm boas war un dra, da skouer:

Ma teue d'ar bugel dont da lavarout komzoù brav d'e vammig, eo en deveze bet torret tra pe dra

Yezhoù all

kemmañ

Galleg

kemmañ

Daoust ha ma n'eo ket bet degemeret er yezh unvan, e vez implijet e galleg koulz dre gomz ha dre skrid, met kentoc'h dre gomz en ul live-yezh izel, amzerioù adkevrennek a bep seurt gante un arvez strizh, savet war implij ar verboù-skoazell "avoir" ("kaout") pe "être" (s.o. ar pennad "Amzer-dremenet amstrizh") displeget d'o zro en un doare kevrennek gant sikour ar verb-skoazell "avoir", da skouer:

J'ai eu fait
"Graet am eus bet"
Lorsqu'il a eu fini de déjeuner, il est sorti
"Mont a reas kuit ur wezh achu e dijuni gantañ"
J'avais eu été envoyé
"Kaset e oan bet alies"

Galizeg

kemmañ

E galizeg ec'h implijer un amzer tost he ster ouzh hini an amzer-dremenet kevrennek e brezhoneg o lakaat ar verb "ter" ("kaout") da dalvezout da verb-skoazell, da skouer:

Teño feito
"Graet am eus bet"

Lituaneg

kemmañ

Implijet e vez e lituaneg un amzer tost he ster ouzh hini an tremened adkevrennek e brezhoneg, met o pouezañ muioc'h war an arvez boas, ebenet ouzh an arvez pad.

Sevel a reer an amzer-mañ a-drugarez d'an enger -dav- staget etre kelf ar verb hag an dibennoù a dalve da verkañ ar gour, da skouer:

imti + dav + -au -> imdavau

("kemer a raen gwezhall"/"kemeret am eus bet")

Notennoù

kemmañ
  1. Kergoat, L. & Ar Briz, M. (1989) Geriaoueg Dielfennerezh lennegel / Yezhadur (brezhoneg/galleg - galleg/brezhoneg), embann. Kreizenn ar Geriaouiñ (Diwan Breizh)
  2. Kervella, F. (1947, adembann. 1976: 179) Yezhadur bras ar brezhoneg, Brest: Al Liamm
  3. Kervella, F., ibid.

Gwelit ivez:

kemmañ