Amzer-dremenet tostañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dremenet tostañ (saoz.: proximal tense pe recent past) evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud c'hoarvezet just a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad rik pe c'hoazh just a-raok ur mare all m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad keñveriek.
Implijet e vez an amzer-dremenet tost gant ar yezhoù bantouek, enebet ouzh an amzer-dremenet pellañ, da skouer e xhosaeg[1]:
- Tremened tostañ, merket gant al lostgerioù "-ile"e:
- Ugqibile? ("Hag achu out?")
- Ugqibe nini? ("Pegoulz ec'h achuas?")
- Abafundi baphumile ("Aet eo kuit ar studierion")
- Baphume ngokukhawuleza ("Mont a rejont kuit buan-ha-buan")
- Tremened pellañ, merket gant an enger "-a-":
- Ndakhulela efama ("Kreskiñ a ris war un atant")
Brezhoneg
kemmañE yezhadur ar brezhoneg e lavarer amzer-dremenet tost (pe tostañ) eus an amzer-dremenet a gaver e frazennoù evel homañ, da ziskouez un ober nevez c'hraet:
- Emaon o paouez lazhañ ki an amezeg.
Ma lavarer
- Lazhet em eus ki an amezeg
En degouezh-mañ, ne gomprener ket pegoulz eo bet graet an ober, hiriv pe er bloaz-mañ.
E gwirionez avat, daoust ha m'eo tost e ster ouzh hini an amzer-drement rik, ez eus anezhañ un arvez e brezhoneg, savet diwar implij un elfenn yezhadurel adverb-heñvel hec'h arc'hwel ("o paouez") kentoc'h evit displegadur ar verb en un doare eeun pe kevrennek (d.l.e. gant ur verb-skoazell).
Tostoc'h eo frammadur yezhadurel ar brezhoneg en degouezh-mañ ouzh ar frammadurioù kevatal o ster e meur a yezh indezeuropek all, da skouer:
Mammennoù:
kemmañ- ↑ Kirsch, B. et alii (2003) Xhosa, embann. Teach Yourself