Amzer-da-zont (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-da-zont evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da zeskrivañ un ober ha n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh met a gav d'an hini a zo o komz e c'hoarvezo diwezhatoc'h, en dazont, pe mar kaver gwell, en un amzer goude an amzer-vremañ en ur reizhiad amzerioù rik pe c'hoazh da heul un ober all lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad amzerioù keñveriek.
Yezhoù skouer
kemmañMeur a doare a vez implijet gant yezhoù ar bed evit merkañ an amzer-da-zont, isrannet dre vras etre daou doare pennañ:
- Doareoù eeun: implijet gante kengerioù, da skouer e displegadur ar verboù;
- Doareoù kevrennek: implijet gante verboù-skoazellañ pe rannigoù all.
Alies e teu an doareoù eeun diwar diorroadur yezhadurel ar stummoù kevrennek, evel er yezhoù romanek (gw. pelloc'h).
Yezhoù all avat, da skouer ar sinaeg, ne verkont ket an amzer-da-zont en o yezhadur, implijet gante kentoc'h adverbioù pe elfennoù leksmek all, a c'hell dont da vezañ a-hed ar wezh elfennoù yezhadurel stag d'o zro, da skouer:
- E sinaeg:
- 我 买 书
- (wǒ mǎi shū)
- "me pren levr" = "prenañ a ris/ran/rin..."
- 我 明天 买 书
- (wǒ míngtiān mǎi shū)
- "me warc'hoazh pren levr" = "warc'hoazh e prenin..."
Pep yezh a c'hell ober gant un doare nemetañ pe gant meur a doare war un dro, gante alies arc'hwelioù pe sterioù disheñvel.
Brezhoneg
kemmañE brezhoneg e c'heller sevel an amzer-dazont hervez an tri doare displegañ boas, da skouer gant ar verb "hadañ"
- Displegadur eeun hep raganv gour:
- Bez' e hadin
- Bez' e hadi
- Bez' e hado (eñ/hi)
- Bez' e hadimp (rannyezhel: Bez' e hadfomp)
- Bez' e hadot/hadoc'h (rannyezhel: Bez' e hadfet)
- Bez' e hadint (rannyezhel: Bez' e hadfont)
- Bez' e hador (rannyezhel: Bez' e hadfer)
- Displegadur eeun gant ur raganv gour:
- Me a hado
- Te a hado
- Eñ a hado
- Hi a hado
- Ni a hado
- C'hwi a hado
- Int a hado
- Gant ar verb-skoazell "ober":
- Hadañ a rin
- Hadañ a ri
- Hadañ a ray/raio (eñ/hi)
- Hadañ a raimp/rimp (rannyezhel: Hadañ a refomp)
- Hadañ a reot/reoc'h (rannyezhel: Hadañ a refet)
- Hadañ a raint/rint (rannyezhel: Hadañ a refont)
- Hadañ a reor (rannyezhel: Hadañ a refer)
Bez' e c'heller ivez implijout an amzer-da-zont en arvez pad, da skouer:
- "O hadañ e vin"
Bez' e c'hell ivez talvezout ar verb "mont" da verb-skoazell evit sevel un amzer-da-zont tost, da skouer:
- "Me zo o vont da debriñ bremañ"
Kembraeg
kemmañImplijout a c'heller un troadell kevrennek evit sevel an amzer-da-zont oc'h implijout ar verb "bod" ("bezañ") displeget en amzer-da-zont ("fydda i"...) evel verb-skoazell mui an anv-verb, da skouer:
- Bydda(f)/Fe fydda(f) i yn... ("... a rin")
- Byddi/Fe fyddi di yn... ("... a ri")
- Bydd/Fe fydd e yn... ("... a raio")
Ken alies all, dreist-holl er yezh komzet, e talvez ar verb "mynd" ("mont") da verb-skoazell, da skouer:
- Dwi'n mynd yna heddiw ("Mont a rin di hiziv")
Er yezh lennegel e c'hell klotaat displegadur ar verb en amzer-da-zont hag en amzer-vremañda skouer:
- "darllen" ("lenn")
- Darllenaf i ("bez' e lennin/lennan")
- Darlleni di ("bez' e lenni/lennez")
- DarllenØ ef/hi ("bez' e lenno/lenn")
- Darllenwn ni ("bez' e lennimp/lennomp")
- Darllenwch chwi ("bez' e lennoc'h/lennit")
- Darllenant hwy ("bez' e lennint/lennont")
Gouezeleg Skos
kemmañE gouezeleg Skos e saver amzer-da-zont ar verboù reizh dre stagañ an dibenn "-aidh" (pe "idh" goude "i-", da skouer:
- danns- (dañs-) -> Dannsaidh mi ("dañsal a rin/dañsin")
- cuir- (laka-) -> Cuiridh i (Lakaat a raio hi/Hi a lakao")
Evit sevel ar stumm nac'h ec'h implijet ar rannig "cha" ("chan" dirak ur vogalenn pe "f-") dirak gwrizienn ar verb blotaet mar bez tu, da skouer:
- Cha téid mi ("N'in ket")
Evit sevel ar stumm goulenn ec'h implijet ar rannig "an" ("am" dirak "b-", "f-", "m-" pe "p-") dirak ar gwrizienn ar verb, da skouer:
- An ith thu sin? ("Ha debriñ a ri an dra-mañ?")
- Am pòg thu i? ("Ha pokaat a ri dezhi?")
Iwerzhoneg
kemmañEn iwerzhoneg ec'h implijer dibennoù disheñvel staget ouzh gwrizienn ar verb hervez renkad ar verb, evel-hen:
- Renkad 1, "faidh" ("fidh" goude "i/e"):
- glan- ("naeta-") -> Glanfaidh mé. ("Naetaat a rin/Naetain"))
- Renkad 2, "óidh" ("eoidh" goude "i/e/í"):
- eistigh- ("selaou-") -> Eisteoidh mé ("Selaou a rin/Selaouin")
En alamaneg ec'h implijer ur verb-skoazell resis mui an anv-verb evit sevel an amzer-da-zont, "werden" ("dont da vezañ"), da skouer:
- Ich komme ("Dont a ran/Deuan") -> Ich werde kommen ("Dont a rin/Deuin")
Gant al latin klasel e veze implijet dibennoù resis stag ouzh gwrizienn ar verboù (displegadur) evit merkañ an amzer-da-zont, da skouer:
- "amare" ("karout")
amabo | "(bez' e) karin" |
amabis | "(bez' e) kari" |
amabit | "(bez' e) karo" |
amabimus | "(bez' e) karimp" |
amabitis | "(bez' e) karot" |
amabunt | "(bez' e) karint" |
Gant al latin izel avat e veze implijet stummoù kevrennek savet gant sikour ar verb "habere" ("kaout") mui an anv-verb, da skouer:
- petant aut petant venire habet[1]
- ("dont a raio daoust ha ma fell dezhe pe get")
Diwar ar stumm-mañ, diorroet a-hed ar wezh, e teuas an dibennoù eeun implijet gant ar yezhoù romanek a-vremañ, da skouer[2]:
- latin: habeo ("am eus") > henc'halleg: ayyo > galleg a-vremañ -ai
Menel a ra c'hoazh roudoù eus an orin-se pa implijer etrestagadennoù e portugaleg, da skouer:
- comprarei ("prenañ a rin") -> comprá-lo-ei ("prenañ a rin anezhañ")
Notennoù
kemmañ- ↑ St Augustine of Hippo
- ↑ Zink, Gaston (1997). Morphologie du français médiéval, 4th edition, Paris : PUF. ISBN 2-13-046470-X. (fr)