Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb kevrennek pe prezegad kevrennek evit komz eus un unanenn yezhadurel ("ger") dezhañ div elfenn bennañ ("unanenn gevrennek") a c'hell talvezout da brezegad ur frazenn ("verb").

Un elfenn eus ur verb kevrennek eo ur verb skañv a dalvez da verkañ ar perzhioù yezhadurel (amzer, doare, arvez, hag all) met hep reiñ kalz a ditour semantikel. An eil elfenn avat a dalvez da reiñ an titour semantikel pennañ ha hi an hini eo a ro da c'hoût pe re eo arguzennoù ar verb kevrennek. Peurliesañ e talvez ur ger-etre pe ur stumm diazez amzispleg all da elfenn semantikel ur verb kevrennek.

Disheñvel eo ar verboù kevrennek ouzh ar reuziadoù verboù, dambar pouez semantikel an eil elfenn ouzh egile.

Doareoù

kemmañ

Daou doare verb kevrennek pennañ ez eus:

  • verb + verb (V+V): verboù kevrennek rik, dezhe ur verb skañv mui ur verb semantikel pennañ.
  • anv + verb (N+V): talvezout a ra an anv-kadarn da elfenn ar verb kevrennek en degouezh-mañ e lec'h ar verb semantikel keit ha ma talvez an elfenn all (ar verb) da verkañ ar perzhioù yezhadurel o tennañ da arc'hwel ar verb. Alies e vez kavet verboù kevrennek evel-hen e yezhoù ar bed. A-wezhoù ne vezont ket renket e-touez ar verboù kevrennek.

Skouerioù

kemmañ

Implijet e vez stank er yezhoù komzet en India, dreist-holl yezhoù indez-aryek an norzh, en o zouez an hindeg-ourdoueg hag ar pandjabeg. Kavet e vezont alies ivez e yezhoù indez-iraniek all, en o zouez ar perseg, ar marateg, an nepaleg hag e yezhoù tibetek-burmek, da skouer al limboueg hag an newareg.

Kavet e vez alies-tre verboù kevrennek er yezhoù altaek, da skouer ar japaneg hag ar c'horeaneg hag ivez er yezhoù turkek komzet e Kreiz-Azia, da skouer ar c'hazac'heg, ar c'hirgizeg hag an ouzbekeg hag ivez er yezhoù bizkaokazek, en o zouez an tsezeg hag an avareg.

Hindeg

kemmañ

Implijet e vez verboù kevrennek rik, dezhe div elfenn verbel: ur verb skañv evit merkañ perzhioù yezhadurel mui ur verb pennañ evit reiñ titour semantikel.

Setu ar verboù skañv pennañ, displeget bep o ster orin ouzpenn o implij er verboù kevrennek:

  • jānā ("mont"): ober un dra bennak penn-da-benn; peurober; ur c'hemm stad. Da skouer:
ānā ("dont") → ā jānā ("degouezhout")
khānā ("debriñ") → khā jānā ("peurzebriñ")
samajhnā ("kompren") → samajh jānā ("en em rentañ kont")
sonā ("kousk") → so jānā ("menel kousk")
  • lenā ("kemer"): ober un dra evitañ/i hec'h/e-unan. Da skouer:
paṛh lenā ("lenn evitañ/i hec'h/e-unan"/"a-vouezh izel")
  • denā ("reiñ"): ober un dra evit eben pe geile. Da skouer:
paṛh denā ("lenn da unan bennak"/"a-vouezh uhel")

Verboù tranzitivel eo lenā ha denā hag implijet e vezont gant verboù semantikel tranzitivel evit sevel verboù kevrennek keit ha ma vez implijet ar verb amdranzitivel jānā gant verboù semantikel amdranzitivel all e korf ur verb kevrennek.

Kazac'heg

kemmañ

Gant ar c'hazakeg e vez implijet verboù kevrennek savet diwar pevar verb skañv pennañ a dalvez da verkañ ar perzhioù yezhadurel, da skouer:

Kazakeg Brezhoneg
Жеймін "Debrin a ran"
Жеп жатырмын "O tebriñ emaon"
Жеп отырмын "O tebriñ e oan"
Жеп тұрмын "O tebriñ emaon (bremañ)"
Жеп жүрмін "Debriñ a ran (bewezh/ingal)"

Perseg

kemmañ

Implijet e vez alies verboù kevrennek savet diwar verboù skañv, da skouer kærdæn ("ober") mui un anv-kadarn, da skouer:

sohbæt ("kaoz") → sohbæt kærdæn ("kaozeal")
telefon ("pellgomzer") → telefon kærdæn ("pellgomz")

Ne vez displeget nemet an elfenn verbel ha menel a ra digemm an anv, da skouer.

dāræm sohbæt mikonæm ("kaozeal a ran"/"kaozan")
sohbæt kærde æm ("kaozeal a ris"/"kaozis")
sohbæt khāhæm kærd ("kaozeal a rin"/"kaozin")

Tibeteg

kemmañ

E tibeteg ec'h implijer verboù skañv mui un anv-kadarn evit sevel verboù kevrennek.

  • Verboù skañv boas:
tchépa ("ober")
tongoua ("kas")
nangoua ("ober")
guiakpa ("ober"/"sevel")

Da skouer:

  • lèka tchépa ("labour ober" = "labourat")

Gwelit ivez:

kemmañ