Er yezhoniezh e vez implijet an termen prezegad(Daveoù a vank), pe predikad[1] (gall.: prédicat; saoz.: predicate), hervez ar yezhadur hengounel evit komz eus unan eus div lodenn bennañ ur frazenn ha talvezout a ra da zezverkañ al lodenn bennañ all, da lâret eo ar rener.
Disheñvel un tamm eo ster ar ger prezegad war dachenn ar steroniezh.

Yezhadur

kemmañ

Hervez ar yezhadur hengounel e rank ar prezegad bezañ ur verb ennañ ouzhpenn elfennoù all mar bez ezhomm ur verb, hag a dalvez da renadennoù dezhañ, da skouer :

"Hi a zañs."
prezegad verbel eeun
"Yann a lennas al levr".
prezegad verbel kevrennek gant ur renadenn eeun
"Pêr a sellas ouzh ar skinwel".
prezegad verbel kevrennek gant ur renadenn araogennek

Kavout a reer ivez avat anvioù (anv-gwan, anv-kadarn pe raganv) evel doareenn ar frazenn, ma reer « anvioù doareenn » anezhe. Ret eo e vefent staget ouzh ar rener dre ur verb-stagañ, da skouer :

"Nevenoe a oa Roue Breizh".
prezegad anvel gant un anv-kadarn doareenn

Steroniezh

kemmañ

Gant ar steroniezh e vez implijet an hevelep termen prezegad gant ur ster un tammig disheñvel evit ober dave d'ar pezh a zo kadarnaet a-zivout ar rener ; da skouer : ar prezegadoù "zo ur veleganez" pe "a gav mat ar c'haol" a c'heller kadarnaat a-zivout ar rener "Anna".
Tost-tre eo an implij-mañ da ster an termen prezegad evel m'emañ implijet gant ar boelloniezh furmel, petra bennak m'eo ledanoc'h an implijoù-se dre ma c'hellont tennañ da anvioù hag anvioù-gwan a zo ivez.

Hervez ar studioù bet kaset da-benn gant ar semiologour Greg N. Carlson[2] e c'heller rummata ar prezegadoù hervez o liamm gant ar rener ma reont dave outañ evel-henn :

  • Prezegadoù berrbad (saoz. Stage-level predicates)

Implijet evit deskrivañ perzhioù hag a zo gwir evit a sell ouzh ar rener en un doare berrbad, da skouer :

"Er skol emañ Yann"
  • Prezegadoù peurbad hiniennel (saoz. Individual-level predicates)

Implijet evit deskrivañ perzhioù hag a zo gwir evit a sell ouzh ar rener en un doare peurbad, da skouer:

"Brezhonegerez eo Maria"
  • Prezegadoù renkadel (saoz. Kind-level predicates)

Implijet evit deskrivañ perzhioù hag a zo gwir evit a sell ouzh un hollad en e bezh met n'eo ket gwir evit pep ezel eus ar strollad-se a-unanoù, da skouer :

"Lern a gaver stankoc'h-stankañ er c'hêrioù"
  • Prezegadoù a-stroll enebet ouzh reoù a-unanoù (saoz. Collective vs. distributive predicates)

Isrannet e vez ivez ar prezegadoù hervez ma c'hallont bezañ implijet gant ur rener en unander pe c'hoazh ma rankont bezañ implijet gant ur rener el liester pe ur strollger, da skouer :

• ar prezegad en em vodas er skol a rank bezañ implijet gant ur rener el liester, evel er frazenn "Ar studierion en em vodas er skol" ;
• ne c'heller ket e implijout gant ur rener en unander : direizh eo ar frazenn "Ar studier * en em vodas er skol".

Notennoù

kemmañ
  1. "Predikad" hervez Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, brezhoneg21.com
  2. 'University of Rochester (en)