Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb-stagañ pe kouplenn (saoz: copula) evit ober dave da elfennoù nann-verbel gante an hevelep arc'hwel kevreadurezhel evit komz eus ur verb implijet evit liammañ rener ur frazenn ouzh prezegad ar frazenn. Verboù amreizh-tre eo ar verboù-stagañ e meur a yezh, en o zouez ar yezhoù indezeuropek.

Un arc'hwel hag a denn da framm kevreadurezhel eo hini ar verboù-stagañ neuze kentoc'h evit reiñ titour semantikel diwar-benn un ober pe ur stad, da skouer:

"Bezañ": implijoù evel verb-stagañ
"Kelennerez eo ma mamm"
PREZEGAD eo RENER
"Bras e oa ar c'hi"
PREZEGAD eo RENER

Alies a-walc'h e implijer an tremen "verb-stagañ" en un doare ledan evit ober dave da verb-stagañ pennañ ar yezh bennak, da lâret eo "bezañ" e brezhoneg. Ha ret eo kompren e c'hell bezañ implijet verboù evel "bezañ" e degouezhioù ma ne dalvezont ket da verboù-stagañ dre ma ne liammont ket ar rener ouzh ar prezegad, da skouer:

"Bezañ": implijoù evel nann verb-stagañ
Implijet e evel verb-skoazell:
"Lâret eo bet"
"O kerzhet emañ"
"Bezañ": implijoù evel nann verb-stagañ
Implijet evit merkañ ar bezañs:
"Ganin emañ"
"Bezañ pe get, setu an dalc'h"

Verboù-stagañ all a c'hell bezañ implijet ivez avat ouzhpenn ar verb-stagañ pennañ-se pe verboù implijet gwezh ha gwezh all evel verboù-stagañ, da skouer "dont da vezañ", "erruout" e frazennoù evel:

"Arruout": implijet evel verb-stagañ
"Erru eo bras"

Yezhoù zo a ra hep verboù-stagañ ebet pe hep verboù-stagañ e degouezhioù yezhadurel resis (Sellit ouzh "Verb-stagañ mann").

Daoust ha ma vez implijet verboù pe elfennoù verbheñvel evit liammañ ar rener ouzh ar prezegad e c'hell yezhoù zo implijout rummadoù yezhadur all.

Bez' e c'heller isrannañ ar verboù-stagañ hervez o implij resis er frazenn:

  • Kevatalader:
"Me eo ar c'helenner"
"Paotred o doa livet an ti"
  • Rummata:
"Dimezet e vo"
"Bronneged eo ar chas"
"Ur gêr vras eo Roazhon"
"Ha bras a-walc'h e vo an ti?"
"E-kichen ar c'hi emañ ar c'hazh"
"Sot eo"

Kemmañ kalz a ra implijoù ha mont-en-dro ar verboù-stagañ haga an elfennoù stagañ all (da skouer lostgerioù-stagañ evel e turkeg) a yezh da yezh. Setu un nebeud skouerioù:

  • Turkeg

E turkeg e reer gant ur verb-skoazell i-mek implijet evel ul lostger staget ouzh prezegadoù reis, da lâret eo anvioù, anvioù-gwan hag a-wezhoù ivez ouzh kelfoù verboù displeget. Pa denn d'an trede gour unander e reer gant ar verb-stagañ mann evel e ruseg pe en hungareg, da skouer:

Lostger-stagañ
Ben maviyim
"me" "glas"+"-on"
"Glas on"

Verb-stagañ mann

Deniz mavi
"Mor" + "glas"
"Glas eo ar mor"
  • Sinaeg

E yezhoù sinaek e implijer verboù ispisial anvet verboù-stad (saoz. stative verb) hep rankout ober gant verb-stagañ all ebet, da skouer e sinaeg mandarinek:

累 (lèi): "bezañ skuizh"
饿 (è): "kaout naon"
在 (zài): "bezañ en ul lec'h"
笨 (bèn): "bezañ sot"

Ne implijer ar verb-stagañ 是 (shì) nemet evit liammañ ur verb ouzh ur renadenn anv pe un anv-gwan mui ar rannigde, da skouer:

我是老师 "Me 'zo kelenner"
这是红的 "An dra-mañ 'zo ruz"
  • Yezhoù romanek

Unan eus perzhioù darn vrasañ ar yezhoù romanek eo ar fed ma vez implijet gante daou verb-stagañ kevatal da "bezañ" e brezhoneg evit gallout ober an diforc'h etre perzhioù pennañ pe peurbadus ha stadoù, da skouer:

"Bob 'zo kozh" "Bob 'zo mat (e yec'hed)"
Italianeg Bob è vecchio. Bob sta bene.
Spagnoleg Bob es viejo. Bob está bien.
Portugaleg O Bob é velho. O Bob está bem.

Un tammig disheñvel eo ar stummoù-mañ diouzh ar stummoù damheñvel "eo" hag "emañ" e brezhoneg dre ma c'hell bezañ displeget ar verboù "ser" hag "estar" e spagnoleg da skouer en holl amzerioù evel n'eus forzh peseurt verb all keit ha m'eo "eo" hag "emañ" stummoù an hevelep verb "bezañ".

Kemmañ a c'hell ivez ster resis un anv-gwan resis hervez ma vez implijet gant an eil verb pe egile, da skouer e portugaleg:

ser estar
O Bob é velho. O Bob está velho.
"Bob 'zo kozh." "Bob 'zo arru kozh."
O Bob é parvo. O Bob está parvo.
"Bob 'zo sot." "Bob 'zo evel unan sot."
O Bob é bom. O Bob está bom.
"Bob 'zo un den mat." "Bob 'zo mat e yec'hed."

E brezhoneg ez eus ouzhpenn ur stumm ispisial evit merkañ ar boaz "vez/veze" (implijet ivez gant ar veb "kaout") hag evel ar stummoù "emañ/edo" n'hall bezañ implijet nemet en amzer-vremañ hag en amzer-dremenet.

Er yezhoù slavek e verker un diforc'h heñvel ouzh hini "ser" hag "estar" er yezhoù romanek dre implijout an troad benvegel pe instrumentel evit diskwel stadoù keit ha ma verker perzhioù gant an nominativel.

  • Jorjieg

Amreizh-tre eo ar verb-stagañ pennañ qopna e jorjieg hag implijet e vez gwriziennoù hervez ar mts'k'rivioù (pe amzerioù), da skouer:

Masc'avlebeli var ("Kelenner on")
Masc'avlebeli viknebi ("Kelenner e vin")
Masc'avlebeli viqavi (""Kelenner e oan"")
Masc'avlebeli vqopilvar (""Kelenner on bet"")
Masc'avlebeli vqopiliqavi (""Kelenner e oan bet"")
  • Yezhoù siouek

Er yezhoù siouek e c'hell bezañ implñijet hozogik n'eus forzh peseurt ger evel ur verb ha neuze e c'hallont bezañ implijet war-eeun hep ober gant verboù-stagañ, da skouer e lakoteg:

"_wicasa_"
"gour/ozarc'h"; "bezañ gour/ozarc'h"
-> "Wimacasa/winicasa/he wicasa"
"Me/Te/Eñ 'zo un ozarc'h"

Ur ver-stagañ ispisial _heca_ ez eus ivez, implijet evit resisaat ar fed m'emeur o kaozeal diwar-benn ur perzh, da skouer:

"Wicasa hemaca/henica/heca"
"Un ozarc'h 'zo ac'hanon/ac'hanout/anezhañ"

Implijet e vez ar verb-stagañ-mañ evit micheroù da skouer:

"Pezuta wicasa hemaca"
"Mezeg on"

Pa implijer un anv strizh avat e ranker implijout ur verb-stagañ all _(i)ye_, da skouer:

"Pezuta wicasa (kin) miye lo"
"Me eo ar mezeg".

Implijet e vez verboù-stagañ all evit al lec'hiañ evel _yankA_ ("azezañ") pa reer dave da dud ha _han/he_ ("bezañ en e sav") evit traoù gante ur furm hir, da skouer:

"Robert timahel yanke (yelo)"
"Robert 'zo en ti" / "En ti emañ Robert"
"Owotetipi wigli-oinazin kin hel isakib wanzi he".
"N'eus ti-debriñ ebet e-kichen an ti-esañs""
  • Japaneg

Meur a verb-stagañ disheñvel ez eus e japaneg implijet hervez o arc'hwel resis er frazenn, da skouer だ (da) ha です (desu) evit prezegata keit ha ma vez implijet な (na) and で (de) e diabarzh ar frazennoù evit kenliammañ ha spisaat.

Alies e talvez ar verboù-stagañ e japaneg evit ober dave da gevatalderioù, da lâret eo "X 'zo kevatal da Y", da skouer:

私は学生 (Watashi wa gakusei da)
I TOPIC student COPULA
"Studier/ez on" / "Me 'zo studier/ez
これはペンです (Kore wa pen desu)
"dra-mañ" MERK TEM"kreion" VERB-STAGAÑ SEVEN)
"Ur c'herion eo hemañ" / "Hemañ 'zo ur c'hreion"

Ne dalvez ar stummoù da ha desu nemet evit merkañ al live sevended e-keñver an hini m'emeur o komz outi/añ, da skouer:

あれはホテルだ。(Are wa hoteru da)
"dra-se" TOPIC "leti" VERB-STAGAÑ
"Ul leti eo hennezh" / "Setu ul leti"
あれはホテルです。(Are wa hoteru desu)
"dra-se" TOPIC leti VERB-STAGAÑ SEVEN
"Ul leti eo hennezh" / "Setu ul leti"

Daou ver-stagañ all ez eus e japaneg evit merkañ ar bezañs: ある (aru) implijet gant traoù ha plant hag 'いる (iru) implijet gant tud ha loened dre vras, da skouer:

本はテーブルにある。(Hon wa tēburu ni aru)
"Al levr 'zo war an taol" / "War an taol emañ al levr"
キムさんはここにいる。(Kimu-san wa koko ni iru)
"Kim 'zo amañ" / "Amañ emañ Kim"

Daoust ha ma talvez ar verboù-stagañ en un doare rik da stagañ pe da liammañ div elfenn (da lâret eo ar rener ouzh ar prezegad), e meur a yezh e vez implijet ar seurt verboù gante un arc'hwel liammañ pennañ evit merkañ ar bezañs. Liammet eo an daou geal-se (ar bezañ hag al liammañ) met ken tost an eil ouzh egile e meur a yezh evit ma vefe implijet an hevelep verboù "bezañ" evite o-daou hep ober tamm diforc'h ebet. E yezhoù all, avat, e implijer verboù disheñvel evit pep arc'hwel, da skouer e svedeg e implijet vara ("bezañ") nemet evel verb-stagañ rik keit ha ma implijer bli ("dont da vezañ") ha finnas ("bezañ") evit ar bezañs, da skouer:

"Vem vill bli miljonär?"
"Piv en deus c'hoant bezañ (=dont da vezañ) milionaer?"
"Varför bestiga Mt. Everest? Därfor att det finns där."
"Perak pignat war an Everest? Peogwir emañ aze".