Verb-stagañ mann
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb-stagañ mann (saoz: zero copula) evit komz eus ar fed ma ranker kompren bezañs ar verb-stagañ hervez ar c'henarroud yezhadurel kentoc'h evit dre implij ur merk hewel, da lâret eo ur verb pe ul lostger resis.
Implijet e vez verboù-stagañ mann e yezhadur meur a yezh disheñvel. En o zoues ar malayeg/indonezeg, an turkeg (yezh turkek), ar ruseg (yezh slavek), an hungareg (yezh finnek-ougrek), an hebraeg hag an arabeg (yezhoù semitek) gandaeg (pe luganda) (yezh vantouek) hag ar sinhaleg (yezh indez-ariek).
Peurliesañ e vez implijet ur verb-stagañ leun pe ur verb-stagañ mann hervez amzer resis ar verb dreist-holl hag ivez hervez perzhioù yezhadurel ar frazenn, da skouer:
- E ruseg:
Peurliesañ ne implijer ket ar verb-stagañ быть en amzer-vremañ er yezh a-vremañ daoust ma ma rank bezañ implijet en amzer-dremenet
- Amzer-vremañ: verb-stagañ mann
- Она в доме
- ("Hi [a zo] e(n) ti")
She is in the house
- Amzer-dremenet: verb-stagañ
- Она была в доме
- ("Hi a oa e(n) ti")
- En arabeg:
En arabeg n'implijer verb-stagañ ebet e stumm-kadarnaat an amzer-vremañ daoust ha ma rank bezañ implijet e stumm-nac'h an amzer-vremañ hag ivez e holl stummoù an amzer-dremenet, da skouer:
Amzer-vremañ stumm kadarnaat
- Anv amstrizh (frazenn verb: verb-stagañ mann
- محمد مهندس (Muħammad muhandis)
- (Muhammad ijiner = "Ijiner eo Muhammad")
- Anv strizh (frazenn verb): verb-stagañ mann
- محمد هو المهندس (Muħammad huwa al-muhandis)
- (Muhammad eñ an-ijiner = "An ijiner eo Muhammad")
- Anv strizh (frazenn anv): verb ebet
- محمد المهندس (Muħammad al-muhandis)
- (Muhammad an-ijiner" = Muhammad an ijiner")
Amzer-vremañ stumm-nac'h
- Anv amstrizh (frazenn verb): verb-stagañ (laysa)
- ليس محمد مهندسا (Laysa Muħammad muhandisan)
- (n'eo ket-eñ Muhammad ijiner [AKUZATIVEL] = "N'eo ket Muhammad ijiner")
Amzer-dremenet
- Anv amstrizh (frazenn verb): verb-stagañ (kaana)
- كان محمد مهندسا (Kaana Muħammad muhandisan)
- (oa Muhammad ijiner [AKUZATIVEL] = "Ijiner a oa Muhammad"))
- E gandaeg:
E gandaeg ne vez implijet ar verb-stagañ (a)li nemet e daou degouezh ryezhadurel resis: pe gant ur frazenn araogennek pe c'hoazh gant un anv-gwan da brezegad, da skouer:
Verb-stagañ
- Anv-gwan
- Ali mulungi
- (eo brav = "Brav eo")
- Frazenn araogennek
- Kintu ali mu emmotoka
- (Kintu eo e ar-karr = "Er c'harr emañ Kintu")
Verb-stagañ mann
- Degouezhioù all
- Omuwala mulungi
- (ar-plac'h brav = "Brav eo ar plac'h")