Yezhoù bantouek

familh yezhoù

Ur familh-yezhoù eo eus yezhoù bantouek a vez renket d'o zro e-touez ar yezhoù nijerek-kongoek.

Ur gartenn warni ar yezhoù bantouek hag ar yezhoù nigerek-kongoek all

Ar familh-yezhoù komzet war an tachenn ledanañ en Afrika a-bezh eo ar yezhoù bantouek, komzet gant tro-dro da 310 milion a dud e kreisteiz Kameroun hag e gevred Nigeria peg ouzh ar vevenn gant Kameroun, e Gabon, e Republik Kongo, Republik Demokratel Kongo, Rwanda, Burundi, Ouganda, Kenya, Tanzania, Angola, Zambia, Malawi, Mozambik, Zimbabwe, Namibia, Botswana ha Suafrika.

Ar ger bantouek a voe savet gant Wilhelm Heinrich Immanuel Bleek diwar ar ger bantouek boutin ntu (den) gant ar rakger ba- implijet e meur a yezh vantouek evit al liester.

Gant ar yezhoù bantouek e ve renket an anvioù-kadarn e meur a glas a glot gant ur rakger resis. Un tammig evel ar jener er yezhoù indezeuropek eo ar c'hlasoù-anv-se. Chench a ra an niver a glasoù a yezh da yezh, met dre vras e vez tro-dro d'un dek benanket. Adkavet e vez an hevelep rakger a-hed ur frazenn staget ouzh pep ger a glot gant ar mmes klas-anv, da skouer e swahilieg:

Mtoto mdogo amekisoma 'E (al levr) lennet en deus ar bugel bihan'
Watoto wadogo wamekisoma 'E (al levr) lennet o deus ar vugele vihan'
Watoto wadogo wamevisoma 'O (al levrioù) lennet ar vugale vihan'

Ar swahilieg eo ar yezh vantoueg gant ar muiañ-niver a tud barrek warni en holl, dreist-holl evel eil yezh, met ar choneg hag ar zouloueg eo ar yezhoù a ra ar muiañ a dud gante evel yezh kentañ.

Setu roll ar yezhoù bantouek pennañ:

E brezhoneg ez eo gwell ober dre implijout ar wrizienn hep ar rakger evit sevel anvioù ar yezhoù-se, da skouer swahilieg diwar ar wrizienn swahili, e swahilieg 'kiswahili' ma'z eo kevatal ar rakger bantouek ki- ouzh al lostger keltiek -eg eveit envel yezhoù.


Liammoù diavaez

kemmañ