Kameroun (Cameroun e galleg, Cameroon e saozneg, Kamerun en alamaneg) zo ur stad eus kreiz Afrika. En-dro dezhi emañ Nigeria er gwalarn, al lenn Tchad en norzh pellañ, Bro-Tchad er biz, ar Republik Kreizafrikan er reter, Republik Kongo er gevred, Gabon ha Ginea ar C'heheder er su. Digor eo war Pleg-mor Ginea er c’hornôg. Yaoundé eo ar gêr-benn, met Douala eo ar gêr vrasañ ; o-div zo enno tremen ur milion a annezidi.

République du Cameroun
Republic of Cameroon

Republik Kameroun
Banniel Kameroun Ardamez Kameroun
Banniel Ardamez
Ger-stur : Paix - Travail - Patrie
Peace - Work - Fatherland
(Peoc'h - Labour - Mammvro)
Kan broadel: Ô Cameroun, Berceau de nos Ancêtres
O Cameroon, Cradle of our Forefathers
(O Kameroun, kavell hon hendadoù)
Lec'hiadur Kameroun
Lec'hiadur Kameroun
Kêr-benn Yaoundé
3°52′N 11°31′R
Kêr vrasañ Douala
Yezh(où) ofisiel Galleg, Saozneg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Paul Biya
 - Kentañ Ministr Joseph Dion Ngute
Dizalc'h diouzh Bro-C'hall hag ar Rouantelezh Unanet 
 - Deiziad 1 Genver 1960 
Gorread
 - Hollad 475.442 km² (53de)
 - Dour (%) 1,3
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 16.322.000 ()
 - niveradeg 2003 15.746.179
 - Stankter 34/km² (167vet)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $43,196 miliard (84re)
 - Keidenn $2.421 (130vet)
FDD  (2006) 0,506 (krenn) (144re)
Moneiz Lur CFA (XAF)
Gwerzhid-eur (UTC+1)
 - Hañv (Eur hañv) n'eus ket (UTC+1)
Kod kenrouedad 237
Kod pellgomz +.cm

An anv

kemmañ

Ar moraer portugalat Fernão do Pó erruet en aber ar stêr Wouri e 1472 a anvas anezhi "rio dos Camarões", stêr ar chevr, abalamour d'ar bernioù bras a Lepidophthalmus turneranus .

Douaroniezh

kemmañ

Kalzik a venezioù zo er vro. Ar menez uhelañ eo ar menez Kameroun (4 070 m), ur menez-tan nepell diouzh aod Pleg-mor Ginea. Ribl kreisteiz al lenn Tchad zo e Kameroun hag eno eo kalz sec’hoc’h an amzer. Diseurt eo dremmoù ar vro, ken eo bet lesanvet e galleg "l’Afrique en miniature".

 
Kameroun (1901-1962).
 
Pont alaman war ar stêr Sanaga en Edea .

Trevadennet e oa bet Kameroun gant an Alamaned en XIXvet kantved.

Goude ar Brezel-bed kentañ e voe fiziet an darn vrasañ eus an drevadenn alaman e Bro-C'hall hag ul lodenn vihanoc’h, er gwalarn, er Rouantelezh Unanet.

E 1961 e voe embannet dizalc’hiezh Kameroun, ganet diwar unvaniezh Kameroun c’hall hag al lodenn su eus Kameroun saoz. Republik Kevreadel Kameroun krouet evel-se a voe treuzfurmet en ur Republik Unvan e 1972. Abaoe 1984 ez eo Republik Kameroun, hepmuiken, anv ar stad (République du Cameroun e galleg ha Republic of Cameroon e saozneg), ha div yezh ofisiel zo ganti, ar galleg hag ar saozneg, yezhoù an drevadennerien gent.

Ur vro sioul ha stabil a-walc’h eo Kameroun ha diorroet eo al labour-douar hag an hentoù, kenkoulz ha greanterezh an tireoul. El lodenn eus ar vro a oa bet e dalc’h Breizh-Veur ez eus un emsav a stourm ouzh ar stad kreiz avat.

Skeudennoù

kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.