Sierra Leone (Republik Sierra Leone ent-ofisiel, Republic of Sierra Leone e saozneg) zo ur vro eus kornôg Afrika. Emañ etre Ginea en norzh, Liberia er gevred, hag ar Meurvor Atlantel er mervent. Freetown eo ar gêr-benn.

Republic of Sierra Leone
Republik Sierra Leone
Banniel Sierra Leone Skoed-ardamez Sierra Leone
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : "Unity - Freedom - Justice"
Kan broadel: High We Exalt Thee, Realm of the Free
Lec'hiadur Sierra Leone
Lec'hiadur Sierra Leone
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Freetown
8°31′N 13°15′W
Yezh(où) ofisiel Saozneg
Gouarnamant Republik vonreizhel
 - Prezidant Julius Maada Bio
Dizalc'hded  
 - diouzh ar Rouantelezh-Unanet 27 Ebrel 1961 
Gorread
 - Hollad 71.740 km² (119vet)
 - Dour (%) 1
Poblañs
 - istimadur Gouere 2007 5,866,000 ()
 - Stankter 83/km² (114vet)
Moneiz Leone (SLL)
Gwerzhid-eur (UTC+0)
Kod kenrouedad .sl
Kod pellgomz +232

Dont a ra anv ar vro eus an anv roet dezhi gant ergerzherien eus Portugal: Serra Leoa, a dalvez "Menez al Leoned". Ur greizennn a bouez e voe evit ar morianeta, betek 1787 pa voe savet Freetown evit reiñ bod da dud bet sklaved en trevadennoù saoz en Amerika (Stadoù-Unanet, Antilhez). Evel ar vro amezek, Liberia, e voe savet Sierra Leone, dreist-holl, gant sklaved bet dieubet. E 1808 e teuas Freetown da vezañ un drevadenn saoz, ha diabarzh ar vro a zeuas da vezañ ur vro dindan gwarez Breizh-Veur e 1896. An drevadenn hag ar vro-warezet a voe unanet e 1961 hag embannet e voe dizalc’hiezh ar vro nevez. Etre 1991 ha 2002 eo bet drastet Sierra Leone gant ur brezel diabarzh didruez. Abaoe e klasker doujañ d'an demokratelezh.

Ar saozneg eo ar yezh ofisiel; ar c’hrio (un doare kreoleg saoznek), ar mende hag an temne eo ar yezhoù komzet ar muiañ avat.