Mayotte
Mayotte (Maore e shimaore, Mahori e kibushi) a zo un enezenn e Meurvor Indez hag unan eus tiriadoù tramor Bro-C'hall betek 2011, hag un departamant tramor abaoe an 31 a viz Meurzh 2011. Unan eus an inizi Komorez eo Mayotte, etre douar-bras Afrika ha Madagaskar. D'an 22 a viz Kerzu 1974 e voe dalc'het ur referendom en enezenneg a-bezh, d.l.e. ar bastell-vro votiñ, evit dibab etre dont da vout dizalc'h pe chom dindan beli Bro-C'hall. 90% eus ar voterien a zibabas an dizalc'hidigezh en enezenneg a-bezh, met nac'het e voe an dizalc'hidigezh en enezenn Mayotte.
Pa zeuas an inizi all da vezañ dizalc'h diouzh Bro-C'hall, e 1978, e tibabas tud Mayotte derc'hel da vezañ un tiriad gall. Da-heul ur referendom dalc'het e miz Meurzh 2009 eo deuet enez Mayotte da vezañ un departamant gall d'an 31 a viz Meurzh 2011.
Mayotte | |
---|---|
![]() Kartenn Mayotte | |
Anv shimaore | Maore |
Anv gallek (ofisiel) | Mayotte |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Rannvro | Mayotte |
Pennlec'h (prefeti) |
Mamoudzou |
Prezidant ar c'huzul-departamant | Soibahadine Ibrahim Ramadani (UMP) |
Prefed | Jean-François Colombet |
Kod EBSSA | 976 |
Kod ISO 3166-2 | FR-YT |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 256 518 ann. (2020)[1] |
Stankter | 682 ann./km² |
Douaroniezh | |
Kenurzhiennoù | |
Gorread | 376 km² |
Adrannoù | |
Arondisamantoù | 1 |
Pastelloù-bro | 2 |
Kantonioù | 13 |
Etrekumuniezhioù | 5 |
Kumunioù | 17 |
kemmañ ![]() |
StatudAozañ
N’eo ket degemeret dalc'h ar Frañs war an enezenn gant stad Komorez[2], na gant Unaniezh Afrika, na gant Aozadur ar Broadoù Unanet[3] hag evitañ eo un darn eus Republik Komorez. War roll an tachennoù da didrevadenniñ emañ.
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Lec'hienn Gouarnamant Komorez
- ↑ Aozadur ar Broadoù Unanet
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland