Azawad (e tifinagh: ⴰⵣⴰⵓⴷ[1]; en arabeg: أزواد) eo an anv a vez roet d'ar rann eus norzh Mali, lodek eus ar Sahara, poblet evit an darn vuiañ gant touareged, ha gant un nebeud pobloù all, hag a vez goulennet he dieubidigezh gant aozadurioù zo, en o zouez an Emsav Broadel evit Dieubidigezh Azawad. Rannvroioù Tombouktou, Kidal ha Gao en o fezh a vez lakaet e-barzh gant EBDA, met hervez aozadurioù all n'eo nemet al lodenn en norzh d'ar stêr Niger.

ⴰⵣⴰⵓⴷ
أزواد
Azawad

Stad Dizalc'h Azawad
Banniel Azawad
Banniel
Lec'hiadur Azawad
Lec'hiadur Azawad

Azawad (e gwer teñval)

Kêr-benn Gao
16°16′N 00°03′W
Yezh(où) ofisiel
Gouarnamant Republik
 - Sekretour-meur Bilal Ag Acherif
Dizalc'h diouzh Mali 
 - embannet 6 a viz Ebrel 
Gorread
 - Hollad ≈ 822 000 (rannvroioù Tombouktou, Kidal ha Gao) km²
Poblañs
 - istimadur 2009 ≈ 1 300 000 ()
 - Stankter /km²
Gwerzhid-eur (UTC+0)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+0)
Kod kenrouedad
Kod pellgomz +223
Azawad hervez an aozadurioù. Gwer teñval: lodenn arc'het gant an holl aozadurioù; gwer sklaer, er su d'ar stêr Niger, lodenn arc'het gant an EBDA; orañjez: lodenn ha n'eo ket arc'het tamm ebet.

D’ar Gwener 6 a viz Ebrel 2012, da heul un emsavadeg armet, e oa bet disklêriet dieubidigezh Azawad gant EBDA.

Notennoù

kemmañ
  1. Mouvement National de Liberation de l'Azawad. Mouvement National de Liberation de l'Azawad. Kavet : 10 January 2018.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.