Niger (stêr)

Evit Bro-Niger, gwelit ar pennad Niger.
Meurastumm.png Evit sterioù all ar ger Niger, gwelit ar pennad Niger (disheñvelout).

Ar stêr Niger eo stêr vrasañ kornôg Afrika, hag an trede stêr hirañ er c'hevandir : 4 183 km eo he hed.

Kartenn eus ar stêr Niger
ha diazad he dourioù
Ar stêr Niger e Bamako, kêr-benn Mali.

Emañ eien an Niger e menezioù Ginea, e-kichen an harzoù gant Sierra Leone. Goude-se e red e zourioù war-zu ar biz, dre Vali, hag ar gevred goude-se dre Niger ha Nigeria. En em deurel a ra ar stêr er mor e Pleg-mor Ginea dre un delta ec'hon, ha meur a vrec'h zo dezhi neuze.

Roet en deus e anv da ziv stad : Niger ha Nigeria. Tremen a ra ar stêr dre veur a gêr vras : Bamako ha Timbuktu (Tombouctou) e Mali, Niamey e Niger, hag Onitsha e Nigeria.