Evit sterioù all ar ger Ginea, gwelet amañ.

Pleg-mor Ginea zo ul lodenn eus ar Meurvor Atlantel, er c’hornôg da Afrika.

Pleg-mor Ginea, gant an aridennad inizi stummet gant menezioù-tan kozh.

Eno en em groaz hedredenn Greenwich (an hedredenn 0) hag ar c’heheder (ledredenn 0). Bevennet eo ar pleg-mor, e tu an donvor, gant ul linenn a ya eus beg Palmas e Liberia da veg Lopez e Gabon, well-wazh. En-dro dezhañ e kaver Aod an Olifant, Ghana, Togo, Benin, Nigeria, Kameroun, Ginea ar C'heheder ha Gabon, hag en e greiz São Tomé ha Príncipe hag inizi Ginea ar C'heheder (Bioko hag Annobón).

E-touez ar stêrioù en em daol e pleg-mor Ginea e c’haller menegiñ an div vrasañ anezho : an Niger hag ar Volta. Daou vae bras zo : Bae Benin ha Bae Bonny (pe Pleg-mor Biafra), rannet gant delta ar stêr Niger.

Dont a ra anv ar pleg-mor eus an anv a veze roet gwechall, e yezhoù Europa, d’ar broioù zo a-hed an aod : Ginea Uhel a veze graet eus an douaroù en norzh d’ar pleg-mor ha Ginea Izel eus ar re er reter. Chom a ra roudoù eus kement-se en anvioù stadoù zo : Ginea, Ginea-Bissau ha Ginea ar C'heheder.

Pleg-mor Ginea a gaver forzhik tireoul en e zonder, evel ma kaver ivez e delta ar stêr Kongo pelloc’h er su.