Gwelit ivez ar bajenn disheñvelout Kongo

Ar stêr Kongo eo ar stêr vrasañ a zo e Kreiz Afrika, gant 4 700 km hed dezhi. An eil stêr hirañ eus Afrika eo, goude an Nil. Evit ar c'has ez eo ar C'hongo an eil stêr er bed, goude ar stêr Amazon. E ziazad, an eil diazad brasañ er bed ivez goude hini an Amazon (hag a-raok hini ar Mississippi), zo goloet gant ur goadeg vras.

Ar stêr Kongo e Matadi.
Kartenn dopografek diazad ar C'hongo.

Anv ar stêr zo bet roet da ziv stad, Republik Kongo ha Republik Demokratel Kongo, koulz ha da Rouantelezh Kongo gwechall.

Bez' e c'haller bageal war ul lodenn vat eus ar C'hongo ha lod eus hec'h adstêrioù. Bageal a c'haller etre an aber ha Matadi, ur 150 km bennak diouzh ar mor. Eno ez eus lammoù-dour (lammoù-dour Livingstone) a vir ouzh ar bigi da vont betek al lenn Malebo (pe lenn Stanley), etre Kinshasa ha Brazzaville. Adalek al lenn-se betek Kisangani ez eus un tamm all hag a c'haller bageal warnañ, an hini hirañ-holl. Abaoe amzer an trevadennoù ez eus linennoù hent-houarn da liammañ al lodennoù bageadus etrezo (da skouer, etre Matadi ha Kinshasa pe etre Kisangani hag Ubundu) ha gallout a reer evel-se kas marc'hadourezh penn-da-benn ar stêr.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.