Nil
Nil
Perzhioù
Hirder 6 650 kilometr
Diazad 3 400 000 kilometr karrez
Diazad dastum Diazad an Nil
Kas keitat 2 830 m3⋅/s
Niverenn Strahler 101
Red
Mammenn bennañ Nil gwenn
· Lec’h Nyungwe,
Banniel Rwanda Rwanda
· Kenurzhiennoù 2° 16′ 56″ S 29° 19′ 52″ E / -2.2822, 29.3312
Mammenn eil renk Nil glas
· Lec’h Lenn Tana, Etiopia Etiopia
· Uhelder 1 788 m
· Kenurzhiennoù 12° 02′ 09″ N 37° 15′ 53″ E / 12.035778, 37.264753
Kemberadur ar mammennoù e-kichen Khartoum
Genoù Mor Kreizdouar
· Lec’h Egipt
· Uhelder 0 m
Douaroniezh
Broioù treuzet Etiopia Etiopia,
Banniel Soudan Soudan,
Egipt Egipt,
Banniel Rwanda Rwanda,
Tanzania Tanzania,
Ouganda Ouganda,
Banniel Burundi Burundi,
Kongo (RD),
Banniel Eritrea Eritrea,
BannielKenya Kenya
Kêrioù pennañ Khartoum, Kaero



Gant e 6 650 km hed eo an Nil (arabeg: النيل al-Nil distaget an-nil) unan eus div stêr hirañ ar bed. Eben eo an Amazon. Ganet eo diwar kengej an Nil Gwenn hag an Nil Glas. Emañ eienenn an Nil Gwenn (Bahr-al-Abiad, ar mor gwenn) e Lenn Victoria (Ouganda), tra m'emañ hini an Nil Glas (Bahr-al-Azrak, ar mor glas) el lenn Tana (Etiopia). E Khartoum, kêr-benn Soudan hiziv, emañ ar c'hember. En Egipt en em daol an Nil er Mor Kreizdouar. Treuziñ a ra Rwanda, Burundi, Republik Demokratel Kongo, Tanzania, Kenya, Ouganda, Etiopia, Soudan ar Su, Soudan hag Egipt.

luc'hskeudenn dre loarell eus an Nil
An Nil
Kuzh-heol war an Nil

Bez' eo an Nil an hent a veze darempredet gant Egiptiz evit beajiñ. Degas a ra buhez ha pinvidigezh en ur strujusaat an douar. Pouezus-kenañ eo bet e roll en istor Egipt an Henamzer, war meur a dachenn armerzh, kevredigezh (war e hed eo bet savet ar c'hêrioù), labour-douar (a-drugarez da lec'hid prizius an dic'hlannoù) ha relijion. En desped dezhi bezañ stêr vagus ur bobl kreñv ha diorroet, n'eo ket bet doueekaet an Nil gwech ebet.

Bep bloaz, pa zeue an hañv, e tic'hlanne an Nil, o tegas d'e heul al lec'hid du strujus a vage an douar labour a-hed glannoù ar stêr. E-pad pell eo chomet dizispleg an anadenn-mañ. Al lec'hid du-se eo en deus roet anv kozh Egipt en egipteg : Kemet, a dalvez "douar du".

An deiz a-hiziv eo paket hag addasparzhet dourioù lec'hidek an Nil war douaroù gounit a-drugarez da stankelloù Ziftah, Asiout, Hammadi, Esna ha, dreist-holl, gant div stankell veur Aswan, bet savet er bloavezhioù 70 ma voe ranket evit o sevel dilec'hiañ templ Abou Simbel evit krouiñ mirlec'h al lenn Nasir.

Splann e weler an Nil eus an egor, anezhañ un draoñienn c'hlas e-kreiz an dezerzh.

6 671 KM hed eo an Nil. Goleiñ a ra ur gorread hollek a 3 350 00 km² (95 gwech gorread Breizh). Kas an dour a sav da 3,1 milion a litradoù dre eilenn. Dindan Aswan e sav e ledander da 2,8 kilometr well-wazh. En Edfu emañ e boent ledanañ gant 7.5 km, hag ar poent bihanañ e kanienn Silwa nepell eus Aswan gant 350 metr.

Gerdarzh

kemmañ
  • Dont a ra ar ger "Nil" eus an termen Neilos (Νειλος), anv an Nil e gresianeg. Un anv all a veze roet d'an Nil e gresianeg ivez : Aigyptos (Αιγυπτος). Eus ar ger-se e teu an anv modern "Egipt."
  • Iteru a oa anv an Nil en egipteg gwechall.
 
Traoñienn an Nil e Louxor, tro-war-dro : an dezerzh !

Bez' e oa an Nil (iteru en egipteg kozh) linenn vuhez Egiptiz an Henamzer hag o sevenadurezh. War he glannoù e oa en em staliet an darn vrasañ eus ar boblañs hag eno eo bet savet holl kêrioù Egipt a-hed traoñienn an Nil e norzh da Aswan. Bet eo an Nil mammenn ar sevenadur egiptat abaoe oadvezh ar maen. Kroget o deus ar c'hemm hin hag an dezherzhadur e-tro 8000 kent JK. Disec'het eo bet peurvanoù Egipt hag en em stummet eo ar Sahara. En em vodet eo an dud en-dro d'an Nil neuze. Eno o deus diorroet un armerzh diazezet war al labour-douar hag ur gevredigezh kreizennet ar galloud enni.

Dizoloet eo bet askorn Ishango, anezhañ testeni kentañ ul lieskementadennn henegiptat en eienenn an Nil (nepell eus Lenn Edward, e biz Kongo); sevel a ra da 20 000 kt JK mui pe vui.

Daoust da strivoù ar C'hresianed hag ar Romaned (a voe divarrek da vont tre er Sudd), e oa chomet dianav eien an Nil betek an XIXvet kantved. John Hanning Speke a voe an Europad kentañ o lec'hiañ eienenn an Nil el Lenn Victoria. Abaoe an Henamzer e oa bet ergerzhadegoù evit kavout ar vammenn met kazeg o doa graet bep tro. Diwar-se e soñje d'ar C'hresianed ha d'ar Romaned e oa un doue gourel eus ar stêr-mañ gant e zremm hag e benn kuzhet gant danvez.

Perzh a gemeras Speke en ergerzhadeg 1856-1858 kaset war-raok gant Richard Francis Burton evit kavout eien an Nil. Aet e oant tre en Afrika dre Dar es Salaam (e Tanzania a-vremañ). Start e krede da Vurton e oa ar vammenn e Lenn Tanganyika met Speke eo, war-lerc'h bezañ laosket Burton klañv war e lerc'h a gavas al lenn ledan a anavezer bremañ dindan an anv a Lenn Victoria hag a reas e soñj e oa aze e oa ar vammenn wirion. Distreiñ a reas Speke diswezhatoc'h gant James Augustus Grant e 1860-1863 evit ergerzhadegoù all e biojoù Lenn Victoria ha dispenn a reas roudoù an Nil muioc'h en norzh da Gondokoro, war harzoù su ar Sudd.

Dav e voe gortoz 2004, gant ergerzhadeg an Nil Gwenn kaset war-raok gant ar Suafrikad Hendri Coetzee, evit ma voe bageet war an Nil penn-da-benn ar stêr. D'ar 17 Genver 2004 e loc'has ar ergerzhadeg eus mammenn an Nil en Ouganda hag en em gavout a reas didrubuilh er mor Kreizdouar e Rosetta, 4 miz ha pemzektez war-lerc'h. Ur c'helfilm war an taol-kaer-mañ a vo graet gant an National Geographic.

D'an 28 Ebrel 2004 eo deuet ar geologour Pasquale Scaturro hag e geneil Gordon Brown, kayakour ha filmaozer, da vezañ ar re gentañ o tiskenn an Nil Glas eus Lenn Tana en Etiopia betek traezhennoù Aleksandria er mor Kreizdouar. Daoust ma oa loc'het un nebeud tud all asambles ganto eo bet Brown ha Scaturro ar re nemeto o tont a-benn da vont betek penn. Filmet o deus o zroioù-kaer gant ur c'hamera IMAX ha div filmerez video dorn. Dezrevellet eo pep tra er film IMAX"Mystery of the Nile (Kevrin an Nil)," hag en ul levr dezhañ an hevelep titl. En desped dezho bezañ en em gavet e voent rediet da implijout ur c'heflusker e-pad frapadoù bras eus o beaj. A-benn ar fin n'eo nemet d'an 29 Genver 2005 ma teuas a-benn ar C'hanadian Les Jickling hag an Nevezzelandad Mark Tanner da dizhout ar mor Kreizdouar war-bouez nerzh an den evit ar wech kentañ.

C'hoazh hiziv e vev an darn vrasañ eus poblañs ar broioù douret gant an Nil diwar ar stêr, ken en Afrika du hag en Egipt ha Soudan. An div vro ziwezhañ-mañ o vezañ paket e-touez un natur c'harv a-hend-all (dezerzh ar Sahara). Bep bloaz e tic'hlanne ar stêr ha leuskel a rae evel-se lec'hid du strujus war an douaroù. Strafuilhet eo red dourioù ar stêr e meur a lec'h gant dourlammoù a stumm rannoù ma'z eus muioc'h a gas gant an dour gant kalz a inizi bihan, dour bas ha kerreg hag a zo ur skoilh bras evit merdeiñ war ar stêr. E Soudan ivez emañ ar Sudd zo ur pezh skoilh spontus evit ar merdeiñ ha kas an dour. Kement ha ma'z eus bet klasket ur wech gant Egipt toullañ ur ganol (kanol Jongeli) evit aesaat red an dour er frankizennad dour-chag divent-mañ (anvet ivez dre an anv Lenn No).

 
Sell war an Nil diwar ur vag-treizh, etre Louksor hag Aswan en Egipt

Implijet eo bet, hag implijet e vez c'hoazh, an Nil evit treuzkas marc'hadourezh etre lec'hioù disheñvel a-hed an hent hir stummet gant ar stêr; dreist-holl a-drugarez d'an avelioù goañv a c'hwezh war-du an norzh en takad-se. Evel se e c'halle ar bagoù pignat gant red an dour gant ar ouel ha diskenn kaset gant red an dour. Bevañ a ra c'hoazh an darn vrasañ eus Egiptiz a-hed naoz an Nil met lakaet ez eus bet un termen da zic'hlann bloaziek ar stêr gant savidigezh stankell veur Aswan (echuet e 1970) krouet evit pourchas dourdredan d'ar vro. Un termen zo bel lakaet ivez d'an degasadennoù lec'hid a veze strujusaet an douar drezo.

A-hed an Nil e kaver kêrioù Khartoum, Aswan, Louksor (Teba), ha tolpad kêrioù GizahKaero. Kavet e vez an dourlamm kentañ, an hini tostañ da c'henoù ar stêr e Aswan en norzh da stankell Aswan. En hanternoz da Aswan ez eo an Nil un hent touristel plaen, gant bagoù-treizh ha bagoù koad hengounel anvet falouk. Ouzhpenn ez eus ur bern "letioù war-neuñv" o verdeiñ war ar stêr etre Louksor hag Aswan, o chom a-sav, en o hent, e Edfu ha Kom Ombo. Bet eo hag e oa posupl merdeiñ war seurt bagoù penn-da-benn an hent etre Kaero hag Aswan, met serret eo bet lodenn norshañ an hent abalamour da gudennoù surentez abaoe un nebeud bloavezhioù.


Ergerzherien eien an Nil

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.