Kaero
Kaero, (القاهرة āl-Qāhirah en arabeg) eo kêr-benn Ejipt. Tremen 16 milion a dud zo o chom en tolpad-kêrioù (2006), ar pezh a ra da Gaero bezañ ar gêr vrasañ en Afrika hag an hini vrasañ ivez er Reter nesañ.

War lez ar stêr Nil emañ. Nepell alese, er c’hornôg e kaver Gizah pe Gizeh, gant hec’h aspadennoù eus henamzer Ejipt, evel ar piramidennoù.
E-kreiz ar VIIvet kantved e voe savet Kaero gant Amr Ibn al-As, dindan an anv Al-Fustat (فسطاط) en amzer-hont.
Kaero a oa ar gêr nemeti en Afrika ma kaver ur metro; savet ez eus bet unan en Aljer.