Henegipt
Henegipt zo anezhi ur sevenadurezh kozh e biz kevandir Afrika, bodet a-hed ar stêr Nil, en ur vro anvet Egipt hiriv. Eus ar bloazioù 3000 kent JK betek 332 kent JK e padas sevenadurezh Henegipt.
Deiziad krouiñ | 4. millennium BCE |
---|---|
Kevandir | Afrika |
Stad | Egipt |
Historical region | ancient Near East, Nile Valley Civilizations |
Daveennoù douaroniel | 29°48′0″N 31°18′0″E |
Raklec'hiet gant | Prehistoric Egypt, Prantad raktierniezh Henegipt |
Deiziad kregiñ | 4. millennium BCE |
Deiziad echuiñ | 395 |
Studiet gant | ejiptologiezh |
Deiziad divodañ | 30 BCE |
Douaroniezh an danvez | Douaroniezh Henegipt |
Istor | history of ancient Egypt |
Ekonomiezh an danvez | economy of Ancient Egypt |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of ancient Egypt |
Sevenadurezh an Nil
kemmañSoliet e oa berzh ar sevenadurezh-mañ war ar stêr Nil, a zegase ul lec'hid strujus bep bloaz war barkeier he zraoñienn, a-drugarez d'an dourgreskoù.
Kevredigezh Henegipt
kemmañDaou brantad a gaver en istor Henegipt : hini an Rouantelezhioù (betek 2000 a-raok J.-K.) ha hini ar Faraoned (etre 2000 ha 332 a-raok J.-K.).
Hanter Den-Hanter Doue e oa ar Faraon. Abalamour da se eo e voe savet ar piramidennoù ken brudet. Abalamour da se ivez e oa diharz e c'halloud, ha kriz alies.
Dizingal-tre eo urzhaz ar Stad henegiptad : dindan ar faraon edo ar vizir, a oa ur seurt maodiern kentañ, ha dindanañ ur bern amaezhidi : ar skribed.
Rannet eo an dud e tri rummad diforc'h mat :
- an noblañs, karget da c'houarn ha da lakaat an urzh hag ar surentez da ren ;
- ar gloer, karget d'ober war-dro an doueoù, da virout ha da zonaat ar skiantoù ;
- an dud vunut, a ranke labourat dindan o mistri hag a veve anezho dre baeañ tailhoù.
Israelidi a oa un darn eus ar boblañs-se, a zivroas da ziazezañ Israel.
Douaroniezh
kemmañ- Sellout ouzh ar pennad Douaroniezh Henegipt.
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |