Digeriñ al lañser pennañ
Kartouchenn lec'hioù.jpg
Pennad lodek eus an heuliad
Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur
Egypt Karnak test.png

Heñvel a-walc'h e oa, a-benn ar fin, Douaroniezh Henegipt, ouzh douaroniezh Egipt a-vremañ.

I6G17X1
O49
k(e)m(e)t, "an douar du".
Ribloù an Nil

HinAozañ

Ur vro damdezherzhel he hinad eo Egipt. N'eus nemet a-hed ar wrimenn strujus a bep tu d'an Nil, e delta an Nil hag en un nebeud oazizoù strewet e c'hall Mab-den bevañ. Emañ ar peurrest eus ar vro dindan ar gouelec'h : dezerzh Libia er c'hornôg, dezerzh Arabia er reter hag ar Sinai er biz.

Emañ an dezherzhadur o vont war-raok er vro abaoe pell ha gounezet en deus an dezerzh war an douaroù strujus. Soñjal a reer e oa ar vro en-dro da biramidennoù kompezenn Gizah dindan ur savanenn da vare m'int bet savet. Hiziv eo dezherzhel-mik. Pa oa ar vro en he bog, dreist-holl a-drugarez d'an dourañ, o deus gallet an dud gorrekaat an dezherzhadur. Nevez zo c'hoazh, dre grouiñ oazizoù kalvezel, ez eus bet gallet distreiñ tachennoù a oa e-kreiz an dezerzh da vare an Henamzer dija evit ma vefe tu d'an dud bevañ enno.

Dic'hlann bloaziek an Nil a oa darvoud pennañ ar bloaz evit Egiptiz an Henamzer (kregiñ a rae deiz kentañ ar bloaz pa oa tres sevel gant an dour). Hiziv eo bet kanoliet doureier an Nil gant stankell uhel Asouan met gwechall e tic'hlannent, hag e c'holoent un darn vat eus an trowardroioù en ur zegas ganto ul lec'hid du prizius (alese anv ar vro en Egipteg) a veze strujusaet an douaroù gantañ. Pinvidigezh ar vro a zeue eus an dic'hlann-se. Koulskoude e c'halle bezañ drastus an dourbeuz ivez pa save re, pe spontus an dienez er vro pa ne save ket a-walc'h an dour. Emplegadennoù bras-tre zo bet war ekoreizhiad traoñienn an Nil pa'z eus bet lakaet un termen, koulz lavaret, d'an dic'hlannañ bloaziek-se.

HarzoùAozañ

Madik e klot harzoù "hengounel" Henegipt gant re ar Stad vodern a-vremañ. Er Rouantelezh Kozh e veze bevennet ar vro gant ar mor Kreizdouar en norzh, gant an dourlamm kentañ er su, gant dezerzh Libia er c'hornôg ha gant ar mor ruz ha dezerzh ar Sinai er reter. Dreist-holl eo bevennoù ar su o deus fiñvet a-hed ar c'hantvedoù. Da vareoù zo eo aet levezon Egipt betek Gorre Nubia er su, Azia-vihan betek an Amourou (e Siria) en hanternoz ha glannoù en Eufrat e reter. Atav eo bet berr beli Egipt war Siria-Palestina ha n'eo morse aet pelloc'h eget Palestina. E-pad ar Marevezhioù Etre e veze disrannet ar galloud hag e rene ar Faraoned war rouantelezhioù bihan-tre a-wechoù, evel Roueed an XIIIvet tierniezh.

AozadurAozañ

Rannet e oa tiriad Egipt e rannvroioù melestradurel anvet nomoù. Renet e vezent en anv ar Faraon gant nomarked. Peurliesañ ne oa nemet rannoù melestradurel boutin eus an nomoù met pa veze gwanaet ar galloud kreiz e c'hallent bezañ emrenoc'h. E-pad ar Marevezhioù Etre e c'hallent dont da vezañ gwir priñselezhioù dizalc'h. Cheñch-dicheñch eo bet ment ha niver an nomoù a-hed Henamzer Egipt, ha pa vefe chomet stabil a-walc'h ar c'hreizennoù pennañ anezho.

Ar rannvroioùAozañ

Gwelet ivezAozañ