Eil kêr ha porzh pennañ Egipt eo Aleksandria (gresianeg Αλεξάνδρεια, kopteg Rakotə, arabeg الإسكندرية, treuskrivet : Al-Iskandariya), gant 5 milion a annezidi. En em ledañ a ra kêr war 30 kilometrad a-hed aod ar Mor Kreizdouarel ha kement all war-du mervent ar geinvro.
Ur greizenn c'hreantel a-bouez eo gant hec'h eoulsanioù hag he gazsanioù a zegas gremm adalek kêr Suez.

Aleksandria
Aleksandria, e kornôg delta an Nil
gwikadell Qaybay

En Aleksandria emañ ar Biblioteca Alexandrina, al levraoueg vodern-tre nevez savet gant an harp etrebroadel.

San Stefano Plazza, Aleksandria


Anvet eo bet kêr Aleksandria diwar Aleksandr Veur, he diazezer. Goude e varv (- 323), sez unpennoù ptolemaek Egipt a zeuas buan da vezañ kêr vrasañ ar sevenadur hellenadek, an eil tolpadur goude kêr Roma. Echu e oa gant he statud evel kêr-benn goude bezañ bet devet gant an alouberien muzulman er VIIvet kantved. Digreskiñ a reas he ment ken na zeuas da vezañ nemet ur gêriadenn annezet gant pesketaerien e dibenn an Impalaeriezh otoman, pa oa deuet Kaero da vezañ kêr-benn nevez ar vro.

En Henamzer e oa brudet kêr pa oa enni unan eus Seizh Marzh ar Bed, da lavaret eo Tour-tan Aleksandria hag ivez al levraoueg vrasañ a oa en amzer-se.

E 1994 e krogas furchadennoù dindanvor e karter an tour-tan hag adkavet e voe lod eus e vein-ben hag un nebeud delwennoù koulz ha dismantroù savadurioù savet e-pad tierniezh ar Btolemaied, an holl diskaret gant krenoù-douar.

Tud brudet

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.