Somalia (Soomaaliya e somalieg), ent-hir Republik Kevreadel Somalia, zo ur vro eus Korn Afrika e reter ar c’hevandir-se. En-dro dezhi emañ Djibouti er gwalarn, Etiopia er c’hornôg, Kenya er mervent, gant Meurvor Indez er reter ha Pleg-mor Aden en hanternoz.

Jamhuuriyadda Federaalka Soomaaliya
جمهورية الفدرالية الصومال (Jumhūriyyat aṣ-Ṣūmāl)

Republik Kevreadel Somalia
Banniel Somalia Skoed-ardamez Somalia
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Soomaaliyeey Toosoow
Somalia, Dihun
Lec'hiadur Somalia
Lec'hiadur Somalia
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Muqdisho


2°02′N 45°21′R

Yezh(où) ofisiel Somalieg
Gouarnamant gouarnamant da c'hortoz
 - Prezidant Mohamed Abdullahi Mohamed
 - Kentañ ministr Mohamed Hussein Roble
Gorread
 - Hollad 637 661 km² (42vet)
 - Dour (%) 1,6%
Poblañs
 - istimadur 2007 9 118 773 ()
 - Stankter 13/km² (198vet)
Moneiz Shilling Somalia (SOS)
Gwerzhid-eur (UTC+ 3)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+ 2)
Kod kenrouedad .so
Kod pellgomz +252

En amzer an trevadennerezh e oa ar su, Somalia italian, etre daouarn Italia hag an norzh, Somaliland, etre krabanoù Breizh-Veur. Dont a reas Somalia (italian) da vezañ dizalc’h d’ar 1añ a viz Gouere 1960. D’an deiz-se ivez e voe unanet gant Somaliland, a oa o paouez gounit he dizalc’hted d’ar 26 a viz Mezheven 1960.

Stad Somalia hiziv zo gwall vresk he galloud. Evit gwir n’eus anezhi nemet war baper : anavezet eo ar gouarnamant en estrenvro, met n’en deus tamm krog ebet war lodennoù bras eus ar vro.

E meur a gorn emañ ar galloud etre daouarn gouarnamantoù lec’hel : Puntland, Maakhir, Galmudug, ha Joubaland a anzav dreistbeli ar gouarnamant kreiz, hogen Somaliland he deus embannet e oa distag bremañ diouzh Somalia.

Al lodenn eus ar vro zo meret gant ar gouarnamant kevreadel da c’hortoz

Er c’hreisteiz eo gwan mestroni ar gouarnamant war ar vro e gwirionez, ha strolladoù armet a bep seurt a vez o’n em gannañ da astenn o galloud, abaoe dibenn ar bloavezhioù 1980 hag abaoe m’eo bet diskaret ar prezidant kozh Maxamed Siyaad Barre e 1991.

E dibenn 2006 e oa bet aloubet ar vro gant arme Etiopia evit adsevel an urzh hag ar peoc’h, met kenderc’hel a ra an emgannoù er vro, bet aloubet gant hec’h amezegez vras.


Skeudennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.