Mamoudzou
Mamoudzou | |||
---|---|---|---|
![]() Mamoudzou. | |||
Anv e shimaore | Momoju | ||
Melestradurezh | |||
Stad | ![]() | ||
Rannvro | Mayotte | ||
Departamant | Mayotte (prefeti) | ||
Kanton | Pennlec'h tri c'hanton | ||
Kod kumun | 97611 | ||
Kod post | 97600, 97605, 97680, 97650 | ||
Maer Amzer gefridi | Mohamed Majani 2014-2020 | ||
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération de Dembeni-Mamoudzou | ||
Lec'hienn web | http://www.villedemamoudzou.fr | ||
Poblañsouriezh | |||
Poblañs | 71 437 ann. (2017)[1] | ||
Stankter | 1 689 ann./km² | ||
Douaroniezh | |||
Daveennoù lec'hiañ | |||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 572 m | ||
Gorread | 42,3 km² | ||
Lec'hiadur | |||
|
|||
kemmañ ![]() |
Mamoudzou eo pennlec'h departamant tramor Mayotte e Meurvor Indez. Anvet Momoju e shimaore, ar rannyezh swahilek lec'hel, ez eo kumun bobletañ Mayotte. Dzaoudzi, war an enez vihan Petite Terre (pe Pamanzi), e oa ar gêr-benn gozh met dibabet e voe Mamoudzou da gêr-benn e 1977. Enni emañ an holl frammadurioù melestradurel, politikel, kenwerzhel hag artizanel kreiz. Ouzhpenn 50 000 annezad a zo bremañ o chom enni (war-dro 30 % eus poblañs hollek Mayotte).
DouaroniezhAozañ
Emañ kêr Vamoudzou war arvor biz Grande-Terre (pe Mahoré) a-dal da enez Petite-Terre (pe Pamanzi) e Kanol Mozambik, etre norzh Mozambik ha norzh Madakaskar. A-ramp war ar menez hag an arvor emañ, alese e loc'h ar c'hobiri a ya eus Grande Terre da Petite Terre.
Ouzhpenn kreiz Mamoudzou e-unan ez a seizh kêriadenn d'ober ar gumun : Cavani, Kawéni, Mtsapéré, Passamaïnty, Vahibé, Tsoundzou I ha Tsoundzou II. Ar c'hêrioù tostañ eo Dzaoudzi, Pamandzi, Koungou, Dembéni hag Ouangani.
Douarouriezh ha torosennadurAozañ
Emañ reter ar gumun en arvor, war ribl daou ouf dispartiet gant beg Mahabo. Ur blaenenn strizh eo hag a ya d'ober un drederenn eus tiriad ar gumun war-bouez nebeud. Naou-dinaou pe meneziek eo kreiz ha kornôg Mamoudzou, gant gwezh ha gwezh all traoñiennoù ar stêrioù hag a dreuz anezhi en tu kornôg-reter. Emañ beg uhelañ ar gumun e Menez Mtsapéré en norzh (572 m).
HidrografiezhAozañ
Meur a stêr a dreuz douaroù Mamoudzou :
- Kwalé
- Gouloué
- Doujani
- Majimbini
- Kawéni la joli
IstorAozañ
Diorroet e voe Mamoudzou adal ar bloavezhioù 1860 evit eilañ ar pennlec'h Dzaoudzi. Tamm-ha-tamm e voe enframmet kêriadennoù kozh da heul ar c'hêriekadur. Lod eus ar c'hêriadennoù-se a oa anezho abaoe kantvedoù : Kaweni (XIVvet kantved), Mtsapéré (dibenn an XVIIIvet kantved), Choa pe « pointe Mahabou », kêriadenn savet er bloavezhioù 1830 gant ar Sakalava a oa deuet a-gevret gant Andriantsoly. E Kaweni hag e Kavani e voe savet div blantadeg korz-sukr gant labouradegoù en eil hanterenn eus an XIXvet kantved. Gallout a reer gwelet aspadennoù anezho c'hoazh.
MelestradurezhAozañ
Prefeti Mayotte eo ar gumun. Rannet eo e tri c'hanton : Mamoudzou-1, Mamoudzou-2 ha Mamoudzou-3.
Roll ar vaeredAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2008 | 2014 | Abdourahamane Soilihi | UMP | Senedour (abaoe 2011) |
Meurzh 2014 | → bremañ | Mohamed Majani | Tu-gleiz diseurt |
PoblañsouriezhAozañ
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|